Mont d’an endalc’had

Buez Arzur a Vreiz/Trede arvest

Eus Wikimammenn
Lafolye, 1908  (p. 70-94)



TREDE ARVEST


(Doare an teatr : Kamb pe Dachen-ziskwiz Arzur dirak Mirebo. Er goueled, telten Arzur gant eun nor a ve gallet da zigeri. A-gleiz hag a-zeou, teltennou henvel oc’h re Arzur, evit an dijentiled. Eun tammig e weler ivez er goueled teltennou ar zoudarded, hag, er pellder, eul loden eus kastell Mirebo. Pardaez eo.)


————


KENTA DIVIZ


Ar c’habiten OLMERIG, SOUDARDED a VREIZ-IZEL.

(Pa zaver ar ridoch, bandennadou soudarded, lod azezet, lod-all en o zav, dirak taoliou savet gant hast, ha n’eus for penaoz, a echu da goania.)


OLMERIG

Alo, kamaraded, bezomp laouen ! setu ni ar vistri e Mirebo ! Evomp !

HOLL

Ya ! ya ! da eva ! da eva !…

(Eva reont.)
OLMERIG

Mardazero ! Tenn eo bet an abaden ! Sec’hed am boa.

KENTA SOUDARD

N’eo ket re fall gwin ar Poatou !

OLMERIG

Ac’hanta, mad-tre neket ’ta ? Brao eo ganen beza bet digaset da ober brezel en eur vro ker koant ! Hag ouspenn, dibri hag eva mad eo gwir ar gounezer.

HOLL

Mad a livirit, kabiten !… greomp friko !…

OLMERIG

Da c’hedal ma vezo lodennet an traou kemeret.

KENTA SOUDARD

Ar peziou arc’hant melen aour…

OLMERIG

An armou lugernus…

KENTA SOUDARD

Pegouls, kabiten, e vezo roet al lodennou ?

OLMERIG

Warc’hoaz, kredabl, dirak an holl, war dachen Mirebor. Setu da vihana an urz roet gant an dug yaouank-se a gemer kement a breder gant e zoudarded, hag a zo ken brokus pa ema gantan ar gounid.

HOLL, o sevel o gwer houarn-gwen.

Da yec’hed an dug Arzur !

OLMERIG

Ha d’hon loden vad warc’hoaz !

HOLL

Ha d’hon loden vad !

EIL DIVIZ
An hevelep re, ANDOCH, ALAR, o tont dre an tu deou


ANDOCH, o tont d’ar red.

Hein ???… Lodennou ?… Me ’m bezo ive, mever ! Double ! Setu me ama !…

ALAR

Ha me ive !… Atao e vezan el leac’h ma vez eun dra bennak da ranna.

OLMERIG

Sell ’ta ! daou zoudardig nevez evit hon rejimant !… Kastor ha Pollux !

ANDOCH

Ho tigarez, mar plij, kabiten… fazia rit… N’eo ket evel-se omp hanvet.

ALAR

Kastor ha Pollux ! petra eo an dra-ze !

OLMERIG

Daou norman genaouek, ha na vezent gwelet morse an eil hep egile !

ANDOCH

Han ya ! Brema ouzon avad ! Evel pa lavarfet sant Lukaz hag e ejen ?

ALAR

Pe c’hoaz, an aotrou sant Anton hag e…

OLMERIG

Dres ! Mez, sac’h an dien ! eus a beleac’h e teuit ’ta ? N’em eus ket ho kwelet epad ar seziz ?

ANDOCH

Neuze ? Me eo am eus roet an taol kenta.

ALAR

Gaou avad !… Me eo !…

ANDOCH

Arabad eo d’it facha !… Ni hon daou eo !

OLMERIG

Ho taou ?

ANDOCH

Ya, ni hon daou eo a zo pignet da genta war ar mogeriou.

HOLL, o c’hoarzin.

Ha ! ha ! ha !…

OLMERIG

Mar deo gwir, zur ! Great em eus an hanvou araok ar c’hrogad. N’edoc’h ket e-touez ar zoudarded.

ANDOCH

Kabiten, mont a ran da lavaret ar wirionez d’eoc’h penn-da-benn. Ni a zo bet kaset da spia…

HOLL

Da spia ?…

OLMERIG

Displegit an dra-ze d’eomp ’ta sklear.

ANDOCH

Setu ama petra eo, va ofiser. Pa darze an deiz, er mintin-ma, edomp, Alar ha me, o sellet dindan mogeriou kear…

OLMERIG

Sell ’ta ! Ha petra ho poa da ober eno ?

ANDOCH

Roit amzer d’in !… Evit gwelet hepken dre be leac’h e c’helchemp mont e kear diwezatoc’h.

OLMERIG

Neuze ?

ANDOCH

Setu, hep gouzout dare d’eomp, Pontbriand o lakaat e grabanou warnomp !

OLMERIG

A ! ya, gouzoud a ran !

ANDOCH

Hag e lavar d’eomp : Deuit d’ar c’hoad d’am heul !

ALAR

A zo war hent leandi Santez-Ursula…

OLMERIG

Ha perak ?… Evit ober petra ?…

ANDOCH

Evit spia hag en em deurel war eur vanden varc’heien adeue da rei dorn d’an enebourien.

ALAR, da Andoch.

An Andoch ! ah ! pebeus spered ijinus ! Atao e kav eur riboul bennak evit en em denn !

OLMERIG

Ac’hanta ! Ha goude ?

ANDOCH

Mont a reomp neuze en hent… hag ez eomp da guzat en eur voden lann… Eun eur goude e tigoueze hon den.

OLMERIG

Ho ten ? Penaoz an dra-ze ?

ANDOCH

Fazia ran… Hon tud eo a fell d’in lavaret… Ouspenn ugent oa anezo. Hag e teuent d’an daoulamp rus, o zokou houarn war o fri, o c’hlezeier noaz dirazo. Taolomp evez ! eme-ve… Arabad d’eomp e vankout pe emeomp kollet ! Kregi a riz em zaoler birou…

ALAR

Ha me em hini…

ANDOCH

Tenna ran.

ALAR

Tenna reomp.

ANDOCH

Hag e tizan anezan, dres e morzed e varc’h.

OLMERIG

Asa ! n’oa eta nemet unan ?

ANDOCH

Ne ket an dra-ze eo ! Koms a ran hepken eus ar mestr… Ar re-all o doa kemeret an tec’h oc’h hor gwelet.

OLMERIG, gant eur mousc’hoarz gwapaüs.

Gwir ?…

ANDOCH

Ar marc’h a zo rostet en e hernachou.

ALAR

Ar marc’heg a gouez d’an douar…

ANDOCH

Pontbriand a zispak e goutellazen hag a a hop varnomp : War raok ! ha maro d’an trubard !…

ALAR

En em daol a ra warnan evel eun den pennfollet.

ANDOCH

Hon daou o gwelemp o ruilha er boultren.

OLMERIG

Eat hoc’h buan, da vihana, da gas sikour d’ezo ?

ANDOCH

N’eo ket bet darbet d’eomp !… N’oa ket brao !… Tri oc’h unan !…

OLMERIG

Evit echui, petra hoc’h eus great ?

ANDOCH

En em denn, na petra ’ta ?

HOLL

En em denn ?…

ALAR

… Varzu Mirebo…

ANDOCH

Hag omp digouezet abred a-walc’h evit kemeret kear !

AN HOLL, o c’hoarzin.

A ! a ! a !

OLMERIG, o c’hoarzin ive.

Ya, ya, evit doare hoc’h paotred vrao…

SOUDARD KENTA

Skedus eo ho tro-vale…

OLMERIG

Ma n’hoc’h eus nemet konchennou evel-se da gonta d’eomp…

ANDOCH

Kabiten…

OLMERIG

Alo !… A-walc’h !… Eur bannac’hig c’hoaz, kamaraded…

SOUDARD KENTA

Hag eur ganaouen a vrezel !

HOLL

Eur ganaouen eur ganaouen !

OLMERIG, pe eur zoudard-all.

Gant plijadur, mignouned ; selaouit eta !

(En o zav war araok an teatr.)


War don : Bale Arzur.

Lar d’in, marc’heg, war an dachen
Ha chom a ra enebourien ?
Na ped zo c’hoaz er geriaden ?

DISKAN

Er geriaden, er mintin-ma,
Ez oa eur mil, hep fazia ;
Daou chant zo brema d’ar muia.

Lar d’in, marc’heg, va mignon ker,
Ped boutailh gwin a jom e ker,
Ped boutailh vit leunia hor gwer ?

DISKAN

Er mintin-ma, ruzik livet,
Edont aze tri c’hant renket ;
N’eus mui ugent ma vent kontet.

Lar d’in, marc’heg, va mignon keaz,
Eus a ugent ped a jom c’hoaz,
Ped a voutailhou bian ha bras ?


DISKAN

Bremaik ’konten eun daouzegen ;
Ha gant eur c’houezaden hebken,
Mui na gwin nag enebourien !…


TREDE DIVIZ
An hevelep re, ARZUR, LAN a ZINAM, MALESTROA


ARZUR

Mad a rit, va mignoned, red eo diskouiza goude an emgann. Hogen, n’eo ket echu c’hoaz. Ar rouanez goz, Eleonor, a zo brema en tour a welit du-ze. Varc’hoaz, da c’houlou-de, ni a yelo d’he gwelet.

MALESTROA

Aotrou, ar gear a zo en hor galloud, hag an tour na zaleo ket da veza d’eomp ive.

LAN

Gant soudarded ken kalonek, hag eur mestr ken hardis n’hon deus aon ebet da veza surprenet.

ARZUR

Great em eus eun dro etouez va zoudarded evit lavaret d’ezo pegement o deus plijet d’in. Lavaret a ran d’eoc’h holl an hevelep tra. Great hoc’h eus ho tever. Setu perak varc’hoaz e vezo rannet ar madou kemeret war goust an enebourien.

ANDOCH, d’ar Bobl.

Chanz am eus evelkent ! Santet em oa ar c’houez !

OLMERIG, izel.

Ro peoc’h, den digalon !

ARZUR

Fizianz am eus en ho talvoudegez. Bezit sentus ouz ho mistri, hep krisder goude ar gounid, pa gemerot madou ar c’hastell ; setu ar pez a c’houlennan digant ho mignouniach hag ho vailhantiz.

OLMERIG

Kontit warnomp holl, aotrou.

AR ZOUDARDED

Ya, ya !

PEVARE DIVIZ
An hevelep re, HERVE a LEON, GUIOMAR, ROHAN, LOHEAG, ar BARZ, DIJENTILED.


ROHAN, o poursu eur gaoz boulc’het.

Hag eo tec’het eus a dre ho taouarn ?…

AR BARZ

Evel sur zilien… (O velet Arzur). A ! va Aotrou, salud d’eoc’h !

(An Dijentiled-all a zalud ive o stoui o fenn.)

Salud d’eoc’h ive, aotronez. Ac’hanta, gwelet hoc’h eus penaoz ez a an traou ?…

LOHEAG

Aotrou, great hon deus an dro d’ar mogeriou. An holl bostou a zeblant beza diouallet mad. Ar vein hag ar c’haoteriou dour bero a zo lakeat en o leac’h gant ar re gelc’het.

ROHAN

Ar Barz koz, an aotrou Pontbriand hirio, a zo eat abredik er mintin-ma da glask ar re guzet, hag evit doare en deus great eur gavaden iskiz.

(Digas a reer eur gador da Arzur.)
ARZUR

A ! gwelomp ’ta ! Red eo d’eoc’h, va den mad, konta ze d’eomp. (Azez’ a ra, ha e kaser kwit an daoliou.)

AR BARZ

Daoust n’oun ket deuet a-benn eus va zaol, e kontin aneza d’eoc’h a greiz kalon, aotrou. Er beure-ma eta on eat va-unan warzu ar c’hoad a zo hed hent leandi Santez-Ursula. Unan eus hor spierien an doa digaset kelou d’in e tlie A Reier, an trubard, dont dre an hent-se da zigas sikour d’ar gear gelc’het. Na rean forz eus niver an enebourien, na c’houlennen nemet en em gaout gant Laou.

LAN

Ha n’ho poa kaset den ganeoc’h evit ho skoazia ?

AR BARZ

Daou zoudard vak hag a zeblante nevez digouezet e-touez hon tennerien…

OLMERIG

Hag a zo ama ganeomp !

ARZUR

Gwelomp ’ta ! Grit d’ezo tostaat.

OLMERIG

Alo, Kastor ha Pollux, sentit oc’h an urz.

ALAR, izel.

Kea, Andoch, me ya d’az heul.

OLMERIG, o vouta warnan.

Kea ’ta !

AR BARZ

Setu aze an daou lapouz spontik !

ANDOCH

Aotrou, na gredit ket anezan ! Gaou a lavar.

ALAR

Hardisoc’h ez on eget na zonjit.

ANDOCH

Me eo am eus laosket an taol bir.

AR BARZ

Ya, eun taol adreuz. Ar bir a zo c’hoaz e trojen ar wezen.

ARZUR

Livirit d’in eta ar pez a zo c’hoarvezet.

AR BARZ

Neuze ’ta, va daou zen, hardis kenan pa na ve riskl ebet, a dremene dirak ar voden lann ’leac’h oan kuzet…

ANDOCH

E gwirionez, klevet em oa eun dra bennak o finval. (Da Alar). Ha te lavare d’in e oan bet spontet gant eur c’hounikl !

AR BARZ

Lammet a ran eus va zoull kuz, hag e lavaran d’ezo : « Petra rit-hu ama… er-meaz eus ar c’hamp… d’an heur-ma ? Edoc’h marteze o tec’het ? » Respont a reont emaint oc’h ober patrouilh.

HOLL, o c’hoarzin.

A ! a ! a !

AR BARZ

Rei a ran urz d’ezo da zont d’am heul, ha d’en em guzat. An dra-ma avad a blije kals d’ezo. Dizale e welan Reier o tont, plantet sounn war e varc’h, hag eun tammig araok e gompagnunez. Va den a denn eun taol bir warnan ; gouzout a rit da beleac’h ez eas.

ANDOCH

A ! evit an dra-ze, aotrou, plijet ganeoc’h va digarezi ; he c’haset em eus da loja e morzed ar marc’h.

(C’hoarzadeg adarre.)


AR BARZ

O kemeret neuze va c’houtellazen, me ’n em daol en eul lamm dirak ar marc’heg. Red oe d’ezan dizale disken diwar e varc’h. Edon o vont d’e stleja d’an douar pa zigouezas e zoudarded o doa klevet he youc’hadennou. Dao eo bet d’in kila, kement a yoa anezo !

ARZUR

A drugare Doue, n’hoc’h eus bet drouk ebet. den kalonek. Fizianz em eus e teuimp abenn, er c’hrogad kenta, da gregi e chupen an trubard ha da ober d’ezan sailha gant ar boultren.

(Er pellder e klever kloc’h ar c’heulfe, ar chloc’h a lavar laza ar goulou).

LAN

Aotrou Dug, setu ar c’hloc’h o lavaret d’eomp eo deuet ar mare da laza ar goulou.

ARZUR, o sevel.

Alo, tud kalonek, poent eo d’eomp mont da ziskouiza eun tammig ; araok, koulskoude, trugarekaomp Doue eus ar grasou en deus roet d’eomp hizio.

AR BEDEN, kanet gant an holl.
War don : Al Labourer (Barzaz Breiz) pe Santez Mari Mam Doue, pe don kelven, pe eun all.


(GOUSTADIK)

O Doue an armeou, ho preac’h, ken galloudus
A ro d’an dud kalonek nerz ha treac’h henorus ;

Gant eur galon anaoudek ni a zeu d’ho pedi,
D’eoc’h-hu eo dleet pep henor, pep gloar, pep meuleudi.

ROHAN, goude ar c’han, a dosta ou Arzur, a zo neuze e penn araok an teatr.

Pehini vezo ger ar ged evit an noz-ma ?

ARZUR, izel.

Herminig ha Fealded.

ROHAN, o pokat d’e zorn ; huel.

Doue r’ho tiouallo, aotrou Dug !

ARZUR

Noz vad d’eoc’h, aotronez !

(Holl e plegont o fenn evit saludi ; Arzur a ya en e delten, gant Lan a Zinam ; Olmerig a dosta ou Rohan.)

PEMPET DIVIZ
ROHAN, LOHEAG, HERVE a LEON, GUIOMAR, ar BARZ, OLMERIG, ALAR, ANDOCH, DIJENTILED, SOUDARDED, MALESTROA.


OLMERIG da Rohan.

Mont a ran, aotrou, da rei o flasou d’ar gwardou ; pehini vezo ger ar ged ?

ROHAN

Herminig ha Fealded.

GUIOMAR, o vont varzu ar zoudarded.

Ofiserien ha soudarded, ho pedi a ran holl da veza war evez. Gwazed Herve a Leon a ziouallb dti darri kènta eus an noz.

LOHEAG

Ha re Loheag an eil.

AR BARZ

C’houi, Olmerig, lakit ho tud tost a-walc’h da delten an aotrou dug evit ma vezint klevet ; int a en em zavo da bep kart heur.

ROHAN

War gement-se, noz vad d’eoc’h, aotronez !

(Mont ’ra en e delten. — Tu kleiz.)
HERVE, GUIOMAR, LOHEAG

Noz vad ivez aotronez !

(Herve ha Guiomar a ya e telten an tu deou. — Loheag a ya er meaz, a zeou, etre an teltennou. Lakaat a reer ar gwardou pep hini en e leac’h.)

AR BARZ

C’hoaz eur ganaouen evit laouennaat hor prinz en e gousg. N’hellan ket ankounac’haat va micher goz.


————


KANNAOUENN

War don : Ar Bennherez a Geroulaz.

Pa vo deut an heur da gousket,
Soudardig feal dilezet,
Taol evez mad da bep mare,
Gant aon rak eun trubard a ve.

Pa vo deut an heur da gousket,
Ma teu eun enebour touet.
Lavar huel gant da vouez sklear,
« Setu ar bleiz war borzou kear ! »

En noz tenval eur stereden,
O tol dre-oll he sklerijen,
Ar gounid eo o vousc’hoarzin
Gant he bannou c’houek ha lirzin.

Hogen, ma teufe an trubard,
War da dro, paour kezik soudard,
Sko kalet ha lavar d’eomp-ni :
« En ho sav holl ! Setu ar blei !»

(Epad ar poz diveza an ofiserien a ya kwit hep lavaret ger.)

C’HOUEC’HVET DIVIZ
Ar BARZ, e-unan


(Er penn pella e weler ar gward oc’h ober e dro ; noz tenval.)


AR BARZ

Setu meur a guzuilh kuzet dizoloët ha diskaret d’an traon ! hag ar re a yoa en em glevet evit gwerza hon dug ker a zo anavezet gant an holl ! Daoust hag an trubarderez an devezo erfin eun diskouiz ? Nan, ar c’hoant da gaout arc’hant na jomm a-zav dirak netra ! Abaoue m’on deuet eus Gournê em eus tremenet n’ousped nozvez war vale o tiouall buez hon dug ker. En noz diveza c’hoaz edon aze, va skouarn astennet da zelaou an disterra trouz, o sellet e-kreiz an denvalijen. An aon da welet eur goutellazen o lugerni enni am dalc’h dihun. En deiz n’hellomp ket beza nebeutoc’h war evez : ober goulennou ouz ar spierien, kemeret al lizeri diasur, tremen dre bep seurt stummou evel an torfed, mont da welet ar vro, kement-se holl a renkomp ober gant kals a finesa. Hirio, em eus ranket stourm war mogeriou kear, goude eun emgann korf oc’h korf gant Reier. Skwiz maro eo va c’horf ! Skwisder ar brezeliou a deu a-benn eus korf an den paour evel ma teu an amzer a-benn eus an houarn hag eus ar mean-marbr ; red eo d’in eta diskwiza… O va Doue ! taolit evez war va mestr yaouank, ha distroït diwarna mennoziou an dud fall ! (en em denn a ra war zu ar penn pella, hag e chom a zav en eur lavaret a vouez huel) : Gwardou, bezit war evez !

(Ar gward a lavar eveltan ; hag e klever an hevelep youc’haden adlavaret er pellder. Ar Barz a ya er-meaz.)

SEIZVET DIVIZ
Ar GWARD, LAOU a REIER


(Ar gward a ya hag a deu eur pennadig, ober a ra an dro d’an teltennou, hag ez a diwar wel — Noz peuztenval.)

LAOU A REIER, war beg e dreid, o sellet a bep tu, a deu dre gleiz, hag a en em zil e-barz eun delten. O sellet en dro d’ezan.

Diaouallomp ! Arabat eo d’in mont d’en em deurel en eun toull gwesped !

(Kuzet a ra adren trojen eur wezen, o chom koulskoude a-wel d’an dud.)

AR GWARD, o tont war wel.

Na sioul eo an noz !… Ar park-ma, enna kement a vuez bremaïk, a zo henvel brema oc’h eur vered. Bezomp war evez evelato !

LAOU A REIER, a gostez d’an dud.

Ra zeuy ar vosén da stoufa d’it da c’houzoug, gward milliget !

AR GWARD

O ! na sec’hed am eus !

(Laou a Reier aya d’ar red d’an tu deou. - O welet eur pod-dour dilezet tost d’ezan.)

LAOU A REIER

A !…

(Kluch a ra, hag oc’h astenn e zorn e tiskarg eur vuredadig vihan louzou-kousket tennet gantan eus e vruched ; goudeze e tizro d’an tu kleiz.)

AR GWARD

Eur pod-gwin !… Pebeus eurvad !… Daoust ha goullo e ve ?… (Kemeret a ra anezan). N’eo ket ! (Eva ra). Mad eo kenan !

LAOU A REIER, d’an dud.

Kea atao, te gousko dizale, va faotr !

(Sioulded eur pennadig.)
AR GWARD, a dosta ouz an dud hag a zell er pellder en tu deou.

Du-ze ez eus eur skaon e kichen an delten. Ma ’zafen di da azeza !… En em skwiza rafen nebeutoc’h, en eur ziouall kenkouls. A-hent-all, an holl a zo kousket mad dre ama…

(Peoc’h. — ar gward a ya a-ziwar wel.)
LAOU A REIER, o tont tre.

Setu me digouezet ! N’en deus ket gwelet ac’hanon !… Brema, petra da ober ? Gwelomp da genta hag-hen n’eus riskl ebet evidon dre ama… (Sellet a ra)… Ar roue Yann an deus touet d’in e teuy d’am c’haout ama… Kals trein ’zo ganta, me gav… Daoust hag ankounac’heat en defe ?… Kemeromp hon amzer… ha dreist-oll, bezomp war evez !… (Mont a ra da guzet, hag e chomm a-zav en eun taol) A ! piou a zo erru aze ?…

EIZVET DIVIZ
LAOU a REIER, YANN-DILEVE, kuzet en eur vantel.


YANN, izel.

Setu me !… Prest out ?…

LAOU A REIER

A ! aotrou, c’houi eo ?… mez…

YANN

Ac’hanta, krener, petra zo ? Hast afo koms…

LAOU A REIER

N’ouzon ket petra c’hoarvez ganen… aon em eus !…

YANN

Rak petra ec’h eus aon ?… N’out bet gwelet gant den…

LAOU A REIER

Nan, aotrou… mez… n’hoc’h eus ket lavaret d’in c’hoaz petra reot da Arzur ?… N’hel lazot ket, velkent ?…

YANN

Doue r’am diouallo eus eur seurt torfed !…

LAOU A REIER

Eas eo d’eoc’h lavaret ! Netra, evelato, ma c’houfen, na ro harp d’ho ker !

YANN

Ha c’hoant ec’h eus e toufen ? War memor va zad me a ra al le ne vezo great droug ebet na d’Arzur na d’an dudjentil a vo kemeret gantan.

LAOU A REIER

Ha ma na zalc’hit ket d’ho ker ?…

YANN

Malloz d’in neuze ! Ar re zo dindanon na vezint mui dalc’het da zenti ouzin, hag e c’helli prezek ez on trubard d’am c’homz, gaouiad ha touer…

LAOU A REIER

Mez, aotrou, ne c’hellin ket va-unan dont a-benn eus eur seurt taol.

YANN

Bez’ em eus aze soudarded dare da rei sikour d’it. Mont a ran d’o c’herc’hat… He brema, setu ama hag a zo d’it. (Yann a ro d’ezan eur yalc’had arc’hant.) Kea, kea ! (Yann a ya huit dre gleiz.)

NAVET DIVIZ
LAOU a REIER (e-unan).
(Ha daou zen kuzet en o mantellou.)

O metallennou burzudus ! paea rit va holl boaniou a gorf hag a spered… Kas a rit pell diouzin ar sonjou enkresus. (An daou-all a deu war wel, a gleiz.)(Laou d’ezo) : Deuit d’am heul, c’houi ! Ha dreist-oll, roit peoc’h !… (Mont a reont war-zu telten Arzur. War-nez mont ebarz Laou a zistro hag a lavar :) A !… pe leac’h ema ar stoufer genou ? (Unan eus an daou zen a ziskouez eur mouchouer.) Mad eo !… (Mont a reont ebarz. — Sioulded. — Er pellder e klever :) Gwardou, taolit evez !…

DEKVET DIVIZ
LAOU a REIER, ARZUR


ARZUR

(En diabarz). Piou a zo o vont aze ?… (Grig ebet)… Piou a zo o vont aze ?… Ah ! gwerzet on ! Sikour, marc’heien !

(Laou a Reier hag e zaou zen a grog ennan ha goude beza stoufet d’ezan e c’henou, e gasont er-meas eus an delten ; mont a reont diwar wel, en tu kleiz.)

UNNEKVED DIVIZ
Ar BARZ, ROHAN, LAN, MALESTROA, (Soudarded o tont d’an daoulam dre an tu deou).

Petra zo ?… A !… mil malloz !…

ROHAN

Beac’h d’ezo aotronez !… surprenet ha traïset omp !

LAN

Beac’h d’an dud digalon !… Beac’h d’ezo !…

HOLL

Ya, ya, d’an armou ! War o lerc’h !…

AR BARZ, goude beza klasket kals e tro an teltenou a gleiz.

Boued ar groug ! Derc’hel a ran unan da vihana !

(Tenna ra Yann-Dileve eus e doull-kuz. O tenna e goutellazen, ar Barz a lavar d’ezan :) Piou out-te ?

YANN

Satan ! (Disteurel a ra ar Barz). Va gwardou, sikour !

(Goude beza stlapet e vantel e tenn e gleze. Sourdaded saoz a weler en dro d’ezan.)

AR BARZ

Yann-Dileve eo !… D’ar maro !… D’ar maro ! Laz ! Laz !

(Emgann korf ouz korf e-kreiz ar youc’hadennou, — Ar ridoj a gouez.)


————


Divez an trede Arvest.


————