Buez Arzur a Vreiz/Eil arvest
(Pa zaver ar ridoch, Filip-Aogust a zo en e zav e-kreiz an
teatr, e Vab, ha Dijentiled en-dro d’ezan. Holl o deus o
armou en o c’herc’hent.)
Setu pemzek dervez, va zud vad, m’emaomp o vresa
poultren war-lerc’h ar Zaozon. Tizet hon deus anezo
koulskoude. Hor parg a ehan a zo dres dirak Gournê, el
leac’h m’eo Yann-Dileve en em dennet gant aon razomp.
Red e vo d’eomp dont a-benn hirio eus ar gwaz loc’hus-se.
Va mab, pe seurt taolen hoc’h eus dreset war doare
ren ar c’hrogad a zeu ?
Setu hi ama, va zad. (Astenn a ra d’ezan paper-parch.)
An dra-ze eo !… An aotrou Herve a Never e penn an dennerien… Hor c’henderv Eud a Vourgogn a ziouallo aochou ar Sen, epad ma vezo an Aotrou kont a Zant-Pol o sturia soudarded ar c’hreiz… Piou eta a ziouallo ar zoudarded dalc’het e mir ?
Kredet em eus e rache mad an A. Gui a Zampier kemeret warnan ar garg-se ken pounner ha ken risklus ; evit-se ec’h en em zalc’ho e kuz er c’hoadig a zo war bordig ar ster a zigas dour da zouveziou ar c’hastell.
Gwelet a ran, va mab, hoc’h eus pleustred mad peb tra Koulskoude, e pe leac’h e lakaot ar zoudarded war varc’h ?
Va-unan, Aotrou, em eus sonj d’o ren, gant sikour Renaod, kont a Voulogn. Ni en em stigno war hend an Normandi, evit mont war-lerc’h ar re a falvesfe ganto tec’het, ha, mar bez red, skoazella askell gleiz hon arme.
Ho toareou, va mab, a zo re eun den gwiziek meurbed
er vicher, ha neket ’ta, aotrou Eud ?
Aotrou, n’eo ket nebeutoc’h gouest an aotrou Loeiz a Vro-C’hall da gas e vennoziou da benn evit ne deo d’o skriva ; manea ra ar vouc’hal kerkouls hag an hardisa e-touez ar vrezellerien goz.
Ar re-ma holl o deus hen hanvet Kalon-Leon, evel mac’h hanved Richard, ar roue maro.
Ni her gwelo hirio stag gant al labour. C’houi, va mab, a lezo renadurez ar varc’heien gant ar c’hont a Voulogn : me fell d’in ho kaout em c’hichen pa bignimp war mogeriou-tro ar c’hastell.
Ya, va zad, ha gant sikour Doue ni a deuy a-benn eus laer digalon tron rouantelez Bro-Zaoz.
Eur reuzeudig ha n’en deus ket bet a vez o laerez e niz, bugel c’hoaz, ha dre-ze re zinerz evit herzel outan.
Klevet em eus koulskoude eo va c’henderv Arzur leun a vailhantiz hag a galon.
Gwir eo, aotrou ; hogen, evel ma’z eo gwall-yaouank,
ema war var da ober meur a dra hep evez a-walc’h.
Ouspenn ma teu an drubarderez da zikour kals re vad c’hoantegeziou disleal Yann-Dileve. Lavaret a reer en deus gounezet senechal ar Poatou, o karga d’ezan e c’hodellou a aour.
Dre zant Denez ! Va c’henderv a gavo ennon eun
difennour hag eur skor. Hen toui a ran war va c’hleze
a varc’heg ?
An aotrou Arzur a Vreiz-Izel, gant Lan a Zinam, e zioualler, a zo o paouez digouezout war an dachen, gant eun dornadig soudarded.
N’halle ket ober brasoc’h plijadur d’in. (Da Eud.) Aotrou Eud a Vourgogn, it da zigemeret hor c’henderv hag henchit anezan betek an delten-ma gant an holl henor dleet d’ezan.
(Eud a ya er-mea da heul ar Floc’h, dre ar goueled (fons).
Mall bras am eus da welet ar buguel henorus-se, a garan
evel pa vije va breur.
Henvel-poch eo ouz e vamm, an dukez vad Konstanz ha na gouezas nemet dre drubarderez Raoul a Jester…
Hervez a leverer, e roas koulskoude meur a daol,
kalet d’ézan. Gouezet he deus rei d’he mab, a-gevred
gant feiz bro-Arvor, meulet dre-oll, eun deskadurez dispar
war ar brezel ha war draou kaer histor ar varc’heien.
Araok pell, marvad, e ray e nozvez armou, rak evit
adkemeret ar Poatou, ar Mên hag an Anjou, e vezo red
d’ezan dîskouez e hardiziegez.
An aotrou dug a Vreiz-Izel !
Aotrou, ho fealla gwaz a zo e-harz ho treid !
Ra viot deuet mad, va c’henderv koant ! Pell zo
abaoue ma c’hoantaen ho kwelet.
Dleet oa d’in, aotrou, dont d’ho kwelet ; P’eo gwir ez on nevez kurunet dug a Vreiz-Izel, hag anavezet ganeoc’h evel-se, eo leal d’in dont da adnevezi etre ho taouarn kinnig doujus va c’hen-oberourien. Setu unan eus ar pennou-kaoz am digas hirio betek ennoc’h.
Gant kals a blijadur e tigemeran ho kinnig doujus, niz koant. Hogen, c’hoant hon deus da ober muioc’h ; c’hoant hon deus da rei d’eoc’h eun testeni huel eus hor c’harantez en ho kenver, oc’h ho kroui marc’heg, ama, dioc’htu zoken.
Mez, aotrou mad, n’em eus ket great c’hoaz va beilhadeg-armou !
Em hano a Roue a Vro-C’hall em eus gwir da dremen dreist an urziou a ve heuliet peurvuia, ha kement-se dreist-oll evit eur gwaz henorus meurbet evel ma ’z hoc’h, kenderv koant. N’ho pezo da ober nag ar yun, nag an noz-armou, nag ar c’hrogad emgann. Skouederien, pourchasit kement a zo red evit al lidou a vezo bremaïk dirak va gwella brezellerien.
Setu ama, Aotrou, eul lizer roet d’in da zigas d’eoc’h
gant ar re a zo o teurel evez war an dachen.
Mad ! Lenn a ra a voue izel.
(An dijentiled a ra kelc’h en-dro d’Arzur oc’h ober d’ezan o
gourc’hemennou. Ar skouederien hag an dud a vrezel a ya er-meaz.)
Petra ’zo nevez, va zad ?
Gwelit hoc’h-unan, va mab. (D’an dijentiled.) Lavaret a reer d’in ez eus tousmac’h e Gournê. Marteze ar re gelc’het a c’hoanta esa eur c’hrogad evit gellout dont er-meaz. Hastomp. Goude al lidou ni a dostai oc’h ar mogeriou.
Mont a ran da gemenn d’ar zoudarded beza prest evit eun taol krog.
- (Tostaat a ra ouz an daol hag e skriv.)
An dra-ze eo ! Ra vezo pourchaset va armou ! An taol-ma, a dra-zur, a vezo talvoudus.
(Tostaat a ra oc’h an daol evit sina an urz,ha lahaat e
ziell en traon.)
Gouzout a rit, marc’heien, evit petra omp bodet ama. Emaomp o vont da zevel eun dijentil yaouank d’an henor da veza hor breur en armou. Hen anaout a rit ; hogen, evit senti ouz al lezennou douget gant Arzur-an-Daol-round a behini e toug an hano, ema o vont da veza ardamezet dirazoc’h, goude m’hen devezo great etre va daouarn an anaoudegez eus va galloud warnan ha war e stadou, evel gwaz eus kurunen Bro-C’hall. (Da Arzur.) Dug a Vreiz-Izel, tostaït, ha grit ho kinnig doujus.
Aotrou, me, Arzur a Vreiz, a deu da veza ho ten, hoc’h hanterer, evit ar pez a zell ouz va Breiz ha va stadou a Boatou, eus ar Mên, eus an Tourên hag eus an Anjou.
Ha me, hoc’h aotrou, a ro d’eoc’h va galloud war an douarou-ze, evel m’o deus hen diskleriet d’eoc’h an aotronez am eus kaset da lidou ho kurunidigez.
A eneb n’eus forz piou, me a zifenno bepred ho korf, hoc’h henor, hag e touan ho tenna a brizoun hag a bep seurt riskl, ha goude ma rankfen en em lakaat va-unan en ho leac’h.
Test hoc’h holl, marc’heien ha soudarded, eus an testeniou a vignouniach a zigemeran hirio eus a berz an dug Arzur, gwaz a Vreiz-Izel. Ober a ran d’am zro al le d’ho sikour kement gwech hag ho pezo ezom ac’hanon. Arzur, ha n’ho peus-hu da glemm eus den ?
Aotrou roue, anaout a rit troiou fall Yann-Dileve, va eontr, Gouzout a rit penaoz en deus eneb pep gwir laeret eur gurunen hag a yoa d’in. Ouspen-ze, ema dre drubarderez o paouez laerez ive ar Poatou diganen. Ar rouanez goz Elonor a zo he-unan oc’h hencha ar zoudarded.
Roi a ran d’eoc’h daou c’hant soudard hag a stourmo gant ho sujidi feal a Vreiz-Izel. Hoc’h alia ran da zigeri ar brezel hep gedal pelloc’h. Pa vo echu ganen brezel an Normandi, me a yelo va unan d’ho kaout, pe a gaso va mab.
Ho trugarekaat a-greiz kalon, aotrou.
- (Pellaat a ra.)
Aotrou Roue, ha c’houi, marc’heien, plijet ganeoc’h digemeret peden an dijentil-ma, servicher d’Arzur-Veur, a c’houlen beza digemeret marc’heg.
Piou a ginnig anezan, ha piou a gomzo evitan ?
Me, Lan, kont a Zinam, ar c’hosa eus marc’heien Breiz-Izel.
Eus a be lignez e teu ho filhor ?
A lignez huel ha direbech.
Pe seurt taoliou kaer en deus bet great en emgannou ?
N’en doa ket a oad a walc’h c’hoaz evit brezelli. Hogen, desket bras eo war wiziegez an armou, ha gouzout mad a ray embreger ar gwaf hag ar c’hleze.
Pe hano an deus ?
Arzur a Vrejz-Izel, mab Jafre an Eil, hag an dukez vad Konstanz.
Mad eo, Bennoz d’eoc’h, marc’heg kalonek. Savit, den yaouank ! Ra vezo e kalonou an holl ar garantez virvidik em eus evidoc’h ! Komzit d’ho tro. Perak e c’hoantaït beza great marc’heg.
Evit heulia penn-da-benn dlead ar marc’heg,
Marc’heien, e glevet hoc’h eus. Ha plijout a rafe d’eoc’h e zigemeret en hon touez ? (An holl varc’heien a asten o dorn evit diskoue e roont o asant ; an dud a vrezel a stou o c’hlezeier. Ar Roue a goms bepred). Tostaït, dug a ouenn huel ! (Digas a reer eur gador vourret dirak trôn ar roue. Lan a zigas Arzur betek enni. Kinnig a reer d’ar roue eur votez ler eur gentr (éperon) outi ; hema hel laka oc’h troad Arzur ; eur marc’heg all a wisk d’eza ar roched houarn, hag an traou all a zerviche d’ar varc’heien. Eun all a laka dirak ar roue eur c’hleze gant e chouriz. Ar roue en ro da Lan, hag ema en laka oc’h Arzur, en eur lavaret) : Digemerit ar c’hleze-ma a oe spountus etre daouarn ho tad !
O te, hag a zo bet great pounner ha santel gant va zad, na repozi mui ken am bezo bet adarre digoueziou va zud koz.
Marc’heien, digemeromp e le. (Da Arzur). Guezit
penaoz an nep piou bennak a ya eneb e c’her a denn
warnan malloz an Doue beo ha malloz an dud. Arzur-veur
eo eu deus lavaret kement-ma evit ar wech kenta.
Dirak Doue hag ar c’hleze-ma, me dou beza bepred feal d’am feiz, d’am frinz ha d’an henor ; gwestla ran va buez da sikour ar re izel, da skoazelli an dud eün ; harpa rin dreist-oll an dud divlam gwasket a eneb pep gwir hag ive pep pleg mad gwall-gaset. (Ar roue a ro d’ezan tri daol war e skoa gant plad e gleze, o lavaret) :
Ober a ran ac’hanoud eur marc’heg, en hano Doue, an Itron-Varia hag an Aotrou sant Denez. Bez kalonek, dispount hag eün ! (Neuze ar varc’heien a ra salud an armou, ar zoudarded a zisken o goafou. Divez o d’al lidou.) Hastit brema, va c’henderv a Vreiz-Izel, mont d’ar Poatou, ha chanz vad d’eoch !
(Sonadegou a glever er-meaz, kemmesket gant youc’hadegou
ar zoudarded.)
Aotrou, emeur o paouez lavaret d’eomp eo eat Yann
Dileve e-meaz a gear, dre eun nor guz.
Ra vo sonet ar galv dioc’htu, ha beac’h d an tec’her. War zav, marc’heien !
D’eomp en hend, en hano Doue hag hon aotrou benniget sant Denez !
War-raok ! War-raok !
- (Holl ez eont er-meaz dre ar goueled.)