Buez Arzur a Vreiz/Pevare arvest

Eus Wikimammenn
Lafolye, 1908  (p. 95-143)



PEVARE ARVEST


Doare an teatr — Eur zâl architektur. Eur nor a gleiz, diou en tu deou, ar genta anezo a zigor war eur pondale hir : an eil a gas da gamchou-all an dourel. Er penn pella, er fons, eur prenestr bras digor war eur pondale a ziaveaz (balcon) a be leac’h e weler eur ster. Eun daol en tu deou, penn araok.


————


KENTA DIVIZ


ARZUR, LIONNEL, hag, eur pennadig goude, HUBERT.

(Arzur a zo harpet ouz ar prenestr. Lionnel, azezet e diaraok an teatr, a zalc’h digor eul leor bras war e varlen.)


LIONNEL, o lenn evel ar vugale a zo o teski lenn

« … En amzer-ze Na… bu… ko… do… no… zor… » (o chom a zav). Pebeus hano hir hag iskis !… « Roue Babilon, o veza pec’het, a oe chenchet e loen… » (O chom a zav adarre). Bez ’ez eus kals tud ha n’o deus ket da gaout aon e tigouesfe kement-all ganto, n’eo gwir Arzur ?

ARZUR, o koms outa e-unan.

Eiz de abaoue n’em eus ket e welet !… Daoust hag-en e tizroy ?…

LIONNEL

Va Doue ! na pegen kasaüs eo lenn, dreist-oll pa n’ouzer ket en ober gwelloc’h eget ma ran ! D’eomp adarre evelato… « Chenchet e loen ha kondaonet da zibri yeod… » Treut e tlie beza, ’velkent !… Dibri yeod !… A ! dibri yeod ! an dra-ze a zo da lavaret beva gant saladen, douetus bras !

ARZUR, o koms outa e-unan, hag o pellaat.

Daoust hag ankounac’heat en defe ac’hanon ?

LIONNEL

Houman avad a zo eur gontaden iskis ! (Klevet a reer ar c’horn-boud). Petra zo a-nevez ’ta ? Piou a c’hell dont ken abred d’ar maner koz-ma ?

HUBERT, oc’h en em ziskouez a-zeou.

Klevet em eus ar c’horn-boud… Daoust hag erru e ve ar c’hannad eman war-c’hed anezan ?…

LIONNEL, o welet e dad.

A ! va zad ! Deiz-mad d’eoc’h, va zad !

HUBERT

Deiz-mad d’it da-unan, Lionnel,… Abredik hoc’h savet, prinz Arzur !

ARZUR

Ya, Hubert.

HUBERT

Hag atao liou an anken warnoc’h ! Dre Zant Eozen ! ho pezet fizianz !… Skrivet em eus da roue Bro-Zaoz, hoc’h eontr, ha kredi start a ran hon devezo eur respont laouennoc’h en dro-ma.

ARZUR

Ra blijo gant Doue ! hogen, ne c’hedan mui. Abaoue c’houec’h miz e talc’h ac’hanon stak e tour Falez’ N’em bije gallet morse gouzanv ar vuez kalet-ma hebdoc’h, Hubert, hep karantez wirion va mignon Lionnel.

LIONNEL

Keaz reuzeudik !

ARZUR

Ha gwelloc’h marteze e vije bet kement-se eget beva evel-hen pell diouz va Bretoned feal !

LIONNEL

Peoc’h a roï, Arzur ?… Daoust ha n’emaomp ket ama va zad ha me evit da frealzi ?

HUBERT

Alo, prinz, kasit ar zonjou tenval-ze pell diouz ho spered : mont a ray mad an traou. Filip-Aogust an deus kaset kannaded davit ar roue Yann evit koms d’ezan diwar ho penn. Gortozit, ha bezit leun a fizianz !… Mont a ran brema da welet piou eo an divroad a zo deuet er maner. Kenavo bremaïk, prinz.

(Ober a ra neuz da vont er-meaz.)


LIONNEL, da Hubert a ya er-meaz.

Ac’hanta ! Ha me ?… O ! tad dic’his ! ne ro ket eur pok d’in zoken ! (Ober a ra ardou.) Ma !

HUBERT, o tizrei.

Marmouz ! (Pokat a ra d’ezan.) Alo, labour mad.

LIONNEL, o vont d’e heul.

Ya, va zad ! ya va zad ! (Hubert a ya dre an tu deou.)

EIL DIVIZ
LIONNEL, ARZUR.


LIONNEL, o teurel e leur war an daol.

Ya, mac’had sûr e studiin !… Dal !…

ARZUR

Nag eürus out, Lionnel ! Na te zo karet gant da dad !

LIONNEL

O ! me e gar kals ive !… N’eo ket souez ! Ober a ra kement am be c’hoant.

ARZUR

Me ne don karet gant den abaoue m’eo maro va mamm…

LIONNEL

Mar deo gwir !… ha, me neuze ?…

ARZUR

O ! n’eo ket henvel, Lionnel ket ; re yaouank out c’hoaz evit gouzout an dra-ze…

LIONNEL

N’ac’h eus ket klevet ar pez an deus lavaret va zad ?… Ar roue Yann a roio ar frankiz d’it…

ARZUR

Ha roy a ray d’in ive va dukaj a Vreiz-Izel hag an trôn a Vro-Zaoz a zo d’in pa ’z eo gwir on heritour d’am eontr, Richad maro e seziz Chaluz ?… Nan, va fizianz oa en tec’h…

LIONNEL

C’hoant az poa eta d’hor c’hwitaat ? Ya, leal e oa kement-se, digarez ac’hanon… Med, neuze perak n’ac’h eus ket great eun esa ?…

ARZUR

Great eo bet.

LIONNEL

Gwir ?… Lavar d’in ’ta penaoz…

ARZUR

Selaou. Pemzek dez zo abaoue… Edon neuze ez kambr, an hini a zo troet war-zu ar measiou. Eus va frenestr me a wele eun den koz a deue bemdez da azeza e kichen ar foziou dour. Tremen a rea eno kals amzer o sellet oc’h an tour koz-ma… Va gwelet a reas. Neuze e savas prim en e zav evel eun den yaouank ; ha dre e ardou e roas d’in da c’houzout edo eno abalamour d’in… Klask a ris koms outa. Siouaz ! va mouez na eas ket betek ennan.

LIONNEL

Ha perak n’hoc’h eus ket skrivet d’ezan ?

ARZUR

Ya, skriva !… Daoust hag-en e c’hallen skriva hep plunv, hep paper parch ?… Pellaat a reas ; ha neuze, neuze hepken e teuas em spered ar zonj eus ar groaz aour roet d’in gwechall gant va mamm. Paour keas mamm vad ! War ar groaz-se, gant beg laonen va c’hontel, e skrivis va hano, leac’h va frizoun, hag… e c’hedis an dervez war-lerc’h… O ! nag hir e oe an nozvez-se evidon !… An den koz na zeuas ket… Gedal a ris evel-se tri dervez ha teir nozvez, anken ar maro em c’herc’hen. Koulskoude d’ar pevare dervez e welis adarre an den koz divroad, azezet en hevelep leac’h. Teurel a ris d’ezan va c’hroaz, hag e lammas warni.

LIONNEL

Talvout a rea ar boan !… Eur groaz aour !…

ARZUR

Sellet a reas outi eur pennad gant teneredigez, hag e pokas d’ezi. Goude ez eas war e zaoulin, evel evit trugarekaat Doue. Tec’het a eure goude beza great sin d’in gant e zorn evel evit lavaret kenavo.

LIONNEL

Ha goude ?…

ARZUR

N’em eus ket e welet abaoue !…

LIONNEL

A ! trubard koz milliget !… gwerzet en devezo ar groaz d’eur yuzeo bennak sur awalc’h evit kaout arc’hant… Ha koulskoude, nan ; kement-se ne c’hell ket beza. Eat e vezo kentoc’h d’he c’has da Filip-Aogust… hag ar c’hannaded-se a gomze va zad anezo…

ARZUR

O ! ma vije gwir !…

LIONNEL

Peoc’h ! peoc’h ! setu va zad o tizrei… Poent eo d’in mont da zeski va c’hentel !…

(Mont a ra a gleiz, penn pella.)



TREDE DIVIZ
ARZUR, HUBERT


ARZUR

Ac’hanta, Hubert, piou a yoa o c’houlen digor ?

HUBERT, o tiskoues ar groaz.

Prinz, hag anaout a rit-hu ar groaz-ma ?

ARZUR

O va Doue !… Va c’hroaz eo !…

HUBERT

A ! he anaout a rit eta ?…

ARZUR

Perak nac’h ?… Va c’hroaz eo, roet d’in pell bras a zo gant va mamm…

HUBERT

Hag ar geriou-ma : « Me eo Arzur, dug a Vreiz Izel ha roue a Vro-Zaoz, en ereou a enep pep gwir ha pep lealded », ha skrivet hoc’h eus anezo ?

ARZUR

Ya, Hubert ; daoust ha piou an deus roet deoc’h…

HUBERT

Ar re ho poa c’hoant da lakaat ouz ho kostez.

ARZUR

Sautez Barba !…

HUBERT

Doareou trubard ho poa eta ! Implija reac’h ar frankiz a lezen ganeoc’h evit esa tec’het kwit !

ARZUR

Daoust ha n’em boa ket ar gwir d’en ober ?…

HUBERT

Me, evel-se, a yoa en em garget ac’hanoc’h, ha touet em boa d’ar roue Yann war va henor !

ARZUR

War hoc’h henor ?… O ! ho mestr na c’helfe ket entent eun hevelep le…

HUBERT

O ! Dijentil ! arabad d’eoc’h ober goap ; gallout a rafen strisaat an urz warnoc’h, hag, mar plijfe d’in heulia piz aliou ar roue, ho teurel en eun toull tenval.

ARZUR

Grit ! grit ! paeet mad e viot gant va eontr, Yann-Dileve !…

HUBERT

N’her grin ket, aotrou, rak me a zo soudard, ha nan diwaller prizounierien ! Koulskoude, me ho ped, roit d’in ho ker ne glaskot mui tec’het eus an tour-ma, hag e lezin ganeoc’h an hevelep frankiz ho poa beteg-hen.

ARZUR

Me, ober eur seurt le ?… Nan, biken, Hubert, biken, klevit mad ! Ne fell ket d’in gwerza va frankiz, ne dlean ket en ober… Youl Doue an deus great d’in genel eürus ha digabestr ; dislealded an dud eo a ra d’in beza chadennet ha reuzeudik.

HUBERT

Aotrou !…

ARZUR

Goulennet hoc’h eus diganen va c’homz a zijentil ; me a c’houlen hoc’h hini, d’am zro… Me her goulen diganeoc’h, Hubert, war hoc’h henor a varc’heg : Ma vijec’h em leac’h, ha c’houi a raje ar pez a livirit d’in ober ?

HUBERT

Dre va c’hleze ! lavaret a rajen nan… Hogen, prinz, me a zo gwaz me ! me a c’hell dougen beac’hiou ponner a anken… e leac’h c’houi, bugel kez !…

O ! ra zeuio dizale hoc’h eontr da zevel divarnon an henor d’ho miret, ha ra vezo roet va frankiz d’in ar c’henta gwella ! Va dever a zo hirio re denn !

PEVARE DIVIZ
HUBERT, ARZUR, LIONNEL.
(Lionnel a deu dre gleiz penn pella, o kuzat eur goulm.)


LIONNEL

Bez’ ez eus en traon, va zad, eun den koz hag a choanta koms ouzoc’h ; Lelio, emeza, eo e hano.

HUBERT

A ! Lelio, ar Zorser !… Mad eo !

LIONNEL

Eur zorser !… Ya avad, evit an dra-ze e tlefen beza e gemeret p’am eus gwelet e zilhad.

HUBERT

Mont a ran va-unan d’e gerc’hat.

(Mont a ra er-meaz dre gleiz, penn pella.)



PEMPET DIVIZ
ARZUR, LIONNEL.


ARZUR, d’ar bobl.

Gwerzet gant ar re am boa ar muia fizianz enno !

LIONNEL

Arzur, sell petra a zigasan d’it !

ARZUR

Eur goulm !… O ! nag hi zo koant !… Sell’ta pegen aonik eo !

LIONNEL

Koant eo, n’e ket ’ta ? Mad, gwell a ze mar plij d’it, rak evidout eo em eus he frenet.

ARZUR

Gwir ?

LIONNEL

Ya, he frenet em eus gant eur c’houeriad hag a lavare beza a Vreiz.

ARZUR

Eur Breizad ?

LIONNEL

Gant enn ear dic’his e lavare d’in en e yez e c’helfe kement-se ober diduamant d’eur prizounier bennak. Neuze em eus sonjet ennout, hag em eus lavaret d’in va-unan : Va muia karet Arzur n’en deus nemedon evit mignon… hogen, ne vezan ket atao en e gichen ; ha neuze, red e vez d’in mont d’am c’hentel… Marteze vo red d’in eun dervez dispartia dioutan ; neuze chommo e-unan, e vezo inouet ha ne zonjo tamm ebet mui en e vignon Lionnel, e leac’h brema…»

ARZUR

Kalonig vad !…

LIONNEL

Mac’h oufez pegen laouen e oa al labouz-se bremaïk ! trouz a rea, ma ’z oa eun drugar e glevet… Del, gwelet a ri… Kui ! Kui !… Ac’hanta ? na finv ken ?… Na fell mui d’ezan lavaret netra ?… Alo, eun tammig bihan hepken… Daoust ha mud e ve deuet da veza a-ratoz kaer ? Labouz paour, seblantout a ra beza beuzet er c’hlachar !

ARZUR

Gouzout a rez n’en deus mui a frankiz ken nebeut na me… Glac’haret eo m’oar vad o veza pell dioc’h ar gear. Na c’hell mui nijal dre ar measiou.

LIONNEL

Gwir eo ! n’em boa ket taolet evez war gement-se… N’em boa sonjet nemet ennout-te.

ARZUR

Koulmig paour, hag ez afen da viret outi da gaout a nevez he eüruzded ? N’ouzon nemet re pegement a c’houzanver evel-se ! Ro anezi d’in ; va mignonig.

LIONNEL

Petra ri d’ezi ?

ARZUR

He lakaat er frankiz ! Oc’h he gwelet o nijal adarre warzu an nenv, me a lavaro ennon va-unan e ray Doue d’in eun dervez marteze ar pez a ran hirio evit ar grouadurez divlam-ze.

LIONNEL

O ! ya, mad a re… Te az peus skiant vad atao !… Del, gortoz… Dres, setu aze ar perc’hen o treuzi ar ster. Hep ! Hep !… (Mont a ra d’ar prenestr, hag e tro kein da Arzur, chommet e penn araok an teatr.)

ARZUR, o telc’her ar goulm.

Kenavo biken, va frizounierez koant ; c’houi a zo eürusoc’h egedon-me, rak bremaïk ez eot el leac’h ma karot… M’em bije karet nijal war ho tiouaskel wenn ha mont pell dioc’h ar c’hastell louz-ma !… Petra welan ? Eur skrid kuzet dindan he askell ! (o lenn). « Prinz Arzur… Bezit bepred leun a fizianz, n’oc’h ket ankounac’heat gant ar roue Filip Aogust ; ho kroaz a zo etre daouarn ho mignoned. » (O koms). Petra eo kement-ma ?

LIONNEL, oc’h ar prenestr.

Ne glevo ket ac’hanon… Hep, paotr !…

ARZUR

Va c’hroaz a zo etre daouarn mignoned ! Koll a ran va skiant vad ! (O lenn). Skrivit d’in en hevelep doare… Al labouz-ma a zigaso d’in ho respont. Abenn eun nebeudik derveziou marteze e vezimp krog er c’hastell-ze. Sinet Keroman. (O sevel e benn) : Hennez oa den a fizianz va c’hastell e Roazon.

LIONNEL, o tizrei.

N’en deus ket klevet ac’hanon !... (Da Ar ur) Rei a ri he frankiz d’hor c’heaz prizounierez ?

ARZUR

Ya, ya, bremaïk ! O ! pebeus eur-vad evidon !… Lionnel, va mignon, o mac’h oufez ! N’on bet morse eürusoc’h ! Paotrig mad ! Koulmig ker !… Deomp da ober ar respont.

(Mont a reont buan er-meaz, dre gleiz ha dre greiz.)



C’HOUEC’HVET DIVIZ
HUBERT, Ar BARZ. dindan an hano a Lelio, o tont a gleiz, goueled an teatr.


HUBERT

Kals a vad hoc’h eus great d’in, Lelio ; ma vije kouezet ar groaz-se etre douarn-all, ar prins Arzur a dec’he kwit, ha me vije bet lakeat fall, gant va greg ha va bugale.

AR BARZ

N’em eus great nemet va dever !

HUBERT

Petra c’helfen rei d’eoc’h evit ho paea ?

AR BARZ

Netra ! senti a ran ouz eur youl kuzet ha santel meurbet… Digaset on da gaout ar Roue Yann gant an Turk gwiziek Ben-al-Raschild, va breur ha ma mestr e micher an divinourez.

HUBERT

Petra ! c’houi a zo breur d’ar steredenner (urisiner) gwiziek-se em eus klevet koms anezan ken alies. Ar roue Yann, va mestr, an deus kaset kannaded da gemeret kuzul diganta, evit gouzout petra deuio da veza, hen, hag e niz Arzur.

AR BARZ

A ! aotrou Hubert a Vurg, respont Ben-al-Raschild eo a zigasan d’ho mestr.

HUBERT

Alo ! Ra viot deuet mad en hon touez ! ha ra vezo ho pezanz ama evit brasa mad kement hini a zo o chomm er c’hastell-ma. (D’ar bobl hepken) : Paour keaz Arzur !

AR BARZ

Fizianz vad em eus e vezo evel a livirit.

HUBERT

Dre walleur, ar roue Yann n’ema ket brema e Bro-C’hall. Dies e vezo d’eoc’h zoken e gaout d’ar mare-ma pa ’z eus brezel o vont da veza diskleriet etre hen hag ar roue Filip-Aogust. Dies e vije d’eoc’h ivez mont da Vro-Zaoz !

AR BARZ

Ar roue Yann n’ema ket e Bro-C’hall ? Daoust ha sur hoc’h a gement-se ?

HUBERT

Petra ?

(Klevet a reer ar C’horn-boud.)
AR BARZ

Ha klevet a rit-hu an trouz-se ? Erru ez eus eun divroad bennak.

HUBERT

Ac’hanta ?

SEIZVET DIVIZ
An hevelep re, LIONNEL, ha YANN-DILEVE, dindan an hano Amiaz Maubre.


(Lionnel ha Yann a deu dre zeou.)


LIONNEL

Va zad, eun den digaset gant an aotrou Roue a c’houlen kaozeal ganeoc’h.

HUBERT

A ! m’oar vad eo evit digas d’in ar respont a c’hedan.

LIONNEL

Hanvet eo Amiaz Maubre.

AR BARZ, d’an dud.

Hen eo !

HUBERT

Amiaz Maubre ! ene daonet ar roue ! C’houez fall zo… N’eus forz, lavar d’eza dont.

LIONNEL, dre an nor.

Deuit dire ama, aotrou !

YANN, c’hoaz a-ziawel.

Bennoz d’it, floc’hig koant !

HUBERT

Ar vouez-se ! A ! ne fazian ket…

AR BARZ

Sellit !…

HUBERT

Ar roue e-unan eo ! (D’ar Barz) Piou ’ta an deus gallet deski d’eoc’h ?…

AR BARZ

Hen deski a reot dizale…

(Hubert a zell e daoulagad ar Barz ; hema a ziskouez d’ezan ar roue Yann o tont war-lerc’h Lionnel.)

YANN, o tigouezout.

Piou eo al loustig bihan-ze an deus bleinet ker mad ac’hanon betek ama ?

HUBERT

Aotrou rou… Aotrou Amiaz Maubre… va mab eo.

YANN

Ho mab, Hubert ?… Va gwella gourc’hemennou d’eoc’h ; danvez eun den a zo enna ! Piou eo an den koz-se ?

HUBERT

Lelio, breur an turk Ben-al-Raschild.

YANN, gant prez.

A ! gouzout a ran… mad ! mad ! Bremaïk me a gomzo outan… Chommit, Hubert, ezom em eus d’ho kaout hoc’h unan.

AR BARZ, d’an dud.

Ama avad e vo eur c’hrogad… Gwelomp mad penaos kregi bremaïk.

(Mont a ra gant Lionnel dre an tu deou.)



EIZVET DIVIZ
HUBERT, YANN-DILEVE.


(Lionnel ha Yann a deu dre zeou.)


HUBERT

C’houi ama, aotrou roue ? War var en em lakait ! Ma vijec’h anavezet !…

YANN

Asa, ! piou an diaoul a glasko kaout roue Bro-Zaoz dindan eur wiskamant ken dister. Maubre e zen a gambr ?… Ar c’hazern-ma n’eus enni nemet gwizien ar c’hont a Evreu ; c’hont a a-hent-all, me hen lavar, dioc’h ar weladen-ma, marteze, e vezo va amzer da zont.

HUBERT

Petra hoc’h eus c’hoant da lavaret ?

YANN

N’ouzout ket en deus Roue Bro-C’hall, evel aotrou bras war va Normandi, war ar Poatou, an Anjou, hag an Akiten, galvet, ac’hanon dirak al lezvarn evel kablus a drubarderez en e genver ?

HUBERT

Petra ? Ha gwir e c’hell beza kement-se ?

YANN

Gwir eo, a dra-zur ; hogen, va c’henderv Filip-Aogust am gortozo pell amzer, mar kar. Ar riskl evidon n’eo ket ar c’halvaden dic’hiz-se… ar riskl evidon a zo ama…

HUBERT

Penaos an dra-ze, aotrou ?

YANN

Ar bugel-ze eo…

HUBERT

Ha goude…

YANN

… A zo ar penn-kaoz eus ar brezel a vezo dizale.

HUBERT

Gwir eo…

YANN

N’em bije ezom ebet da gaout aon ma na vije ket hennez aze da rebech d’in e wiriou war Vro-Zaoz.

HUBERT

Petra hoc’h eus c’hoant da ober neuze ?

YANN, goude tevel eur pennad.

Edon dres o vont da c’houlen kement-se diganes, ganes-te hag a zo ket atao feal d’in. Pe seurt ali a roez d’in ?

HUBERT

Me ?…

YANN

Ya, Hubert, koms freaz hag hep troïdel. Red eo lakaat eun termen d’an droulanz a zo etre Arzur ha me. Red e vo da unan ac’hanomp ober an dilez eus e wiriou… Ha n’eo ket me ’n hini a ray, a dra-zur ! Kompren a rez ac’hanon, Hubert… (Peoc’h…) Ha bez’ e vefen c’hoaz roue a Vro Zaoz…

HUBERT

A ! va aotrou, kompren a ran kement-se. Hogen, mar hoc’h eus sonj da laza Arzur, ho niz… Ya, ho niz ! distaolit diwarnon ar garg a c’houarnour war ar c’hastell-ma… Lezit ac’hanon da vont kwit sonn va fenn, va daouarn neat… rak, kailharet gant eur seurt torfed, ne gredfen mui pokat da dal va bugale…

YANN

Hubert !…

HUBERT

Dalc’hit Arzur er prizon, keit ha ma karoc’h, hogen lezit e vuez gantan ; ar bobl hen ankounac’hao ; mar hen lazit, ar bobl en em zavo en hoc’h eneb.

YANN

Petra, ha kollet eo da skiant vad ganes ? Ha lavaret em eus an dra-ze d’it ? Fizianz em eus zoken e c’hellin dizale rei d’ezan ar frankiz !…

HUBERT

Petra, aotrou roue ?

YANN

Ya, nemet eo red d’in e welet, koms outan… Ma sent ouzin, ma ra ar pez a livirin d’ezan, ember zoken e tigoro evitan doriou ar c’hastell-ma ; kea da lavaret d’an dug a Vreiz-Izel ez eo deuet an aotrou Amiaz Maubre, niz roue Bro-Zaoz, da goms outan. Morse, kleo, n’en deus gwelet an Aotrou Amiaz Maubre.

HUBERT

O ! bennoz, bennoz d’eoc’h, aotrou roue ! emaon o vont dioc’h-tu…

YANN

Lavar ivez da Vertram, kabiten va gwardou, em eus ezom anezan ama.

(Hubert a ya kwit dre an tu deou.)



NAVET DIVIZ
YANN-DILEVE


(E-unan o sellet oc’h Hubert o vont kwit.)


Diskiant !… Arzur dinerz, pleget dindan ar boan spered a gilo dioc’htu… Eun dilez great a-wel d’an holl, hag emaon c’hoaz roue a Vro-Zaoz ! Hogen, gwaz a ze, ma lavar nan, na dermin ket pelloc’h… An druez an deus Hubert outan n’eo ket eun arouez gwall vad ; bezomp war evez !

DEKVET DIVIZ
YANN, BERTRAM, HUBERT, ARZUR


YANN

A ! Bertram, va zervicher fealla ! (Koms a ra izel outan.)

HUBERT, izel da Arzur.

Diwallit da ziskouez ec’h anavezit anezan.

ARZUR, izel.

Bezit dinec’h !

HUBERT, Huel da Arzur.

Prinz, setu an Aotrou Amiaz Maubre !

YANN

Lezit ac’hanomp, Hubert…

ARZUR, eun tammig spontet.

C’houi a ya kwit, Hubert ? Va-unan am lezit ?

YANN

Gervel a rin anezan a-benn eur pennad.

(Bertram hag Hubert a ya dre an tu deou.)



UNEGVET DIVIZ
YANN-DILEVE, ARZUR a VREIZ


ARZUR, d’an dud.

Eat eo ar goulm kwit gant ar respont. A-raok pell, hep [n…i] e vezin dishual.

YANN

Setu eta va enebour ! (Sioulded. Arzur a jomm en distro o sellet ouz Yann, a laka e holl ijin da gemeret eun doare yen ha doujus). Aotrou !

ARZUR, d’an dud.

Setu eta va heskiner ! (Huel). Dont a rit a dra zur da rei d’in anaoudegez eus mennoziou va eontr em c’henver ?

YANN

En eneb eo. C’hoant an deus da c’houzout petra ’zo bet kaoz d’eoc’h da gemeret an armou eneb d’ezan, ha perak hoc’h en em glevet gant Filip-Aogust, e enebour.

ARZUR

Roue Bro-C’hall an deus va difennet a-zoug ar wech ; hen eo a oe va faëron pa oen digemeret marc’heg… D’am mamm vad Konstanz e roas e c’her e skoazellfe atao va gwiriou.

YANN, gant buhanegez.

Ho kwiriou ? E pe leac’h emaint ?

ARZUR

Petra fell d’am eontr, neuze ?

YANN

C’hoant an deus d’ho kwelet o sina an dilez eus ar pez a hanvit ho kwiriou war Vro-Zaoz. An dilez-se a dle beza embannet e Bro-C’hall, e Bro-Zaoz, er Skos, hag en holl vroiou a zo en em zavet.

ARZUR

Ha ma ran ar pez a c’hoanta ho mestr ?

YANN

Ar frankiz a vo rentet d’eoc’h ; roue Bro-Zaoz a ankounac’hao ho follentez, ho lakao adarre war ho trôn a Vreiz-Izel hag a vezo ho tifennour hiviziken.

ARZUR

Va difennour !… Aotrou Maubre, ha ma ran faë war e ginnig touellus ?…

YANN

A ! neuze, malloz warnoc’h ! n’hoc’h eus da c’hortoz na pardon na peoc’h : brezel kriz a vo.

ARZUR

Gwaz a ze ! Livirit d’am eontr em eus sonj mad eus lavar va bro : Kentoc’h mervel eget beza kailharet ! hag e lavaran ouspenn eo gwelloc’h ar brezel eget ar vez.

YANN, o vont en egar.

Diskiant out ? Kollet ec’h eus da benn ?

ARZUR, gant lorc’h.

Aotrou Amiaz Maubre, ankounac’haat a rit ouz piou e komzit.

YANN, d’an dud.

Den dizeblant ! (Huel). Ankounac’hat a rit hoc’h-unan, prinz Arzur, ar pez ma ’z hoc’h hag e pe leac’h en em gavit.

ARZUR

E pe leac’h emaon ! Er prizon, chadennet dre drubarderez breur va zad, an hini a dlie va difen. Ar pez ma ’z on. Aotrou Amiaz Maubre, dug a Vreiz-Izel dre lignez va mamm… An Anjou, an Akiten, ar Poitou hag an Normandi a zo d’in. Bez’ ez on erfin roue a Vro-Zaoz p’eo gwir on heritour d’am zad Jafre ha d’am eontr Richard Kalon-Leon.

YANN

Gevier !

ARZUR

Ne livirit ket eo gevier an dra-ze ! Ar gwiriou-ze n’hellont ket beza nac’het ouzin ; anavezet int bet gant ar roue Richard e-unan, er Sisil, p’edo o vont d’an Douar-Santel, embannet int bet e Bro-Zaoz hag e Bro-Skos gant an Eskop Eli ; nag ar prizoniou nag an tourmanchou, nag ar maro zoken n’hellint biken va lakaat d’o dilezei ! Ya, bremaïk e krenen dirazoc’h : hogen ar zonj eus troiou disleal ho mestr he deus rentet va nerz-kalon d’in

YANN, oc’h enebi ouz eur frouden a vuhanegez.

Ya da ! chom a reot er prizon, aotrou koant, pa ’z eo gwir e plij kement d’eoc’h.

ARZUR

Sonjit ervad ! Gwasket hirio, warc’hoaz marteze em bezo ar gounid… N’em eus great nemet erbedi keit ha m’am eus bet fizianz e lealded va eontr ! Pedi ’ran ho mestr da zerc’hel sonj eus ar mare m’oa e-unan dinerz hag harluet, eus an amzer-ze m’oa argaset gant e dad Herri II ha bannet eus al lez ; e baourentez neuze a yoa ker bras ma oe leshanvet Yann-Dileve !

YANN, d’an dud.

Pebeus sonjou kasaüs !

ARZUR

Dre eun torfed e pignas war an tron. Ne jommo ket pell eno, rak erru eo ar roue Filip d’am zikour ; e armou sur on, a zo a-benn vrema war dreujou ar vroïg-ma. Dizale em bezo ar frankiz adarre, galloudus e vezin ive, ha d’am zro me a lavaro : Malloz d’ar roue Yann !

YANN

Den diskiant ! Ra gouezo ar c’homzou milliget-se war da benn !… Kea, kred ac’hanon, gwelloc’h eo d’it prena ar peoc’h o stoui dirak roue Bro-Zaoz, goulen pardon digantan… gant aon ne vefez re zivezad ! Setu diveza komzou va mestr.

(Ober a ra zeblant da vont kwit.)
ARZUR

Chommit c’hoaz !… Ho mestr… Mad ! p’eo gwir e talc’hit ker brao e leac’h, me a gomzo ouzoc’h evel pa vije e-unan ama dirazon, hag e lavaran : Kredi a reac’h ac’hanon gwall-zigalon o rei d’in da zibab etre an dizhenor hag ar maro, o sonjal e karjen gwelloc’h ar vez!… hag eo abalamour ma ’ma an hevelep gwad o redek en hor gwazied ?

YANN

Prinz !

ARZUR

Ar gwad-se a zo ive gwad Jafre ha Richard, daou varc’heg kalonek ha dispont. Me, klask da vignouniach ? kredi ez leou ? Eat out eneb d’ezo ! Me, goulen truez ouzit-te, Yann, mab digalon, a zavas teir gwech eneb da dad maro oc’h da vallozi ! ganes-te, breur fall, ac’h eus dalc’het va eontr Richard e prizoniou an Aotrich, hag az peus eur pennad goude kaset torfetourien d’e laza er c’hoajou ! Kredi ez henor, Yann, trubard d’e c’her, ac’h eus gwerzet da vignoned en Evreu evit kaout da-unan ar vuez ! Me fiziout ennoud-te, marc’heg disleal ! En despet d’ar gomz roet dre le da Laou a Reier ac’h eus va zaolet er prizon-ma, ha kondaonet da vervel gant an naon daouwarn-ugent dijentil tapet er memez amzer ganen e sesiz Mirebo !

YANN, du gant ar gounnar.

A-walc’h ! a-walc’h !

ARZUR

Goulen truez ouzit ! O ! ne ran ket ! an dra vezus-se am rentfe din eus da vignouniach !… N’em eus tamm ebet ezom enezi !…

YANN, o sailha warnan.

Trubard !

ARZUR

A !

YANN

D’an daoulin bugel !

ARZUR

Roit peoc’h d’in, n’eo ket c’houi ar roue ! ha rak-se perak ez eus eat kement a zroug ennoc’h ?… Daoust ha kablus hoc’h eus an holl dorfejou-ze ?

YANN, d’an dud ; diskroungnet eo evel eur c’hi klanv.

Mervel a ray !… (Huel). Hubert ! (d’an dud). Bezomp adarre evel pa ne ve netra etrezomp !

DAOUZEGVET DIVIZ
YANN, ARZUR, HUBERT, o tont dre an tu deou.


YANN

Abenn eun heur ama, Hubert, e tizroin da Vro-Zaoz… da renta kont d’am mestr eus va c’hefridi ; lavaret a rin d’ezan eo dare e niz koant da ober kement a c’houlenno digantan. (Ober ra neu da vont er meaz.)

HUBERT

Petra hoc’h eus great ?…

ARZUR

Great em eus d’eun digalon paea d’in… Sellit outan… krena ra c’hoaz gand ar gounnar !

YANN, war ar poent da vont er meaz.

Hubert, it da lavaret da Lelio dont ama ; ezom em eus da gaozeal gantan. (Izel d’an dud). Hen eo a denno ac’hanon eus al lasou-ma.

(Mont a ra kwit gant Hubert dre an nor genta, a zeou.)

TRIZEGVET DIVIZ
ARZUR, LIONNEL


ARZUR

N’em eus aon ebet rak e gounnar, Lionnel.

LIONNEL, oc’h en em gaout.

Arzur ! Arzur ! setu dizroet hor c’houlm !

ARZUR

Ar respont ! A ! ro, ro buan ; saveteet on… Netra ?

LIONNEL

Al lizer eo a glaskez ?

ARZUR

Gouzout a rez e pe leac’h, ema !

LIONNEL

Me eo am eus e gavet dindan an askel dioc’htu m’eo bet diskennet war va skoaz.

ARZUR

Ac’hanta ?… Al lizer !

LIONNEL

N’ema ket ganen !

ARZUR

O va Doue !

LIONNEL

Gant Bertram ema brema.

ARZUR

Gant Bertram ?… O reuzeudik, petra ’c’heus great !

LIONNEL

Goude beza e lennet Bertram a zo eat gantan da gaout an aotrou Amiaz Maubre.

ARZUR

Dizoloet eo pep tra !

LIONNEL

Daoust ha fall em eus great o rei al lizer-ze ?… M’am bije gwezet lenn !

ARZUR, na zelaou mui anezan.

Kollet, kollet on, hep mar ebed !… Labouz keaz ! penn abeg divlam eus va foan !

LIONNEL

Mar deo gwir, e krougin anezan dioc’htu.

ARZUR, d’ar goulm.

Kea, kea, poan a ra d’in sellet ouzit ! (Hag ez a d’ar prenestr.)

LIONNEL

Ac’hanta ! Lezel a ri anezan da vont kwit ?…

ARZUR

Dishual eo brema, ha me chadennet ama… E leac’h duze, er c’hostez-all d’ar mor, ema ar frankiz ouz va gortos ! O va Doue !… petra welan !… Eun den diarbennet… Eur wareg a zo gantan… Stigna ra ar gorden, ema o vont da denna warzu ama.

LIONNEL

Eun torfetour ! m’oarvad… Diouall, Arzur ! Deus alese. (Kemeret a ra Arzur dre an dorn ; d’an ampoent eur bir a gouez war leur an teatr.)

O DAOU

A !

ARZUR

Eur bir ? Gwelomp ! geriou skrivet… « Deuet eo ar mare ; Filip-Aogust a gredemp e Pariz, a zo ama tostik d’eoc’h ; a-benn eun heur e viot dizammet ! »

LIONNEL

Sell ’ta ! Sell ’ta !

ARZUR
A ! da vihana er
wec’h-ma
kounnar va enebour a vezo

faziet ! O ! bennoz d’eoc’h, va Doue, an eürusted eo a deu en-dro.

LIONNEL

Dre eun hent iskiz ’velkent eo deuet an eürusted !

PEVARZEKVET DIVIZ
ARZUR, LIONNEL, AR BARZ, o tont a zeou.


AR BARZ, outan e unan.

Ar roue a fell d’ezan koms ganen… Petra welan ?… Arzur… ?

LIONNEL, da Arzur.

Ar zorser eo ; deomp ac’han.

AR BARZ, d’an dud.

N’em eus ket a amzer da daoler d’ar chas… (Huel.) Prinz !

LIONNEL, o chacha war Arzur.

Setu an Aotre Maubre o tont adarre dre ama.

ARZUR

Ember n’em bezo mui aon razan.

(Arzur ha Lionnel a ya kwit dre gleiz.)



PEMZEGVET DIVIZ
AR BARZ, YANN-DILEVE


YANN, o font difre.

Ya, ya, red eo,... Mervel a ray dizale… Anez e tec’hfe !… Great eo va zonj. (D’ar Barz). Ha setu te digouezet ! mad eo !

AR BARZ

Deuet on evit senti ouz hoc’h urziou, va aotrou.

YANN

Digaset out, a leverez, gant va mestr henorus e gwiziegez ar srered ?

AR BARZ

Ya, va aotrou, me eo e vreur hag e ziskibl, ha Lelio eo va hano.

YANN

Mad, Lelio, te c’hell renta d’in eur zervich hag a vo paeet gant eul largentez a roue. Selaou : Bez’ ez eus traou da eva anavezet ganez, sur a-walc’h… hag a zo ar maro ouz o heul ; nan eur maro trum, hogen eur maro dre irnez, eur maro trubard, na lez arouez ebet war e lerc’h, hag a sklas an eil gond’ eben holl eienennou ar vuez.

AR BARZ, d’an dud.

Va Doue ! va Doue !

YANN

Eur c’hontam evel-se eo a c’houlennan diganez ; entent a rez ac’hanon.

AR BARZ

Araok lavaret na ya, na nan, d’it, Yann-Dileve, kemer ar paper-parch-ma ; da donkadur, da blaneden hag hini Arzur a zo skrivet warnan gant va breur e-unan.

YANN

Gwelomp ’ta.

AR BARZ

Ar poezon a c’hellan da rei d’it ; hogen, evit piou eo ?

YANN

Da afer eo ?

AR BARZ

Setu ma’z eus unan eus krouadurien an aotrou Doue hag a vezo ar pez ma vezi da-unan.

YANN

Arzur ?

AR BARZ

En hano galloud ar spered a c’houez ennon… diouall da ober droug ebet d’ezan ; en em goll a rafez da unan.

YANN

Ha gwir e vefe ?…

AR BARZ

Drouk-livet ont… aon ec’h eus ?

YANN

Aon, me ?

AR BARZ

Hoc’h amzer da zont d’eoc’h ho-taou a vezo henvel. Mervel a reot d’an hevelep mare, hag ar muntrer na zaleo ket da vont da gaout e breiz er bez.

YANN, goude beza lennet ar paper-parch.

Gwir eo ive da gomzou, mar deo gwir ar pez a zo war ar paper-ma ! Petra ! Arzur beo c’hoaz goude beza va breset ! Ya, beva ray… ha me ?…

AR BARZ

Te a vo roue a Vro-Zaoz ha dug a Vreiz-Izel. Staga ri ouz da rouantelez kaer provinsou pinvidik an Normandi, an Anjou, ar Poatou, ar Mên, hag all. Ar pab Inosant II e-unan a anavezo ac’hanout, ha Filip-Aogust a glasko da vignoniach.

YANN

O ! ma vije gwir !… mez Arzur !… Ra vevo eta ! gant eur malloz war e dal, malloz hag a zalc’ho anezan da viken pell dioc’h tron Bro-Zaoz… Ha koulskoude, penaoz an dra-ze ?

AR BARZ, d’an dud.

Deuet on abenn !

MOUEZ ARZUR


war don : Mab den sonjit (kantikou Eskopti Kemper).


(GOUSTAD)


Tremenidi, klevit mouez ar prinz dall,
Keit amzer ’zo en toull-ma o c’hedal !
An Turk, siouaz ! en e gounnar direiz,
Va daoulagad a grevas d’in eun deiz !


YANN

Ar ganaouen-ze… eur prinz dall !… oh !…

AR BARZ, d’an dud.

Mouez Arzur !…

YANN

An dra-ze eo !… Bennoz d’it, Arzur, bennoz d’it ! Emaout o paouez lavaret d’in petra da ober ac’hanout… Mont a ran da gaout Hubert, ha me ouezo ober dezan senti ouzin.

(Mont a ra dre an tu deou.)



C’HOUEZEKVET DIVIZ
AR BARZ hag ARZUR


AR BARZ

Pellaat a ra… Arzur a vezo saveatet… Mez penaos her lakaat da c’houzout. Ma kanfen an eil poz eus ar ganaouen-ze a ganen ken alies gwechall :

Bugelig paour, sec’h pelloc’h da zaelou,
Setu eun eal o tont eus an nenvou ;
E zorn nerzus, va c’hred, da hencho mad,
Hag e vouez flour a gomzo d’it dalc’hmad !

MOUEZ ARZUR, tostik, mez kuzet.


O tremener, a glev ar bugel paour.
Evit Doue, ro d’in eul lommig dour ;
Me a bedo evit m az pezo chanz,
P’az peus laret ar ger leun a fizianz !

AR BARZ

Klevet en deuz ac’hanon !…

ARZUR, o tont dre gleiz.

Huvreal a ran ?… Kredet em boa anaout… ar zorser ama er beure-ma ! Tromplet on bet gant va c’halon !

AR BARZ, d’an dud.

Na pegen chenchet eo !…

ARZUR

Livirit d’in : Ha c’houi eo a gleven o kana bremaïk ?

AR BARZ

Ya, prinz, me, va-unan.

ARZUR

Piou an deus desket d’eoc’h ar werz-se ? Kredi rean n’oa anavezet nemet gant barzed Breiz-Izel !

AR BARZ

Ar barz Pontbriand ! hen eo am digas ama !

ARZUR

Digaset gant Pontbriand ? (Mont a ra tostoc’h da zellet outan, hag e tizro diskredik). O ! nan, c’hoant hoc’h eus d’am zouella ; eun drubarderez ouspenn aberz ar roue Yann… Den na zonj mui ennon…

AR BARZ

Penaos ’ta ? O va frinz, ne gomzit ket evel-se ! Bez’ ho peus en nenv eun difennour ha n’ho tilezo biken. Hen eo en deus va bleinet betek ar c’hastell-ma evit lavaret d’eoc’h : « Arzur, e goueled ho prizon, n’hoc’h eus mui a zonj eus ho servicher feal a gemere e lod en ho poaniou, hag en doa touet e Mirebo kemeret e lod en ho chadennou pe ho tenna a dre daouarn hoc’h enebourien ?

ARZUR

Penaos ?…

AR BARZ

Dalc’het em eus d’am ger, dre c’hras Doue… rak me eo ho parz koz…

ARZUR, o kregi e daouarn ar barz.

Va mignon feal ha kalonek ! Pebeus karantez !

AR BARZ

Dont a ran d’ho tenna a brizon… Brema ’z eus pemzek deiz ne ouien ket c’hoaz e pe leac’h edoc’h… hogen ho kroaz kouezet etre daouarn ar c’hont Keroman he deus desket d’in.

ARZUR

Penaos ?… ar groaz-se ?…

AR BARZ

Ar groaz-se roet ganen d’ar gouarnour a zigoras d’in doriou ar c’hastell-ma. Diwezatoc’h me a lavaro d’eoc’h penaos on deuet a benn eus ar roue Yann… Abenn eur pennadig ez ay ac’halen, ha Filip-Aogust a deuio betek ennoc’h.

ARZUR

Hag eo d’it e vezin dleour eus va eûrusted ?

AR BARZ

Ember c’houi a vezo dug a Vreiz-Izel ha roue a Vro-Zaoz.

ARZUR

Er frankiz, dishual, ember ? O ! rei a rafen va rouantelez evit eun heur a frankiz !

AR BARZ

Peoc’h !

SEITEKVET DIVIZ
ARZUR, AR BARZ, HUBERT, o tont dre an tu deou.


HUBERT

Lelio, an aotrou Amiaz Maubre an deus c’hoant c’hoaz da lavaret eur ger bennak d’eoc’h.

ARZUR

Lelio !!!??? (Arzur souezet a zell ouz ar Barz a zeblant lavaret kenavo d’ezan. — Hubert, e penn pella an teatr a zeblant nec’het bras.)

AR BARZ

Mont a ran dioc’htu ! (Mont a ra dre an tu deou.)

TRIWAC’HVET DIVIZ
HUBERT, ARZUR


(Hubert a zell ouz ar Barz o vont er meaz, ha p’e ma Arzur o vont d’e heul, hen harz o lavaret) :

HUBERT

Chommit, aotrou prinz !

ARZUR, peuz laouen.

Setu me ama, Hubert.

HUBERT

Ya, red eo d’in… aze ema buez pe varo va mab ; an den kriz ! hen laza rafe evel eul leue !

ARZUR

Petra ho peus da ober ganen, Hubert ?

HUBERT

Er mintin-ma hoc’h eus lakeat eur zac’had droug er roue Yann… Diouallit ne deufe d’en em venji.

ARZUR

N’en deus ket great a-walc’h d’in c’hoaz ?

HUBERT

Eo !… (d’an dud). Penaos diskleria d’ezan ? (Huel). Prinz, er ganaouen a ganec’h bremaïk ez eus hano eus eur prizonier…

ARZUR

E enebour an deus tennet ar gweled digantan o lakaat eun houarn rus war e zaoulagad. Torfed skrijus, n’eo gwir, Hubert ?

HUBERT

Ha perak ?

ARZUR

Evit miret outan da ren… Eun darvoud spontus eo, c’hoarvezet gwechall e bro ar Sarazined.

HUBERT

Ha kredi rit, prinz, na c’hallfed ket ober kement-se c’hoaz hirio ?

ARZUR

En eur vro gristen ? Nan, kement-se ne c’hell ket beza !

HUBERT

Eun enebour tizet en e henor koulskoude…

ARZUR

N’eus forz ! Red e ve d’ezan beza eun den digalon, eun trubard, kollet gantan ar gwir da jom marc’heg… Red e ve d’ezan kaout ene daonet ar roue Yann !

HUBERT

Peoc’h ! Peoc’h !

ARZUR

Perak hoc’h eus great ar goulennou-ze ouzin ?…

HUBERT, gant eur voue goloet.

Eun dismeganz vras hoc’h eus great d’ar roue Yann.

ARZUR, gant buhanegez.

Hen eo ?… M’hen douete !… Hag e fell d’ezan en em venji, an den fallakr !… Piou a gredo ober eur seurt torfed ? E pe leac’h ema ar marc’heg a gredo lakaat e zorn war e brinz ? Pe seurt den digalon ha divezet a skoio gant eur bugel ?

HUBERT, hanter-zaoulinet, gant eur voue goloet.

Ra blijo gant Doue ha ganeoc’h-c’houi, aotrou, pardoni d’in !… me eoa zo karget d…ho talla !

ARZUR, souezet maro, a ya war adren.

C’houi, Hubert, c’houi hag a garien ! Nan, nan, kement-se na vezo ket !

HUBERT

… Buez va mab !

ARZUR

Kement-se na vezo ket ! Ha pebeus merzerenti, va Doue ! Eun houarn rus !… Va daoulagad paour o deus atao sellet ouzoc’h gant madelez hag o vousc’harzin ! Eun houarn rus !… Ya, mad me’n em zifenno… A ! reuzeudik ma ’z on ! n’em eus ket an disterra pez arm… n’em eus ket zoken eur penn-baz, evel kouerien va Breiz ! C’houi am lazo neuze, rak me’n em zifenno betek ar maro…

HUBERT

Prinz !

ARZUR

Lezit, lezit ac’hanon ! koll ar gweled ! petra ’zo poaniusoc’h ? Hubert, en hano ho mab, mezus eo ! na lakot ket eun hevelep torfed war ho skoaz !

NAONTEKVET DIVIZ
HUBERT, ARZUR, LIONNEL


LIONNEL

Truez outan, va zad !…

 A-gevred hubert. — Va mab !
arzur. — Lionnel !
HUBERT

Kea, paotr, kea pell diouzin !…

LIONNEL

Dre druez, va zad, ne rit droug ebet d’Arzur !

HUBERT

Kea kwit !

LIONNEL

N’en deus tad ebet evit e garet hag e zifen, el leac’h me ’m eus ! Ema e-unan ; ne fell ket d’in e zilezel !… Arzur, Arzur ! arabad eo d’it kaout aon, me am eus ive nerz-kalon !… Deus, ne gredo ket skei ganez pas vezi etre va divreac’h !

HUBERT

O ! pebeus rann-galon !

ARZUR

Bugel mad !

LIONNEL

Va zad, perak e klaskit noazout ouz va mignon Arzur ?

HUBERT

Perak ? Abalamour ne fell ket d’in e varvfes-te, Lionnel. Ma ne zentan ket… ar roue a lakaio ac’hanout d’ar maro… hen touet en deus…

LIONNEL

Mad neuze ni a varvo hon daou ! Nan, nan, ne c’hoarvezo ket kement-se. Va zad, va zad mad ! C’houi hen difenno ive, n’eo gwir ? O lezit e vuez gant Arzur !

ARZUR

A-walc’h, Lionnel ! bugel kez ! ne fell ket d’in en em golfes ganen… D’in-me eo da vervel.

LIONNEL

Nan, d’in-me eo !

ARZUR

Hubert, ho mab a vevo ; en em rezolvet on.

LIONNEL

Arzur, ne fell ket d’in tamm ebet ! Ha c’houi, va zad, p’eo gwir eo kalet ho kalon evel ar mean, me a lavar d’eoc’h ar wirionez : ma rit eur gammed evit mont kwit, gwaz a ze ! me ’n em daolo er-meaz dre ar prenestr-ma.

HUBERT, ARZUR

A !

ARZUR, o kregi e Lionnel.

D’am zro, Lionnel, me na fell ket d’in.

LIONNEL, oc’h en em jacha.

Lez ac’hanon ! Lez ac’hanon !

HUBERT

O ! n’on mui evit padout ! re eo kement-ma !

LIONNEL

A ! va zad, c’houi a zaveteo e vuez da Arzur !

HUBERT

Petra da ober ?

LIONNEL, er penn pella, o sellet a zeou.

Setu ar roue o tont ! erru eo dre ama.

HUBERT

Arabad e ve d’ezan kaout ac’hanomp ama… Deuit d’am heul, prinz… deuit, deuit ! Va Doue ! sklerijennit va spered evit mac’h anavezin ar pez am eus da ober.

UGENTVET DIVIZ
Ar BARZ, YANN, o tont a zeou.


YANN

Pa lavaran d’it e fell d’in ! Hizio zoken ez aio ganez eus ar c’hastell-ma ; ya, Arzur a yelo ganez.

AR BARZ

Petra livirit aze ?

YANN

Gouzout a rez pegement a zoursi am eus anezan… Respont a ri evitan. Ni hon daou hepken aouezo eo beo, epad ma vezo maro evit an holl. Mont a ri gantan da Vro-Spagn, en eur c’horn gouez, pell pell, el leac’h n’ez aio morse den d’e glask.

AR BARZ

Aotrou roue, ober a rin ar pez a livirit.

YANN

Ya, mad, hen hencha ri, hennez eo ar ger… (Da Hubert o tont) : Ac’hanta ?…

UNANVET WARN-UGENT DIVIZ
YANN, AR BARZ, HUBERT


HUBERT

Aotrou, heuilhet am eus hoc’h ursiou penn da benn.

YANN

Holl.

HUBERT

Holl, aotrou !

YANN

Bennoz d’it, servicher feal, bennoz d’it ! Sellou divergont Arzur na skoint mui gant va re-me !

AR BARZ

Petra ’zo eta ?

YANN

An dra-ze a zell ouzit, Lelio ? Laka da boan da deurel evez war Arzur rak ne c’hell mui en em hencha e-unan ; n’eo gwir, Hubert ?

AR BARZ, o sellet oc’h ar roue hag oc’h an dud.

(D’an dud) : Aon ’m eus rak e levenez.

YANN

Ne welo mui e rouantelez !

AR BARZ

Maro eo ?

YANN

Nan, mez dall eo !

AR BARZ

Dall ?… Digouezet on eta re zivezad ?…

YANN, souezet bras gant ar c’homsou diveza-ma.

Re zivezad ?… Petra hoc’h eus c’hoant da lavaret ?…

AR BARZ

Lezit ac’hanon d’e welet. Arzur ! Arzur !

EILVET-WARN-UGENT DIVIZ
An hevelep re, ARZUR, LIONNEL, o tont a gleiz.


ARZUR

Pontbriand, va mignon feal, bezit dinec’h.

AN HOLL

A !

YANN

(Er-meaz anezan e-unan) : — Piou eta out-te ?

AR BARZ, o tenna e varo.

Lazer tud, n’anavezez ket ac’hanon ’ta ? Me eo Barz Roazon !

YANN, e kounnar rus.

Sikour, Bertram ! (Bertram hag e zoudarded a deu war wel a zeou. Chomm a reont er penn pella.)

AR BARZ, o tenna e goutellazen.

Ker e werzin va buez ! Malloz d’it, reuzeudik !

YANN

Krogit ennan. (Kregi reont er barz, hag e tennont armou digantan). Krogit ive en trubard Hubert hag en e vab… Evidoc’h-hu, Arzur, deuet ganen da dour Rouen : eno me welo petra da ober ac’hanoc’h.

ARZUR

Plega ran dindan dorn an aotrou Doue a sko, siouaz ! gwall galet warnon. Dalc’h sonj, muntrer, e c’halvan ac’hanout dirak e lezvarn.

(Mont a ra gant lorc’h dre zindan fri Yann, a zell outan gant kounnar.)

————


Divez ar pevare Arvest.


————