Mont d’an endalc’had

Buez Arzur a Vreiz/Pempved arvest

Eus Wikimammenn
Lafolye, 1908  (p. 144-165)



PEMPED ARVEST


Doare an teatr : — Eur blenen e-harz tour Rouen. A gleiz, trede plen, eun tour gant eur nor-guz a c’heller da zigeri ; a-zioc’h an nor-guz eur prenestr, warnan eur gael houarn, a c’heller da zigeri ; eur bondalez a ziavaez (balcon) eus a gleiz da zeou, troet war-zu ster ar Sen. A zeou, penn tosta tiez pesketerien. Pelloc’hik, gwez, betek ar penn pella ; e goueled an teatr, ar ster gant he eil riblen. Pardaez.


————


KENTA DIVIZ


ANDOCH, ALAR
(O tastum o rouejou er penn pella eus an teatr.)



ANDOCH

Hag e leverez out bet o paea an tailhou ?

ALAR

Ya, va mignon Andoch, ne c’heller ket mont eneb an aotronez-se, tenna rafent ar c’hroc’hen diwar hoc’h eskern.

ANDOCH

Ha pegement ec’h eus bet da baea ?

ALAR

Hanter kant lur ! Hag evel n’em boa ket nemeur a c’hoant d’o rei, o deus gourdrouzet va zeurel er prizon. Er prizon, me ? em eus lavaret ; a ! trugarez hirbad an aotrou Doue ! kouls e ve d’eoc’h neuze kemeret kement a zo war va hano.

ANDOCH

N’eus forz, dre eur seurt amzer e kavan c’hoaz gwelloc’hik paea tailhou d’ar roue Yann eget beza e zoudard. Setu aze va zantimant-me.

ALAR

Ha va hini-me ive. (Dont a reont tostoc’h d’an dud, o lezel o labour.)

ANDOCH

Ha koulskoude, ar vicher a zoudard ive a blij d’in. Alar, n’ac’h eus mui sonj eus an deiz ma kemeris Mirebo me va-unan !

ALAR

Me a yoa ganez.

ANDOCH

A ! na kaer oan da welet gant va armou o lugerni !

ALAR

Bah ! ne gomzomp mui eus ar vicher-ze, troet hon deus kein d’ezi.

(Mont a ra da lakaat e rouejou e-kichen e di, hag e tizro war an teatr.)

ANDOCH

Ne reomp mui brezel nemet d’ar pesked. N’eo ket ken risklus !

ALAR

Ac’hanta ! gouzout a rez ez’oa digaset deac’h eur prizonier d’an tour koz ?

ANDOCH

Ya. Eur bugel eo, a leverer. Petra c’heller beza great d’an oad-se evit dellezout beza taolet en eun toull tenvall eve!-se ?

ALAR

Ar roue Yann na zell ket ken tost-se.

ANDOCH

A ! reuzeudig, ro peoc’h, rak gouzout a rez o deus ar mogeriou diskouarn a-wechou ; ma vijes klevet !

ALAR

E vijen krouget ! mad eo beza war evez !

ANDOCH

Ma kanfemp eun tammig ! An dra-ze, marvad, a rafe plijadur d’ar prizonier a zo aze. Ne die ket beza eat da gousket c’hoaz. Daoust hag-en e c’heller kousket er prizon ?

ALAR

Eun horden golo evit gwele !

ANDOCH

Alo, kân ganen ; dres, setu ar re-all o tont.

(Mont a reont eun tammig warzu ar penn pella)


KANAOUEN

Pesketerien, setu an noz !
Deut ’ta d’ar porz, poent eo repoz… (an hekleo : Repoz !)
A-vrema war an treazig flour,
E kousk sioulik meurbet an dour ! (an hekleo : an dour !)

Endro d’oaled ho tiegez,
Deut d’azeza gant ho kragez ;
An tân du-ze a zo skedus,
Hag eur vouez a lar : Noz eürus !



EIL DIVIZ
ANDOCH, ALAR, ARZUR.


ARZUR, oc’h prenestr e dour.

Piou a gân war an aod dizarempredet-ma ?

ALAR

Del ! komzet en deus…

ANDOCH

E pe leac’h ? (Trei a ra war-zu an tour.) Sell !… Setu ar prizonier deuet d’e brenestr da gemeret an ear fresk.

ALAR

Pebeus liou fall an deus…! Sell ’ta, Andoch.

ANDOCH

O ! Doue r’hen diwallo !… An den-ze… me gred e oan dug yaouank Arzur ez oamp e soudarded c’hoec’h miz a zo…

ALAR

O ! ma ve gwir !

ARZUR

Tud karantezus, livirit d’in piou hoc’h-hu ?

ANDOCH

Aotrou mad, ni a zo daou besketaer paour evit ho servicha ; ya zur, mar gellomp en ober !

ARZUR

Anaout a rit ar roue Yann, va eontr ?

ANDOCH

N’hen anavezomp nemet re, aotrou ; lakaat a ra warnomp tailhou hag hon deus mil boan o paea !

ARZUR

Estregedon en deus eta da c’houzanv a-berz e grisder.

ALAR

Hen eo eta ho taolas er prizon lous-ma ?

ARZUR

Ya, ha setu an trede dervez ma n’am eus netra da zibri. Emaon ama en eun toull flerius a beleac’h n’hellan gwelet nemet eur c’horn bihan eus an env.

ANDOCH, tenereet e galon.

Prinsig kez ! pegement a boaniou hoc’h eus !

ALAR

Mar gelfemp, a-dreus ar barinier houarn-ze !… Gortos, Andoch, me a ya d’ar red da gerc’hat unan eus an tammou bara a zo war bon daol.

ANDOCH

Ya, kerz. Hogen, penaos e gas d’ezan ? A ! va ferchen !… An dra-ze a ray ar stal. (Mont a ra da gerc’hat eur berchen da gichen e di.)

ALAR, o tisrei.

Setu ama bara !

ANDOCH, o sevel ar berchen.

Kemerit, bugel paour, ha torrit ho naon ! A ! ma ne vije ket ker krenv an nor !

ARZUR

A ! Bennoz d’eoc’h, tud vad, Doue a baeo ho madelez !

ANDOCH

Ne dal ket ar boan d’eoc’h trugarekaat ac’hanomp. Me garfe ober muioc’h mar gallfen.

ALAR

Selaou, Andoch ! Ne glevez ket a drouz du-ze ?

ANDOCH

Mil gurun ! (Sellet a ra er pellder, kostez deou.)

ALAR

Ma n’omp ket bet gwelet c’hoaz !

ANDOCH

Eur vag o tostaat… (Mont a ra goustadik d’an tu kleiz.)

ALAR

A ! tapet omp, mestoued !… Deomp ac’han !

(Mont a ra buan en e di.)



TREDE DIVIZ
ANDOCH, ARZUR.


ARZUR

Petra ’zo ’ta ?

ANDOCH, o sellet atao er pellder.

Pesketerien ha ne ganont ket ?… Ne gomzont ket ivez !… hum !… C’houez fall avad a zo ganto !

ARZUR

Doue r’ho pennigo, va den mad ! (Andoch a ya en e di.) Mad ! ne zaleou mui va c’homzou… ema o tec’het… A ! petra welan ?

(En em denn a ra difre eus ar prenestr ; an noz a zigouez.)

PEVARE DIVIZ
YANN-DILEVE, MOLAG


YANN

Setu emamp digouezet !

MOLAG

Poent oa, rak an avel a zo freskeat hag aon am boa ne zavche arne !

YANN, gant eul levenez ifernius.

Ya, eur barr-arne !… arne a vo zur, ha me vezo ar gurun… Hen touet am eus pell zo Dilez a ray, pe e varvo dizale… (Eul luc’heden).

MOLAG

Eul luc’heden !… Ne fazien ket.

YANN

Gant na deuy ket ar zorser milliget-se da deurel ar vaz etre va divesker !… Asa ! rak petra e c’hellfen-me kaout aon ?… Ha goude ma teufe ! Truez ebet ken… ! Nan, nan, tanfoueltr !… A -walc’h eo d’ezan beza torret e jadennou e Falez. Dre eur riboul great gantan dindan an douar e tec’has kwit ar c’hoz varz-se evel eul louarn.

MOLAG, goude beza sellet en dro d’ezan.

Daoust ha ne rajemp ket mad, aotrou, gwelet pe seurt tud a zo en ti-ze ?

YANN

O anaout a ran… Daou gouer groz, aonik evel gedon. Ne deuint ket eus o zoull…

MOLAG

Me laka int pesketerien. Ma rafemp d’ezo bleina hor bag. Eman ar mor o vont da veza dies !… (Luc’heden.)

YANN

Dre gerniel an diaoul ! Klaoustre ec’h eus aon ! Me n’em eus ezom eus den ; te da-unan a sturio ar vag.

MOLAG

Evel a gerot, aotrou.

PEMPET DIVIZ
YANN, MOLAG, ANDOCH


ANDOCH

(En eur c’horn distro eus an teatr hep gwelet an daou-all, a goms ouz unan bennak ha ne weler ket.)

Lavaret a ran d’it ez eus erru eur gorvenfen gouest da zigernia an diaoul. Mont a ran da gerc’hat ar roued ankounac’heat. (O welet Yann.) A ! malloz ru !… Devet on !

YANN

Piou out-te, turier ?

ANDOCH

Ho tigarez, mar plij, aotrou !… Me… me… me eo (d’an dud). Va Doue petra deuin da veza ?

YANN

Ac’hanta, glabouser, respont a ri ?

ANDOCH

O ! na rit droug ebet d’in, va mestr mad ; mont a ran da lavaret d’eoc’h.

YANN

Boued an ifern, koms a ri ?

ANDOCH

Va, va mestr kunv ;… hanvet on An… An… Andoch, evit ho servicha…

YANN

Gant piou e chommez ?

ANDOCH, o krena.

Gant… ga… ga… gant Alar, va c’henderv, aotrou mad.

YANN

Kea d’e gerc’hat difre, ha digas d’eomp bep a bodad gwin eus ar gwella. Klevet ec’h eus ?

ANDOCH

A ! gwin mad am eus avad, gwelet a reot ; ha dreist-oll ne goust ket ker.

YANN

N’eo ket ker ? boued ar groug ! te gav d’it ta e werzi da win d’in ?

ANDOCH

Asa…

YANN

Re a henor, michans, a rin d’it oc’h e eva. Te n’ouzout ket ez on da roue, Yann a Vro-Zaoz ? Alo, hast afo, sent ouzin, pe diouall… Da di a c’hellfe beza d’an traon abenn warc’hoaz.

ANDOCH

Arabad eo d’eoc’h facha, va mestr madelezus ; dont a rin en-dro bremaïk.

(Mont a ra d’e di en eur grena.)



C’HOECHVET DIVIZ
YANN, MOLAG.


YANN

Ya, red eo e ve eun divez… eno ema priz ar peoc’h evidon. Ema roue Bro-C’hall en Normandi evit lemel Arzur eus a dre va douarn… N’ez aio ket gantan ez veo… Ma ne fell ket d’ezan bremaïk ober dioc’h va c’hoant e c’hello lavaret ez eo echu gantan war an douar-ma… Va c’hleze a vezo treac’h d’e hardizegez ha d’e follentez.

MOLAG

O ! aotrou ! en tailh na walc’hot ket ho taouam e gwad eur bugel. Petra responfet da Filip-Aogust, d’ho pobl, ha dreist-oll da Zoue, a well ac’hanoc’h hag a c’houlenno kelou anezan diganeoc’h dizale marteze ?

YANN

Marchosier ! petra ’meus-me da ober gant da zarmoniou ? Ha kredi a rez e c’helli ober d’in lezel a gostez ar pez em eus c’hoant da ober ? N’em bo da respont da zen, nemet d’in va-unan eus faltaziou va spered ! Evel-se, n’ac’h eus nemet sarra da c’henou, ha lezel da vestr da heuilha e youl.

MOLAG

Aotrou, ra vezo great hervez ho polontez a roue. Hogen ra ziwallo Doue ac’hanoc’h eus eur seurt torfed !

YANN

Adarre ! Lavaret am eus d’it rei peoc’h.

SEISVET DIVIZ
YANN, MOLAG, ANDOCH, ALAR.


ANDOCH, o tont e-unan da gentan (Izel.)

Alar, Alar ! e pe leac’h emout ’ta ?

ALAR, goustadik, izel.

Ama, va c’henderv. Setu me, arabad eo d’it kaout aon ! Petra’n diaoul ! a… a… a… aman… e… e… e… maon !

ANDOCH

Besteod out brema ’ta ?

ALAR

I… i… ien… ien… an… noz… eo… o… o… a ra… a… an… an dra… a… ze.

YANN

Alo, marc’h-aer, hast afo ’ta ! Sec’hed am eus.

ANDOCH

Setu aze ! Setu aze gwin, va mestr mad !

ALAR

Ar gwella gwin hon deus eo… Setu ama eur volen.

YANN

Mad eo… (Da Volag.) Marchosier, kea da gerc’hat ar prizonier. Del, setu aze alc’houez an tour.

MOLAG

Aotrou, petra hoc’h eus sonj da ober ?

YANN

Ha forz zo d’it ?… Bale. (Eva ra.)

MOLAG

Taga eur bugel ?… E laza zoken !… morse avad !

YANN

Molag, va c’hlevet ec’h eus ? (Eva ra adarre.)

MOLAG

Ma c’hortosfac’h c’hoaz eur pennad, aotrou ! Ho pezet truez ouz ho niz ! Truez ouzin-me ivez !

YANN

Ma ra va bolontez, me ne rin droug ebet d’ezan… Ma ne ra ket avad…

MOLAG

Mad, aotrou, n’em eus c’hoant ebed da vont.

YANN

Asa !… marchosier, ha red e vezo d’in gourc’hemenn d’it senti ouzin ? Kea, pa lavaran d’it, ha digas ama ar zarpant-se.

MOLAG

Dre druez, aotrou !

YANN, o tenna e goutellazen.

Sent dioc’htu pe e varvi !…

MOLAG, o krena.

Senti a ran, mez me ho ped hag hoc’h asped, aotrou, lezit gantan e vuez.

YANN, e kounnar, o vunta warnan.

Ha c’hoant az pefe da drei kein d’in ?… Bale, pa lavaran d’it…

MOLAG, o tigeri an nor.

Ra gavin trugarez dirak an aotrou Doue ! (Mont a ra en tour.)

EIZVET DIVIZ
YANN, ANDOCH, ALAR


YANN

O ! louzou dispar, deus da rei d’in nerz, ma c’hellin en em zizober eus eur bugel hag a fell d’ezan beza kenver-oc’h-kenver ganen ! Te a ra d’in ankounac’haat kals traou ! — (Eva ra) — ( D’ar besketerien) Diskargit c’hoaz, diskargit hep aon !

ANDOCH, o tiskarga gwin d’an aotrou.

Setu, aotrou !… (d’an dud) N’eo mui evit chom en e zav. (Lakaat a ra ’r pod war an douar.)

ALAR, o chacha war e zilhad.

Andoch, sell oc’h e zaoulagad, pegen lugernus int ! deomp ac’han ! ema o vont da zailha warnomp ! (mont a reont en o zi).

NAVET DIVIZ
YANN, e-unan, mezo.


Ah ! ah ! ah !… dour burzudus ar rezin !… da c’haloud zo divuzul !… Enaoui a rez tan ar venjanz, dre ma tourez va zec’hed… Sorser dispar… lakaat a rez a levenez er galon hag an nerz en dom, ouspenn ma lakez an dersien er spered ! Lez ac’hanon da douch ouzit c’hoaz. (En em lezel a ra da hanter-goueza war eur skaon hag ec’h ev.) Ya, dont a ri bremaïk, Arzur ; krena ri ; o ! ne rez mui aon d’in. Rei a ri va c’hurunen pe me ray d’it eva eus dour sall ar ster muioc’h evit n’ac’h eus ezom, da laza ton huel da rogentez… hag e weli ha pounner eo va dorn !… Evomp c’hoaz, evomp atao (Eva ra adarre !)

DEKVET DIVIZ
YANN, AR BARZ


AR BARZ, o tont dre an tu deou hep beza gwelet.

Ya, ama ema ar prizon. A ! petra welan ?… Yann-Dileve ! E pe stad, va Doue !… Gwasker louz ha mez e welet !… Ha petra ra ama ?… Dont a ra, kredabl, da ober gwap eus e brizonier, hag e klask beuzi er gwin eur restad truez chommet e strad e galon… Marteze ive en deus c’hoant hizio da lakaat eun termen d’e dorfejou ! Kuzomp !… (Mont a ra adren eur we en, a-zeou.)

UNEKVET DIVIZ
YANN, MOLAG, ARZUR chadennet.


ARZUR

Da be leac’h e kasit ac’hanon.

MOLAG

Prinz, setu ama hoc’h eontr.

YANN, mezo, o sevel evel ma c’hell.

A ! mad, digouezet out, Arzur ?

ARZUR

Petra fell d’eoc’h, va eontr ?

YANN

Ac’hanta, bet ec’h eus, emichans, amzer a-walc’h da ober da zonj er c’hastell kaer am boa roet d’it… Ha prest out brema da ober an dilez eus ar pez a hanvez da wiriou.

ARZUR

Aotrou, eun dug a Vreiz-Izel n’en deus nemet eur gomz. Torret hoc’h eus va c’horf gant an naon hag an dienez a bep tra… n’hoc’h eus ket torret va nerz-kalon ha va bolontez.

YANN, gant egar.

C’hoant ac’h eus eta e teufen d’az laza ?

ARZUR

A ! va eontr, perak ar gounnar-ze ?… Laza ac’hanon-me ?… Ha petra ’meus-me great d’eoc’h ?… N’eo ket bet a-walc’h d’eoc’h ’ta trok va c’hurunen oc’h ar jadennou-ma ken pounner, va lakaat da c’houzanv an naon hag ar zec’hed er prizon flerius-ma ?

YANN, gant fulor.

A-walc’h a glemmou !… ne fell mui d’in o c’hlevet… Setu ama va ger diveza : Arzur, ro d’in da wiriou war Vro-Zaoz, pe emaout o vont da vervel.

ARZUR

Mervel !… Me ker yaouank ! me ho prizonier ! O va Breiz-Izel ! e pe leac’h ema da varc’heien kalonek ? Pehini anezo a deuio da zifen e brinz ?

(Luc’heden… Kurun er pellder.)



DAOUZEKVET DIVIZ
YANN, MOLAG, ARZUR, AR BARZ.


AR BARZ, oc’h ober eul lamm.

Me prinz, me, ho feal !…

YANN, o sailha warnan hag o skei gantan.

A ! te ?… Marv eta !

(Ar Barz glazet a gouez ; eul luc’heden.)
ARZUR, spontet.

O va Doue !

AR BARZ, o koueza.

A ! re zivezad on deuet ! Kenavo biken, prinz Arzur, kenavo !

(Koll a ra anaoudegez).
YANN

Molag, sav er vag !

ARZUR, war e zaoulin.

Truez, va eontr !… Truez oc’h gwad ho preur ! A ! diarbennit remorsiou eun torfed ! Ho pezet truez ouzin !

YANN, penfollet.

Sikour, Molag ! Tap krog er zarpant miliget-se !…

ARZUR

Va eontr, o va eontr, ne vefet ket kris a-walc’h…

YANN

Sav, reuzeudik, ha grik ebet mui ! Ac’hanta, Molag, tosta ha sko !

MOLAG, gant heuz.

Doue d’am miro ! (Mont a ra er vag.)

YANN, o kregi e breac’h Arzur a gas anezan warzu ar vag.

Dre an ifern ! dont a ri d’am heul ?

ARZUR

O sent Breiz-Izel !… Da beleac’h ez it da gas ac’hanon ? D’ar maro, a dra-zur ! A ! va eontr, dre druez, lezit va buez ganen !…

YANN, dizroet ar peoc’h ennan souden.

Goulen a rez truez !… Keuz ac’h eus eta da veza bet ken huel ha ken lorc’hus em c’henver ?

ARZUR, oc’h en em erbedi.

Va eontr !!!…

YANN

Selaou, ni ya da ober eun dro war ar mor, ha mar kerez, warc’hoaz vintin e kavi ar frankiz.

ARZUR

E kavin ar frankiz, a livirit ?… hag ar chadennou-ma !…

YANN

Deus ganen ! (Sevel a reont er vag ; kurun er pellder. — O c’hoarzin). A ! a ! a ! krog on ennout ’velkent ! Lavaret em boa d’it e c’hallje ar bleiz dispenn an danvad.

(Ar vag a bella en tu deou ; gant sklerder eul luc’heden e weler Yann o skei gant e gleze war Arzur, en eur lezel youchadennou a gounnar ; klemmou Arzur : — ne weler mui netra.)

TRIZEKVET DIVIZ
AR BARZ semplet, FILIP-AOGUT, LOIZ a VRO-C’HALL, HERVE, EUD, DIJENTILED GALL ha BREIZAD, tud a vrezel, marc’heien, ha daou zoner trompilh.


(Klevet a reer son an trompilhou, hag e weler Filip-Aogust hag e gompagnunez o tigouezout.)

LOIZ A VRO-C’HALL

Kalon, va mignoned ! an trubard na dle ket beza pell.

FILIP

Ama eo prizoniet Arzur. Petra welan ? eun den glazet, maro marteze !… (Marc’heien a ya da gaout ar barz a zav anezan hag a zell outan.)

EUR MARC’HEG

Aotrou, tenna ra c’hoaz e alan, glazet eo hepken.

AR BARZ, o kaout adarre e anaoudegez.

E pe leac’h emaon ? A ! aotrou roue, re zivezad eo !… Ar bleiz an deus dispennet an oan !…

FILIP

Petra lavar !…

AR BARZ, o sevel a-nebeudou.

Ya, aotrou, Yann-Dileve an deus skoet e niz… Arzur a zo maro !…

FILIP

Dre zant Denez ! Red eo mont war-lerc’h an torfetour hag e zigas ama beo pe varo ! (Tud a vrezel a ya kuit dre an tu deou).

PEVARZEKVET DIVIZ
An hevelep re, LAOU a REIER (o tont dre gleiz, er penn pella gwisket e perc’hirin ha banniel Breiz gantan.)


A REIER, oc’h en em dreina gant poan, a deu dre gleiz.

A ! aotrou Roue ! me eo ar penn-abeg eus maro Arzur ! me eo em eus e lakeat etre daouarn e wallgaser ! Va malloz a roan d’an dervez m’on bet touellet gant an arc’hant. Evit ober pinijen ez an war droad da welet an Douar-Santel. Eno, sebeliet en eur gouend bennak, me a ouelo dam zorfed penn da-benn va buez. Hogen, me a fell d’in araok, digas d’eoc’h banniel gwen Breiz-Izel am eus saotret dre va buez fall. C’hoant am befe d’en gwalc’hi em daelaou.

FILIP, o kregi er banniel.

Marc’heg kablus, mes keusiek, ra zello Doue ouzoc’h gant trugarez !… Ha te, Breiz-Izel, ken huel ha ken reuzeudik hizio, ra c’helli gwelet dizale eur ouenn nevez o tiwan eus gwad divlam Arzur ! Ra zeui da veza, eun dervez, kaera boked kurunen Bro-C’hall !

Ha brema, beac’h d’ar muntrer !

HOLL

En hent ! en hent !

(Mont a reont holl dre an tu deou, penn pella.)


DIVEZ




ALIOU
————

1° Ma kavfet re hir ar pez, an eil arvest a c’helje beza lezet, hep gonosaat an drajedien ;

2° An divizou trizek ha pevarzek, eus ar pempet arvest, en hevelep doare.

Klaoda, Pluenzir.