ANN ANDOUILLEN
Ann otrou Person en deuz c’hoantet
Eunn andouillen bet er moged.
Diskan. — Hop ! hop ! hop ! n’e ket gwir ann dra-ze
O ieou da, gwir ’walc’h e voa.
Kaset ar vatez prontamant
Da c’houl andouillen ’vid argant.
Pa oa poazet ha poazet mad,
E oa digeset war ar plad ;
Pa oa rannet dre ann anter
N’e bade den digand ar flaer.
Pa oa deut pask en amzer vad,
Annaïg ar Rouz da govesat ;
— C’houi n’a po ket ann absolven
Abalamour d’hoc’h andouillen.
— Otrou Person, c’houi a sonj d’hoc’h,
Di-me koust argant ma fe-moc’h ;
Di-me koust argant ma fe-moc’h :
Renkan gwerza stripo ha koc’h. —
|
Entendu à Pleyben.
ANN ANDOUILLEN
L’ANDOUILLE
Ar skridoù-sonerezh zo diweredekaet evit poent.
————