Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Hini Gozh.
ANN HINI GOZ
Diskan. — Ann hini goz eo ma dous,
Ann hini goz eo zur.
Na koulskoude, war a welan,
Ann hini iaouang ar vraoan.
Ann hini iaouang a zo koant,
Ann hini goz e deuz arc’hant.
Ann hini goz am c’hondu mad,
Ann hini goz a zo d’am grad.
Ha koulskoude ebarz e ker
Ann hini iaouang a garer,
Ann hini iaouank zo ken sonn,
Ann hini goz eunn tammik krom.
Ann hini iaouank zo lijer,
Ann hini goz a zo pounner.
Ann hini goz en deuz bleo gwenn,
Ann hini iaouank bleo melen.
Ann hini goz liou raden zec’h,
Ann hini iaouank liou ann erc’h ;
Liou ann erc’h eo hag hi ken ien,
N’a ra koz ha n’a sell ouz den.
Ha koulskoude n’ouzonn perak
Ma c’halon ra tik-tak tik-tak ;
Tik-tag a ra ma c’halon baour
Pa c’han da skei war doul ann nor…
Tec’h alese, tec’h kuit, tec’h pell ;
Ann hini goz a zo kant gwel ;
Ann hini goz a zo kant gwell,
N’a ra ket taillo demezel.
Demezelled na reont bepred
Nemet goab euz ar Vretoned.
Ma daolan dorn war benn he glin,
Ann hini goz a c’hoarz ouz-in.
Ann hini goz zo Bretonez,
Ann hini iaouank zo Gallez.
Fae eo gan-in gand ar Gall brein,
Gant kroc’hen ann diaoul war he geign !
Fae eo gan-in gand ar C’hallez,
Gand he lero en he botez !
Mar komzed a briedelez,
Komzed d’in euz ar Vretonez.
Na lakfenn van, pa ve laret
Eo ar Vretonez groac’hellet ;
Evit-han da vout groac’hellet,
Eunn aval blaz fall n’en deuz ket.
Bezet droug gant neb a garo :
Troc’het ann ed, dornet a vo ;
Bezet droug gant neb a garo,
Ma dous ha me m’eureujo.
Ni gousko en eur gwele kloz,
War ar pel fresk, bemnoz, bemnoz ;
Na pa ve ken koz hag ar bed,
Gan-in a vezo gwalennet.
|
ANN HINI GOZ
LA VIEILLE
————