TRO
Plac’hig euz ann Douar-Newe
Ladira la la la la la
Plac’hig euz ann Douar-Newe,
Hag en e brao bean aze ?
— Braoig[2] awalc’h en em gavfenn
Ladira…
Braoig awalc’h en em gavfenn,
M’vije gan-in ’nn hini garjenn.
’Man hoc’h hini war ann dachen.
Taped ho tornik war he benn.
— ’Man ket ma hini ’barz ar vro,
Gant sort azo me dremeno.
Aman zo eunn torkad dizorc’hen,
Kemer unan war ann dorchen.
— Huel ann heol e beg ar gwe ;
Roed d’in eur pok en amitie.
— C’houi ’po unan ha daou, ma ve,
Ha keit ma bado hon bue.
TRO
(Eil kentel)
Piac’hig euz ann Douar-Newe
Ladira la la la la la
Plac’hig euz ann Douar-Newe,
Hag en e brao bean aze ?
— Madik madig [3] en em gavan,
Ma ve gan-in ’nn hini garan,
— Choazed ha kemered ho c’hoant :
Bean zo eunn torkad reo goant ;
Med bean zo ’nn torkad dizorc’hen,
Hag ho dispartia vo red.
Med kent evid en em gouitat,
Vo red pokat a galon vad ;
Vo red pokat a galon vad :
Eur pokik d’ehi a galon vad ;
Eur pokik d’ehi a c’hiz newe,
Ha lezd [4] hi eno goude-ze
|
Chanté par Perrine Hélo, couturière, et Katel Le Meur, blanchisseuse, de La Roche-Derrien.