Zon ar iar
Neuz
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Son ar Yar.
1890 (Levrenn I, p. 34-36)
ZON AR IAR
____
Êt ê ma iaric er wéenn,
Landari !
Penos rin-me d’ezhi diskenn ?
Toudaritita, toudaritita, tra la la !
ritila, tra la la !
Skeï bruzun bara ’n plass ann ti,
Laret d’ar iar : piti ! piti !
Préparet ê ann oustillô
Da lâcad ar iar d’ar maro.
Ar iar, pa glewas he setans,
Zo êt e-mès, gant dilijans.
Allas ! a-bell na n’ê ket êt,
Er marchossi ê bet tapet.
Annaïc Huon, c’hui a pô
Mallos ann holl gigi ar vro,
Lacâd ann distruj war ar iêr
Lacâd ar viou da véza kér !
Mac’harit Scrignac.
Rosmapamon-Ferrost, 1886.