Al louarn galant

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Al Louarn Galant.



AL LOUARN GALANT
____


   Me ’m oa bet eur bôles, ha n’am oa nemet hi ;
Et ê gant al louarn ! Brema n’am eus hini !

   Et ê gant al louarn, diwar doullic ma dôr,
C’hoas am eus dienes rafe d’in disenor.

   Me ’remerc Iann ar Ri ’hac ive Herodes,
Hac o choull digant-he : « n’ peuz ket gwelt ma foles? »

   Ha me ’voutan ma fenn a-dreuz prennestr ar sâl,
O welet ma foles, en plass kêr o tansal.

   Al louarn ’n he c’hichen, gant eur baner Flandrès,
A bér hac avalo ’régali ma foles.


Annette Tual,
Pempoul.

______________