Annaïc
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Annaig (Duhamel).
— Leret-hu d’in, Annaïc, pe-lec’h ez oc’h-hu bet ?
Wirlan ! — pe-lec’h ez oc’h-hu bet ?
— Nac en ti ar guiader, hac o steui ma neud,
Wirlan ! — hac o steui ma neud.
— Leret-hu d’in, Annaïc, ped gwalen ’c’h eus steuet ?
Wirlan ! — ped gwalen ’c’h eus steuet ?
— Ha na vanc nemet trizec da vont da bevarzec,
Wirlan ! — da vont da bevarzec.
— Leret-hu d’in, Annaïc, petra a vezo gret,
Wirlan ! — petra vezo gret
Gant ar picolen gwiad, pa vezo dispennet,
Wirlan ! — pa vezo dispennet ?
— Nac eun inviz d’an ozac’h, hac eur roched d’ar wreg,
Wirlan ! — hac eur roched d’ar wreg,
Hac eun tammic bezgolc’had, mar mân tammic a-bed,
Wirlan ! — mar mân tammic a-bed.
— Leret-hu d’in Annaïc, ha n’oc’h eus ket a geûn
Wirlan ! — ha n’oc’h eus ket a geûn,
O welet ho tiou gavric o peuri deuz ar c’hleûn,
Wirlan ! — o peuri deuz ar c’hleun ?
O welet ho tiou gavric, ho tiou danvadez-lès,
Wirlan ! — ho tiou danvadez-lès ?
En ti ho tad, Annaïc, a zo tric’huec’h buc’h-lès,
Wirlan ! — a zo tric’huec’h buc’h-lès !
— Me am eus pot ha pillic, neubeud a darbodou,
Wirlan ! — neubeud a darbodou,
Hac eur c’hantelour mélen, da zerc’hel ar goulou,
Wirlan ! — da zerc’hel ar goulou !
Mari-Anna Noan.
Duault.