Mont d’an endalc’had

Wikimammenn:An davarn/Miz Eost 2012

Eus Wikimammenn
Dielloù
2022 Genver C’hwevrer Meurzh Ebrel Mae Mezheven
Gouere Eost Gwengolo Here Du Kerzu
2023 Genver C’hwevrer Meurzh Ebrel Mae Mezheven
Gouere Eost Gwengolo Here Du Kerzu
2024 Genver C’hwevrer Meurzh Ebrel Mae Mezheven
Gouere Eost Gwengolo Here Du Kerzu


Miz Eost 2012

[kemmañ]

Nevez-deuet war Wikimammenn.

[kemmañ]

Salut deoc'h holl !

Nevez-deuet on war Wikimammenn.

Evit stagañ ganti em eus adlennet penn da benn "Bleuniou Breiz". Spi 'm eus n'em eus ket graet re a gonirioù.

N'eo ket talvoudus penn-da-benn an oberenn-se, met kavout a reer e-barzh memestra :

Tost-tre eo ar stumm-se eus ar ganaouenn ouzh hini Canaouenou gret gant un c'hernewod, gand un doare-skrivañ kempennet, ha tost ivez ouz ar stumm a vez kanet bremañ c'hoazh (s.o. Teñsor ar Botkol da skwer.)

Dre vras, e kavan kentelius reiñ mammennoù eus hon c'hanaouennoù pobl, evit gwellout petra vez cheñchet pa dremen un oberenn eus ar skrid d'ar gomz. Mod-se, eo talvoudus reiñ Plac'hig Eusa diwar "Telenn Remengol" gant Lescour, hag a zo patrom kanaouenn ar c'hoarezed Goadeg Ti Eliz Iza. C'houez an dour biniget zo gant an dastumadenn-se a-hend-all.

Plijout a ra din ar c'hontadennoù, ha lakaet am eus war Commons un djvu eus Koadalan gant an Uhel, diwar ar Revue Celtique (1870). Brav ha boemus eo ar gontadenn-se, ha plijus-tre da lenn eo yezh an Uhel. Graet en deus gant un doare-skrivañ a oa modern-tre evit e amzer.

(N'em eus ket komprennet mat peseurt mod e vez krouet un meneger diwar un djvu.)

Kavet em eus ivez Ar marvailler brezounek gant Troude ha Milin war Google Book. Ar memes kontadennoù int ha re Lapous ar wirionez ha kontadennoù all adembannet e peurunvan gant Skidoù Breizh e 1950. Me gav reizhoc'h ober gant an embannadur gozh-se, rak Roparz Hemon a c'hell bezañ kontet da genskrivagner, o vezañ adwelet ar skrid. Divyezheg eo an embannadur gozh.


Ho trugarekaat...

--Aveldro (kaozeal) 20 Eos 2012 da 17:08 (CEST)[respont]

Salud dit,
Degemer mat war Wikimammenn. M’eus ket gwellet konirioù ebet.
Tout an destennoù zo ken talvoudus evit ar Wikimammenn, ar re gozh hag ar re nevez. Met n’eus ket tu d’ober gant destenn/embannadur re nevez. Ret eo doujañ ar gwirioù oberourien.
A galon, Vigneron * diskut. 21 Eos 2012 da 10:14 (CEST)[respont]
Salud dit ha donemat.
Evel a lar VIGNERON e vez degemeret amañ AN HOLL destennoù e brezhoneg hag a c’heller kavout en domani foran pe gant gwirioù frank warno. Deuet out a-benn war a seblant d’ober war-dro ur meneger nevez, ar pezh a zo mat. Galout a rez mont da welet ar bajenn-mañ :Wikimammenn:Danvez e brezhoneg war ar genrouedad, kempenn ha klokaat anezhi ma karez ivez. Gwendal (kaozeal) 24 Eos 2012 da 21:11 (CEST)[respont]