Kimiad eur zoudard iaouank

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kimiad ur soudard yaouank.

Luzel, Souetr, Proux, Kervennic, Kersalé, Clec’h
Th. Clairet, 1862  (p. 14-23)



KIMIAD EUR ZOUDARD IAOUANK.


————


Va c’halon a zo frailet dré ners va ankénio ;
Em daou-lagad entanet n’an euz ken a zaéro ;
Allas ! deued éo ann dévez ma renkann dilézel
Lec’h kaer va bugaléach, ma bro dous Breiz-Isel.

Adéo d’id, va zi balan war leinig ar grec’hen,
Tachennik c’hlaz war bini bugel é c’hoarienn,
Gwez ivin ker bodenneg, enn dishéol deuz pé-ré
E-pad tomder ann hanvou, é kouskenn da greiz-té.

Adéo, va mamm ha va zad, bréman, n’espérit mui
E chomfé ho mab karet vid harpa ho kosni,
Vit pourvéi d’hech bara, vel ma p-euz gret d’ézan ;
Al lézen zo didrué, ho kuitad a renkann.


Nag a wech, ma mamm déner, é rankefet gwéla,
Pa zeui va c’hi ankenied ouz hoc’h da ’n em frota,
Pa welfet barz ann oaled va skabellik goullo,
Hag ar c’henvid o steui deuz ma fenn-baz déro,

Adéo, béred ar barroz, douaro benniget,
A c’holo va zado koz gand Doué bet galvet ;
Da wuel ann anaoun klemmuz, n’in mui war ho pézio
Da skuilla ann dour santel mesket gand va daéro.

Adéo, va muia karet, va dousik koant Mari ;
Eur blanéden dirémet a zeu d’hor glac’hari ;
Hon éurusted, hor joaio skeduz zo tréménet,
Vel ar goumoulen skanvik gand ann avel kaset.

Na wélinn ken da lagad ker lemm ha ker léven,
O virvi a blijadur, du-zé, pa erruenn,
Da zornig gwenn ker distak o kas ar c’harr enn dro ;
Da vouez dous ken na glévinn o kana va gwerzo.


Pa oamp er c’hatékismou hon daou c’hoaz bugalé,
Hor c’halono ténérik dija en em glévé ;
Dirag gwerc’hez ar c’hroaz-hent nag a-wech é touéjomp
Na errujé birviken disparti étré-z-omp.

Iaouank ha dizoursi, allas ! né wiemp ket,
Pégémend a enkrésio er vué zo mesket :
Evid omp n’oa neuzé lezenno na roué,
N’anvéemp met eul lézen, hini ar garanté.

Adéo, va nez amézeg, Iannik, va gwir mignon,
Kamarad va c’hoario, va breur dré ar galon ;
Piou, siouaz ! a géméro eul lod deuz va foanio ;
Piou bréma, pa vin seder, gan-é-mé a c’hoarzo ?

Heb da vreur té iel bréman er parrosio nésa,
Da bizosad al leurio, bars al lazo-dorna ;
Heb onn, te iel da zisput maoud ar c’hourennadek,
Da sacha war ar zéien ébarz ar varadek.


Adéo, va c’hi kez Mindu, va léal camarad,
N’effomp ken deuz ar beuré da glask roudo ar c’had ;
Na glévinn mui er mené da chilpaden skiltruz ;
War va dorn mui né zantinn da déod karantézuz.

A benn eunn neubeud amzer, kalz a vignoned ien
Barz a zoudard divroet, m’oar vad, né zonjfont ken,
Mes da galon-té, Mindu, n’éo ket ken ankouéuz ;
Pell é ri c’hoaz va c’hanvo dré da iézo klemmuz.

Adéo, va c’hazek vélen, skan ével eunn héiez ;
Mistr ével eul logoden, koant ével eunn oanez ;
Né d’zantinn mui, dindan-onn, gant ann hast o tripal ;
Ma daouarn mui né stagfont ar zéien war da dal.

Adéo, holl blijadurio, foario, pardonio gé,
Soubenno lez, nozvécho, festo, leurio-névé,
Embado ker birvidik, biniou stard ha sklintin,
Né drido ken va c’halon gand da zonio lirzin.


Adéo kément a garann, adéo da virviken,
Pell deuz a Vreiz mé varvo, mantret gand ann anken,
Béa’z euz plant kizidik da chom lec’h m’int krouet ;
A wéleur o tizec’ha raktal m’int divroet.

Proux.


————