Petra ’zo ’neve e kear Is,
Mar d-e kent drant ar yaouankis,
Mar klevan-me ar biniou,
Ar vombard hag ann telennou ?
N’eus e kear Is netra neve,
Rak ar festou-ma ’ve bemde,
N’eus e kear Is nemet traou koz,
Rak ar festou-ma ’ve bemnoz.
Bojennou drez zo divoannet
E dor an ilizou serret,
Ha, var ar beorien o voëla,
E losker ar chas d’ho drailla.
D’ho c’hoezek vla, an oll verc’hed
N’ho deus Doue, met ar pec’hed ;
Ha, da ober he gurunen,
E roont ho c’haëra rozen.
Ahès, merc’h ar Roue Gralon,
Tân an ifern en he c’halon,
Er penn kenta deus an diroll,
A drein d’he c’heul ar gear da goll.
Sant Gwenole, gant kalonad,
Zo bet meur vec’h o kaoût he zad,
Ha, gant daëlou, an den Doue
En deuz lavaret d’ar Roue :
« Gralon, Gralon laka eves
« D’an dizurzou a rèn Ahès :
« Rak tremenet vo an amzer,
« Pa skuillo Doue he goler.
« El lec’h ma voa c’hoarzadek kent,
« E vo neuze skringnadek dent,
« El lec’h ma voa kanaouennou,
« E vo klevet skrijadennou… »
Hag ar Roue fur, spouronet,
He verc’h en deus bet kelennet :
Mes, diskaret dre ar gosni,
N'eus mui an ners da stourm out-hi.
Ha, skuiz gant rebechou he zad,
Evit mont d’eus he zaoulagad,
Hi ’deus gret, gant droug sperejou,
Eur palès kaër tost d’ar sklujou.
Eno, gant he amourouchen,
Ema fenos an abaden,
Eno, en aour hag er perles,
Evel an heol, e par Ahès…
« Plijadur d’ec’h er palès-man,
« Merc’hed chentil ha potred skan,
« Plijadur d’ec’h ha nozvez grën, »
Eme eur Prinç, en eur antren.
Ar Prinç a zoughe dillat ru,
He varo a voa hir ha du,
He oll izili a verve,
Hag e zaoulagad a zeve.
Ra viot deut mad, estranjour,
Eme Ahès, gant eur bek flour,
Ia, ra viot deut ar gwëlla,
Mar anaveït an traou falla.
Neuze em bo dighemer mad,
A respontas an divroad :
Rak me er fall zo ken disket
Hag an hini ’neus her c’hrouet
Ha kerkent Ahès d’her pedi
Da ober eun dro zanz gant-hi,
Hag an oll, a eneb Doue,
Goassa ma c’hallent a doue.
Pa voa fin d’ar sacrilejou,
Messager an droug sperejou,
Chomet he-eunan er palès,
A dostaas da gaoût Ahès :
« Va doucik koant, merc’h da C'hralon,
« Ha muia karet va c’halon,
« Ha n’alfen me ket e neb ghis
« Gwelet alc’houe sklujou kear Is. »
— « Va zad a zoug en he gherc’hen,
« An alc’houe aoûr deus eur chaden,
« Ha va zad brema zo kousket,
« Ha Kaout an alc’houe n’allan ket. »
Mes hen d’he zreid en em strinkas,
Ha d’he dornik flour a bokas,
Hag he chalmas dre he zellou
Karghet a dân hag a zaëlou.
Heb gout ar pez a dremene
Neuze, eur pennad ac’hane,
En he balès, ar Roue koz
A voa kousket e kreiz ann noz.
Kampr paour Gralon ne voa enn-hi,
Netra nemet eur grucifi
Deuet a zorn eur mignon ker,
Sant Caourantin, Eskop Kemper.
Netra nemet eun Aviel,
Roët c’hoas gant eun den santel,
Roët d’ezhan gant Gwenole,
Evel eur merk a garante.
Kaër en he gosni, ’vel eun Æl,
E kouske Roue Breiz-Izel,
Hag en dro d’he dall, he vleo gwenn
A ree, dispak, eur gurunen.
Neuze, Ahès, ar Brincès fall,
Evel pa vije skoët dall,
En he gampr, heb aon rag Doue,
Ha deu da laëres an alc’houe.
En eur vale, var bek he zroad,
Ar verc’h a dosta skanv d’he zad,
Ha goustadik, deus he gherc’hen,
E tenn, ’neur c’hoarzin, ar chaden.
Piou a deu du-hont gant ar ru,
Pignet va eun hinkane du,
Hag en d’an daou lamm var he ghein,
Ken a strink an tân deus ar vein ?
Hennes eo messager Doue,
Digasset en Is d’ar Roue,
Hennes eo abostol ar Feiz,
Sant Gwenole, karet e Breiz.
Tostât a ra ’neur c’haloupat,
En he zorn deou he vaz Abad,
Hag eur stôl aour var he zaë venn,
Hag eur c’helc’h tan en drô d’he benn.
’Nem gavet e dôr ar palès
He pini e kousk tad Ahès,
Divar he varc’h, an den santel
A c’halv, en nos, a voëz huel :
« Gralon, Gralon, sao heb dale,
« Sao evit heuilla Gwenole,
« Sao evit tec’het deus ar mor :
« Sklujou Kear Is a zo digor ! »
Hag ar Roue koz, trubuillet,
Er meaz he vele zo saillet :
« Din-me, din-me, va marc’h prima !….
« Siouas ! Peurgollet ar gear-ma !….
Ha gant glac’har, e ber amzer,
E kerz da heul he vignon ker,
Ha var ho lerc’h, en eur iudal,
E klevont ar môr o ruillal.
Neuze ar Brincès dirollet,
He amourous gant-hi kollet,
Dre gear Is, a glei hag a zeo,
A rede, dispaket he bleo.
Mes pa gleo daou lamp ar c’hezek
Araog ar môr o tiredek,
Dre al luc’hed, gant nec’hamant,
E c’hanve he zad hag ar zant.
« Va zad, va zad, ma em c’harit,
« Var ho marc’h skanv va c’hemerit :
Hag heb respont, an tad tener
A zav he verc’h var ann tailler.
Kerkent ar môr a vuanna,
Ha Gwenole, en eur grena,
A gri : « Gralon, tôl an diaoul-ze,
« Divar dailler da hinkane !…»
Kouskoude c’hoas, leun a enkres,
An tad a zalc’h ar bec’heres :
Mes ar sant a ra sin ar groaz,
A deu hag a sko gant he vaz.
Kerkent mestres an droug speret
A ruill er môr bras fuloret,
Hag e kleo tost ar Roue koz
Eur c’hoarzin skiltr e kreiz an noz.
Mes, rentet skanvoc’h, heb dale,
E sail prim da c’heul Gwenole,
Hag he varc’h, gleb he beder c’harr,
A lamp deus ar môr d’an douar.
Da zao-heol, ar Sant ha Gralon
A bigne var lein Mene-Hôm,
Pini, he dreid ebarz en trez,
A zao a uz Douarnenez.
Ac’hane, Roue Breiz-Izel
Var he lerc’h a dolas eur zel ;
Mes, e lec’h Is, gant he dek dor,
Ne velas mui nemet ar môr.
« Eur ghear em boa deus ar gaëra,
« Ha chetu hi et da netra !… »
Hag he galon oll a fraillas,
Hag he zaoulagad a voelas.
« D’an daoulin, eme Gwenole,
« Gralon, d’an daoulin ganem-me. »
Ha Gralon, dindan he c’hlac’har,
A goë d’an daoulin d’an douar.
Hag eno, dispak he vleo guenn,
Hag he dall pleghet er boultren,
E lavare c’hoas ar Roue :
« Ra vo gret bolonte Doue !… »
Pa zavas divar he zaoulin,
Dindan tân flam heol ar mintin,
E velas, a dreuz he zaëlou,
O lugherni Ru-men-goulou.
Var ar men-ze, hon tadou koz
A skuille goad d’eun Doue fos,
Hag ar Roue, e ber amzer,
A lavaras d’he vignon ker :
« Du-hont, e memor a ghear Is,
« Me a raï sevel eun Ilis,
« Hag evit testeni d’an oll
« M’he galvo Ilis Remengol
« Pa vo an doueou maro,
« Ha koëzet meur a goat dero,
« Eun de, deus ar pevar avel,
« E teuio d’y, pobl Breiz-Izel.
|