Mont d’an endalc’had

Fontanella, kan Trémel

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Fontanella.



FONTANELLA.


KAN TRÉMEL.
————
I.


Fontanella en deuz gret lé
Biken e Leon troad ne lakje.
Koulskoude en eur laret gaou,
E tremen Plounevez-ar-Faou,

Menez Arez, ha Plougonvez
Hag ive ar Chapel-Nevez.
Fontanella a c’houlenne
E Koatelan pa arrue :

Deiz mad ha joa barz en ti-ma !
Ar benn-herez, pelec’h ema ?
— Ar benn-herez a zo kousket,
Taolit evez n’hi dihunfet.


Fontanella ’vel ma klevaz,
Gant ar vins d’an nec’h a bignaz ;
Gant ar vins d’an nec’h eo pignet,
Hag ar benn-herez dihunet.

— Penn-herez lavaret d’in-me
Ha c’houi anav Fontanelle ?
— Fontanelle n’anavean ket,
Klevet komz a nezhan ’m euz gret.

Ken na gredan mont da vale
Gant aoun n’arrufe gan-e.
Rak klevet am euz lavaret
Eo kustum da laeres merc’hed ;

Eo kustum da laeres merc’hed,
Ha dreist holl ar benn-herezed,
— Rag Fontanella e krenit ?
Mad, out-han brema e komzit.


Ar benn-herez a lavare
D’he matezik vihan neuze :
Matez vihan, ma zikouret,
Evit courach d'in ne vank ket.

Eun hach-pennek a oa gant-hi,
Hag e c’hourdrouze he skeï.
— Penn-herezik n’am skoït ket,
P’autramant c’houi vezo nec’het.

Mar galvan-me ma zoudarded,
Penn-herez, neuze e krenfet.
— Fontanella a c’houlenne
Digant ar benn-herez neuze :

Penn-herez, ha dont a refet
Gan-en da zouar ar C'hallaoued ?
Da veza war benn teir arme,
Ha pried da Fontanelle.



—Gwell eo gan-en mont d'ar Folgoat
Ac’hane ’welinn douar va zad.
Ac’hane ’welinn douar va zad
A raï kalz vad d’am daoulagad.

II.


Fontanella a lavare
D'he bach bihan eno neuze :
Kerz da c’houlenn digant Mari
Rei digemer-d’eomp enn he zi.

Ma na zigor he dor, torr-hi,
Laka ’n iliz da varchossi.
Ar sakristiri da gao gwin,
Ann Aoter vraz da daol kegin.

— Pa oant gwella gant ar chervad,
Koumans ar c’hleier bransellad.
Koumans ar c’hleier da zini,
Fontanella da huanadi.


— Pachik, pachik, pachik bihan
Te zo hardis, skanv ha buhan,
Kerz prim da lein lour ann Intron
Da c’houzout piou a zo o son.

Ar pach bihan a lavare
Diouc’h lein an tour pa ziskenne :
Huella ma c’hallenn ounn bet
Ha n’em euz gwelet den ebed,

Nemet ar Werc’hez hag he Mab
Zo ho daou oc’h ho bransellad.
Fontanella a lavare
D’he zoudarded eno neuze :

Daouzek kant soudard zo gan-e,
Profent holl bep a skoet neve,
Profent holl bep a skoet neve ;
Daouzek ar benn-herez ha me !


Deomp-ni brema holl gant hon hent,
Ha lezomp ho zier gant ar zent.
— Er benn-herez en deuz kroget,
War he varc’h gant-hi eo lammet,

War he varlen deuz he laket,
D’al lean-di ’n deuz-hi kaset.
Seiz vloaz eo bet el lean-di,
Ha seiz all oa pa’z eaz di ;

He fevarzek vloaz achuet,
Ez int bet ho daou eureujet.
Da Goatelan neuze int eet
Hag eur mab bihan ho deuz bet ;

Eur mab her kaer evel ann de,
Patrom he dad Fontanelle.
Ken na zigouezaz eul lizer
Da vont da Bariz a-benn-kaer.


Eul lizer da Fontanelle
Da vont da gavout ar roue.
Ar benn-herez a lavare
Da Fontanella en deiz-se :

Fontanella, ma em c’haret
Hoc’h-unan di ne iafet ket
Foiitanella, choumit er ger,
Ha me gaso eur c’hannader.

— Kannader ne vo ket kaset
Me iel va unan d’ho c’haouet.
Grit er vad d’ho mabik bihan,
Ma vo Aotrou e Koatelan.


III.

Foutanella a lavare
Euz Trevian pa ziblase :
Kenavo da barrez Tremel,
Mar gellann ne vezinn ket pell.


Mar bean beo, e teuinn d’ar ger ;
Mar bean maro, e teui lizer.
Me roï eur banniel ar c’haera
Ha gwiskamant d’ar Rozera,

Ha gwiskamant d’ar Rozera,
M’ho po sonj euz Fontanella.

IV.


Fontanella a lavare
En lez ar roue pa arrue :
Deiz-mad, roue ha rouanez,
Deut oun d’ho kaout en ho palez.

Ar roue neuze a lavaraz
Da Fontanella p’her gwelaz :
Pa oc’h deut, deut mad ra veet
Evit d’ar ger na iafet ket.


Fontanella a lavaraz
D’ar roue neuze p’hen c’hlevaz :
Re c’hlaz a gavann da varo
D’am barn ha d'am c’has d’ar maro.

Ar roue neuze, gant eun drem c’hlaz
Da Fontanella respontaz :
Mar d-oun-me re goz da varner,
Te zo re iaouank da waster !

Fontanella a lavare
D’he bach bihan eno neuze :
Pachik mad, kea brema buhan
Evid-oun-me da Goatelan,

Da lavarout d’ar benn-herez
Na zougo mui a zantelez ;
Rei d’in eur roched da wiska
Hag eul lisser d’am lienna !


Ar roue neuze a lavaraz
Da Fontanella p’hen c’hlevaz :
Salv-ho-kras, se na vezo ket ;
E karteriou viot dispennet,

Dispennet viot e karteriou
Da lakât war ar c’hroaz-henchou.
Fontanella a lavare
D’he bach bihan eno neuze :

Pachik, Pachik, Pachik bihan,
Kea-te brema da Goatelan,
Ha goulenn eur plad alaouret
Da lakât va fenn da zellet.

— Nann ! taolet vo war ar pave
Da voul-killou d’ar vugale.
Fontanella a lavare
D’he bachik mad eno neuze :


Dâl eur boukl euz va bleo melen,
Da staga e porz Trevien ;
’Vit ma lâro Trevianiz :
Bennoz war ene ar markiz !


————