Kloarek Laoudour (Bleuniou-Breiz)

Eus Wikimammenn
(Adkaset eus Kloarek Laoudour (II))

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kloareg Laoudour.

Luzel, Souetr, Proux, Kervennic, Kersalé, Clec’h
Th. Clairet, 1862  (p. 69-88)


KLOAREK LAOUDOUR.
————
I.


Kloarek Laoudour a lavare
D’he vammik baour, eun deiz a oe ;
Grit d’in eur banne souben-lez
Ma’z int a-benn d’al leur-nevez.

Kloarek Laoudour a lavare
E Kervarzin, pa arrue :
— Deiz-mad ha joa barz en ti-ma,
Ar benn-herez, pelec’h ema ?

Ema varlaez, barz er gampr venn
0 kribat flour he bleo melen.
Klevit he c’han dous ha klemmuz
Evel hini ann eostik-kuz.

Kloarek Laoudour, it davet-hi,
Mar d-oc’h evit he frealzi.
—Deiz-mad d’ehoc’h, ma dous penn-herez,
Ho kalonik, hag hi zo ez ?

— Va c’halon-me a zo seder ;
Nag hoc’h hini, va zervicher ?
Dallit eur gador, azezet,
Deut da dal an tan da dommet.

—Ne azezinn na ne domminn
Mont d’al leur-nevez e fell d’in.
—D’al leur-nevez me ne d-inn ket,
Na vinn ket laosket da vonet.

Marc’hek Lambol zo’r leur-nevez,
A lar feteiz kaout ho puez.
Rloarek Laoudour ’vel ma klevaz
He gleze noaz a zic'houinaz

— Ma ve den ebarz en ti-me
Da virout ouz va dous ha me
Ne d-aimp hon daou d’al leur-neve
Me hen treuzfe gant va c’hleze.

He zad, he mamm ’vel ma klevjont,
D’ar benn-herez, e lavarjont :
— Diwisket ho proz ru brava
Ha gwisket ha proz limestra.

Gwisket ho prozik limestrek,
Krogit e kazel ar c’hloarek,
Ma laro an dud dre ar vro
Ez a al Laoudour d’ar maro.

II.


Marc’hek Lambol a lavare
Barz el leur-nevez en deiz-se :

— Me vel Laoudour o tont a-bell,
Ar benn-herez ouc’h he gazel,
Ar benn-herez a Ger-varzin,
A gousko en noz-ma gan-in.

Kloarek Laoudour a lavare
El leur-nevez pa arrue :
— Pelec’h ema ar zonerien
Ma sonint d’in eun aubaden.

Ma sonint da gloarek Laoudour
A roï d’ezho bep a loeiz-aour.
Ma sonint an dro hag ar bal
Ma’z inn gant va dous da zansal.

Marc’hek Lambol a respontaz
Da gloarek Laoudour p’hen c’hlevaz :
— ’Vit da zansal n'ez afet ket,
Da c’houren ouz-in e teufet.

Ar c’henta ac’hanomp a gouezo,
Biken ac’hane ne zavo.
Kloarek Laoudour a respontaz
Da Varc’hek Lambol p’hen c’hlevaz ;

— Pa hoc’h eus-hu ma goulennet
N’oc’h ket da veza refuzet.
N’oc’h ket da veza refuzet ;
Penn-herez va manch d’in chachet.

Marc’hek Lambol, ’vel ma klevaz
’N eur c’houitell arc’hant a c’houezaz.
’N eur c’houitell arc’hant a c’houezaz,
Triouec’h den-chentil ’n em gavaz.

Triouec’h kleze zo dic’houinet
Marc’hek Lambol an naontekvet.
Ar benn-herezik a ouele ;
Ne gavje den hi frealje ;

Ne gavje den hi frealje,
Met ar e’hloarek, hennez a ree.
— Tavit, Naik, na ouelit ket,
Rak c’houi n’ho pezo drouk ebed.

Rak c’houi n’ho pezo drouk ebed
Nag ho tous kloarek ken-neubet ;
Kloarek Laoudour a zo potr mad
Pa gass he vestrez d’an ebat.

N’oa ket he c’her peur-achuet,
Marc’hek Lambol en deuz lazet.
Marc’hek Lambol en deuz lazet
Ha seitek euz he gonsorted.

III.


Kloarek Laoudour a lavare
E Ker-varzin pa errue :


— Chetu ho merc’h iac’h ha divlamm
’Vel pa oa ganet gant he mamm,
Kloarek Laoudour a lavare
D’he zous ar benn-herez neuze ;

—Va dousik koant, n’hen nac’hin ket
Ho kuitât brema a zo ret.
Ret vo mont beteg ar roue
Da gaout goaranti d’am buhe,

IV.


Kloarek Laoudour a lavare
E lez ar roue pa arrue :
—Dematoc’h, roue ha rouanez,
Me zo deut iaouank d’ho palez ;

— Petra a nevez ec’h euz gret
P’oud deut ker iaouank d’hor gwelet ?
— Marc’hek Lambol am euz lazet
Ha seitek euz he gonsorted


Ha seitek euz he gonsorted
O klask diouall brud va fried.
Pried d’in n’eo ket c’hoaz brema
Mes ’ma var ar poent da veza.

Roue Bro-C’hall en deuz laret :
— Gwir a-walc’h eo ec’h euz lazet,
Rak bez’ am euz en da eneb
Meur a lizer holl heveleb.

Ha kent ma’z i euz al lec’h-se
Ez pezo kollet da vuhe.
— Kloarek Laoudour, c’hoari rafet
Eun taol c’hoaz ouz va zoudarded ?

— Ia, digaset-ho d’in er porz,
Pa ve hanter-kant, ne rann forz.
Kri vije an den na ouelje
O welout e porz ar roue


Goad ar zoudarded o ruia,
Kloarek Laoudour oc’h ho laza !
Roue Bro-Chall a lavare
D’he bachik bihan en deiz-se :

— Skrivit d’ezhan var baper gwenn
Ec’h hell bale e pep tachen ;
Skrivit d’ezhan var baper glaz
Ec’h hell bale evel eur goaz.

Kloarek Laoudour a zo potr mad
Pa gass he vestrez d’an ebat.


————