Mont d’an endalc’had

Koat-Elez

Eus Wikimammenn




KOAT-ELEZ.
————


I.


Pach ar roue a lavare
E Koat-Elez pa arrue :
— Deiz-mad ha joa holl en ti-ma
Merc’h Koat-Elez, pelec’h ema ?

— M’edi du-ze barz er gampr wenn
O titira al lien gwenn ;
O tistenna al lien gwenn
Hag o kribat he bleo melen
Dirag he mellezour arc’hant ;
Ne d-eo na vil daill na digoant.


Pach ar roue ’vel ma klevaz,
Gant ar vins d'an nec’h a bignaz,
Gant ar vins d’an nec’h a bignaz,
Kerkent d’an traon a ziskennaz :

— Ne d-eo ket hou-ma a glaskan,
Merc’h Koat-Elez, ar verc’h henan ;
Ar verc’h henan a Goat-Elez,
Oa choumet ama minorez.

— Mar d-eo houn-nez eo a glasket,
Falla maouez zo a gavfet.
Eat eo abaoe beure-mad
D’al lenn da welc’hi he dillad ;
Teir broz seiz gwenn he deuz saotret
0 redek gant he galanted.

— Ma wijenn-me an hent d’al lenn,
Me amprouje ar femelen.
— lt gant ann ale hed-da-hed,
Ebarz ar c’hoat en em gavfet.


Ha pa vefet arru er c’hoat,
Choui a glevo trouz ar pez-koat.
Choui a glevo trouz ar pez-koat
Gant-hi o skei war he dillad.


II.


— Deiz-mad, plac’hik divar al lenn,
C’houi a gann gwenn hag a wask stenn.
C’houi a gann gwenn hag a wask stenn,
C’houi zaônfe d’in-me va bronden ?

— Na gannann gwenn, na waskann stenn,
Na zaôninn ket d’ehoc’h ho pronden.
— Seilit-hu ouz va mantel ru
A zo alaouret en daou du !

— Ne rann van euz ho mantel ru,
Mui ’get na rann euz hor burlu.
— Sellit ouz va enkane gwenn
Zo eur brid arc’hant enn he benn !


— Me na rann van euz ho marc’h gwenn,
Ken nebeut rann euz he berc’hen,
— Deut-hu gan-en ebarz ar c’hoat
Ha me laro d’ehoc’h eur gomz vad !

— ’Vid-oun da veza er stivel,
Va gwad a zo a wenn huel.
’Vid-oun da veza kannerez
Va zad a choum enn eur palez.

Me ’m euz eur breurik e pell bro,
Aotrou, ma klevje ho komzo,
Ho tiframje a bechadou
Da lakât war ar c’hroaz-henchou.

— N’anaïec’h ket ho preurik ker
Pa ’z eaz-hen kuit euz ar ger ?
— Me oa iaouankik em c’havel
Pa ieaz va breur er broiou pell !


— Me eo ho preurik a bell bro,
Zo deut ama ’vit hoc’h ampro.
Va lez-vamm d’in e doa laret.
E oac’h plac’h fall, ha ne d-oc’h ket !

Gouelet en divije ann den
O welout e kichen al lenn
Ar breur o vriata he c’hoar
Gant daelou ha levenez-bar.



————