Mont d’an endalc’had

Spered santel Doue

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Speret zakr ha divin.

A. Prud’homme, 1934  (p. 144-145)



EVIT GOUEL AN NEDELEG
————


N° CIX. — Spered santel Doue.


ton CXIX


  1. Spered santel Doue, m’ho ped roit d’in ar c’hras
    Da ziskleria ervat eur mister zo ken bras :
    An donedigez kaer eus Jezuz, Mab Doue
    Deut henoz er bed mañ e-kreiz ar baourentez.

Diskan.
    Nouel, Nouel, Mabig-Jezuz,
    Ken koant ha ken karantezus
    Ni hoc’h ador en ho kavell,
    Hon joa zo bras : Nouel, Nouel !

  1. E oamp ouz e c’hortoz, oar den pegeit e oa,
    Da zont war an douar evit hon dasprena ;
    Degouezet eo an eur ma vezimp dinec’het,
    E kerig Betleem Jezuz a zo ganet.


  1. An Nenv hag an douar o welout ar bugel
    A drid a levenez en eur gana Nouel ;
    Klevout reer en oabl moueziou ar Baradoz,
    Hag eur sklaerder dispar splanna ’-kreiz an noz.

  2. E-kichen Betleem eun ael a ziskennas,
    Gantan eur c’helou kaer, ar c’haera bet biskoaz :
    « Dihunit, emezan, ha savit, pastored,
    It d’ar c’hraou da welout ho Salver zo ganet. »

  3. Pa glev ar bastored eus e berz ar mister :
    Oa deut war an douar o Mestr hag o c’hrouer,
    E lezont o denved war ar roz da beuri,
    Evit mont ’-trezek kêr raktal d’e adori.

  4. N’oa ket c’hoaz sklaer an deiz pa gavjont ar bugel
    En eur c’hraouig dister, eur prezeb, e gavell :
    Da c’holo e gorf paour, eun tammig lienenn,
    Hep eur bannac’hig tan, ha kriz ar yenijenn.

  5. Hag int war o daoulin tro-war-dro d’ar Bugel ;
    D’ober eur bedenn gaer ha da gana Nouel ;
    Rei a rejont d’ezan diwar o faourentez,
    Pep hini e damm prof, eur merk a garantez.

  6. Me ho ped holl, poblou, heuilhit ar bastored
    Adorit ho Krouer war ar plouz astennet ;
    Ha sonjit dirazan e ranko, pa vo bras,
    Astenn e izili evidoc’h war ar Groaz.

  7. Diwar e baourentez ’teu hon pinvidigez ;
    Deut eo d’hon kennerza dre e sempladurez ;
    Dont da ren ’n hon c’halon Hon Salver ne glask ken
    Pegen bras e c’hlac’har ma vefe kollet den ?