Mont d’an endalc’had

Deut, Salver ar bed

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Deut, Zalver ar bed, diskenet.

A. Prud’homme, 1934  (p. 142-143)



N° CVIII. — Deut, Salver ar bed.
Ton : XXV


  1. Deut, Salver ar bed, diskennit,
    Ha diouz Satan Hon dizammit ;
    Diskennit eus ar Baradoz,
    Ni ’zo pell ’zo ouz ho kortoz.

  2. Graet e bec’hed, hon tad Adam
    A rankas kuitaat an Eden :
    Abaoe ’veltan pebez samm
    N’hon eus ket ni ranket dougen.

  3. Raktal, eneb d’e vugale,
    An diaoul a stignas e lasou,
    Hag an dud dallet dizale,
    A ’n em golle a-vagadou.

  4. War ar bed kablus, ma Doue,
    An dour-beuz hoc’h eus c’houi ledet ;
    Eiz den hepken en Arc’h Noe
    Ouz ar maro a voe miret.


  1. Ha goude ken spontus kentel,
    Hon tadou koz a bec’he c’hoaz.
    Nag ho mouez, na kurun Babel
    N’hallas o derc’hel fur, siouaz !

  2. En ho madelez koulskoude,
    Daoust d’hon pec’hejou e fiziomp,
    O kredi e teuy hepdale
    Ho tourn da sevel ac’hanomp.

  3. Lavaret ho poa da Adam,
    Gant an diaoul pa oa bet trec’het,
    E teufe eur Mab hag e Vamm
    Da flastra e benn milliget.

  4. Abaoe Abraham ez eus brud
    E tle eur bugel eus e rumm
    Sevel e dron e-touez an dud
    Hag en-dro d’ezan o dastum.

  5. Moizes hag ar Brofeded
    Eus ar bugel-se ’deus komzet :
    E c’hloar, e vuhez hed-ha-hed
    A zo bet ganto diskuliet.

  6. P’erruas an amzer merket,
    Eun arc’hael a-berz an Aotrou
    A zeuas betek Nazared,
    Ha gantan eur c’haer a gelou.

  7. — « Gwerc’hez Vari, ’me an arc’hael,
    Kemenn ’ran d’eoc’h a-berz Doue :
    Genel a reot eur bugel,
    Salver ar bed hag e Roue. » —

  8. Trugarez d’eoc’h, Aotrou Doue,
    D’hoc’h ano mil ha mil bennoz ;
    Roet hoc’h eus d’imp hon Roue,
    N’hon eus ken netra da c’hortoz.

  9. Grit d’imp, ni ho ped, ma Doue,
    Douja ho Mab, bemdez, bemnoz,
    Ha kaout ar c’hras da vont goude
    Da eürusted ho Paradoz.