Mont d’an endalc’had

Kanomp Nouel da Vab Doue

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Petra zo henoas a neve.

A. Prud’homme, 1934  (p. 145-147)



N° CX. — Petra zo henoz a-nevez.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4=84
      \key f \major
      \time 4/4
      g'4 fis8 g a4. a8 | bes4 c8( bes) a4. r8 \break
      g4 fis8 g a4. g8 | f!4 e d4. r8 \break
      g4 fis8 g a4. a8 | bes4 c8( bes) a4. g8 \break
      d'4 d8( c) d4 c8( bes) | a4. g8 g4. g8 \break
      d'4 d8( c) d4 c8( bes) | a4. g8 g4. r8 \bar "||" \break
      g4^\markup {\italic Diskan} fis8 g a4. \hideNotes a8
    }
    \addlyrics{
      Pe -- tra zo he -- noz a -- ne -- vez
      ma ’z_eus dre -- holl joa le -- ve -- nez_?
      Pe -- rak ez a a van -- den -- nou ar
      bobl en noz d’an i -- li -- zou, ar
      bobl en noz d’an i -- li -- zou_?
      Ka -- nomp Nou -- ël... \override LyricText #'font-shape = #'italic etc
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


  1. Petra zo henoz a-nevez
    Ma ’z eus dre-holl joa levenez ?
    Perak ez a a vandennou
    Ar bobl en noz d’an ilizou ?(2 w).

Diskan.
    Kanomp Nouel da Vab Doue,
    Ganet er c’hraou dre garante(z) ;
    Da Jezuz ha d’e vamm santel,
    Kanomp mil gwech Nouel, Nouel !

  1. Perak d’an eur a hantez-noz
    ’Son ar c’hleier e pep parroz ?
    Perak e lavar pep beleg
    Teir oferenn d’an Nedeleg ?(2 w).

  2. Pelec’h oc’h c’houi, Patriarked,
    Holl dud santel ha profeded ?
    Ez oac’h pell ’zo, oc’h hirvoudi,
    D’eoc’h eo breman ’n em frealzi. (2 w).

  3. Gloar da Zoue, tadou santel,
    Kanit ganimp Nouel, Nouel !
    Ar Mesiaz a zo ganet
    Gant eur Werc’hez, Mari anvet.(2 w).

  4. Mari a zo e gwirione(z)
    Gwerc’hez ha Mamm da Vab Doue.
    Mamm d’ar Salver voe prometet
    D’hon tad Adam ha d’e bried.(2 w).

  5. Eun ael eus an Nenv, en noz-se,
    D’ar bastored a lavare :
    « N’ho pet ket aon na spont ebet,
    Rak ganet eo Salver ar bed.(2 w).


  1. E Betleem, en eur c’hraouig,
    C’houi a gavo eur bugelig :
    En-dro d’ezan eur vailhurenn,
    Ha gant e vamm war he barlenn. »(2 w).

  2. Neuze ’voe klevet an Aelez
    O kana, war eun ton nevez,
    Ar Gloria in excelsis,
    Gwel ’get na ganer en iliz.(2 w).

  3. Gant pebez stad er bastored,
    P’o deus ar c’helou-mat klevet !
    A lavar an eil d’egile :
    « Deomp da welout Mab Doue. »(2 w).

  4. Kichen ar c’hraou, ar bastored
    A lavar kerkent daoulinet :
    « Ni hoc’h ador, Salver ar bed,
    Pegen eürus n’omp-ni ket !(2 w).

  5. Siouaz d’imp, o Mabig Jezuz,
    Ni ’zo holl peorien druezus ;
    Met a-ziwar hon paourentez,
    D’eoc’h hon c’halon, hon c’harantez.. » (2 w).

  6. Neuze ar bastored joaüs,
    Graet o gweladenn da Jezuz,
    ’N eur zistrei daved o loened
    A gan : Doue ra vo meulet !(2 w).

  7. Kenavo d’eoc’h, Mabig Jezuz,
    Ouzimp holl ken karantezus ;
    Gras d’imp da vont gant ho pennoz,
    Ganeoc’h, eun deiz, d’ho Paradoz.(2 w).