Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O pebes burzud a welan e Bethleem.
N° CXI. — O pebez burzud a welan.
- O pebez burzud a welan
Da Vetleem pa zeredan
Eur bugel war ar plouz kousket,
’n e gichen e Vamm daoulinet
Diskan.
Kanit aelez ho Kloria
Ganet Jezuz alleluia.
- E-tal ar Bugel, hon Salver,
’Man c’hoaz Joseb, e dad mager ;
Ha pastored diwar ar maez ;
Hag en oabl, o kana, aelez.
- Ha bez ez eo a renk uhel,
Daoust d’e haourentez, ar bugel ?
Hen eo Jezuz, gwir Vab Doue,
Hon Salver, hon Mestr, hon Roue.
- Doue ha den eo war-eun-dro,
Deut er bed d’ober eun tamm tro ;
Da vont d’e heul, deut d’hon gervel,
Hag evidomp deut da vervel.
- Deut da baea ’vit ar pec’hed,
Da zidrona an droukspered,
Da rei d’imp peadra e-leiz,
Da vont d’ar Baradoz, eun deiz.
- Gant ar c’hoant e vefemp holl sent,
Hoc’h eus diskouezet d’imp an hent ;
Diouz hon gwella ni a sento,
Ha d’an Nenvou, c’houi hon reno.
- Ni ’heulio ervat ho lezenn,
Hag a zalc’ho start d’hon c’hredenn :
O veva evel kristenien
E vimp eürus da viken.
- Kentoc’h mervel a-raok an oad,
Eget dilezel an hent mat !
Gras d’imp neuze, mar bevomp pell,
D’ho karout bemdez hepred gwell.
|