Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Chilaouet gant spont hag eston.
N° XCII. — Selaouit gant spont hag eston.
- Selaouit gant spont hag eston
Kentel ar roue Salomon :
Skrivit-hi doun en ho spered
Ma fell d’eoc’h beva hep pec’hed.
- Holl, emezan, rankomp mervel,
Pa blij gant Doue hon gervel,
Evit mont raktal dirazan,
Da glevout hon setans gantan.
- Meur a zen a goll e ene,
Ha ne rafe ket mar sonjfe
Pegen berr eo ar vuhez-ma(n),
Pegen tost an deiz diweza.
- Ar c’horf ne glask dre e natur,
Netra nemet e blijadur ;
Ha koulskoude prestik, hep mar,
Ec’h ay da vreina d’an douar.
- Gant aon eta na grogfe re
E siou fall war hoc’h ene,
Grit d’ezan dre ar binijenn,
Plega d’an holl lezenn gristen.
- Ar c’horf n’eo ken met eur mevel
D’ho servija betek mervel :
E gastizit, kuit da espern,
Ha biken n’eot d’an ifern.
- Ar bed, ivez, a zo treitour,
Evel eur planken war an dour,
Fiziout ennan zo gwall risklus,
Daoust d’e sellou flour ha c’hoarzus.
- Gaou a lavar da bep hini.
Mont a ra betek prometi
Eürusted, yec’hed, hir vuhez,
D’an dud erru ’kichen o bez.
- Dastumit madou an ene
N’hallit ket kaout kaeroc’h leve :
Madou ar bed, holl en eur bern,
Ne dint nemet moged ha spern.
- Eur goz linsel, pevar flanken,
Eun dorchenn blouz dindan ho penn,
Setu hepken ’r pez a chomo
Ganeoc’h-c’houi goude ho maro.
- Ha pa vec’h yaouank pe vugel,
N’it ket da gredi beva pell,
Ar vered a zo leun a dud
Skoet didruez ’kreiz o brud.
- Eur wech maro ha sebeliet,
Betek ho pez c’houi ’vo douget ;
Ho kerent eno ho lezo,
Hak a zeuy d’ar gêr, graet o zro.
- Piou a sonjo neuze ennoc’h,
Ha piou a bedo evidoc’h ?
Poanit ’ta da veva ervat,
Keit ha ma c’hellit labourat.
- Hoc’h holl oberou mat ha fall,
Ne day ken ganeoc’h d’ar bed all ;
Da eur ho maro ’vint pouezet
Gant ar Barner ’n deus o gwelet.
|