Chilaouet gant spont hag eston
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Selaouit gant spont hag eston.
1. Chilaouet gant spont hag eston
Kentel ar Roue Zalomon :
Skrivet-hi don en ho speret,
Ha biken pec’het na refet.
2. Ol, emezan, renkomp mervel,
Pa blij gant Doue hon gervel :
Ha raktal monet dirak-han
Da glevet hon zetans gant-han.
3. Meur a zen a gol e ine
Ha na rafe ket mar zonjfe
Pegen bèr eo ar vue-man,
Pegen tost an de divezan.
4. Ar c’horf na glask dre e natur
Netra nemet ar blijadur :
Ha koulskoude zouden, hep mar,
Ec’h ei da vreinan d’an douar.
5. Gant aon eta na zilentfe
E siou fal war hoc’h ine,
Kustumet-han dre binijen
Da blegan d’al lezen gristen.
6. Ar c’horf n’en eo met eur mevel
D’ho serviji bete mervel :
Ne renk izel mar n’hen dalc’het
En ifern gantan e kouesfet.
7. Ar bed ive zo ken treïtour
Hag eur planken war lein an dour
Fiout en-han zo goal risklus,
Daoust d’e zellou flour ha hoarzus.
8. Gevier a lar da bep hini,
Mont a ra beteg prometi
Eürustet, iec’het, hir vue,
D’an dud erru war vord ar be !
9. Dastumet madou an ine
Hag e vefet pinvik eun de :
Madou ar bed, ol en eur bern,
Na n-int nemet moget ha spern.
10. Eur gos lisel, pevar flanken,
Eun dorchen blouz didan ho pen,
Setu hepken pez a chomo,
Genac’h-hu goude ho maro.
11. Nag a vèc’h iaouank pe bugel
N’et ket da gredi bevan pel :
Ar veret a zo leun a dud
Skoet hep true kreiz o brud.
12. Eur wej maro ha zebeliet
Beteg ho pe c’houi vo douget :
Ho kerent eno ho lezo
Hag a dei d’ar gèr war-o-zro,
13. Piou a zonjo neuze enoc’h,
Ha piou a bedo evidoc’h ?
Poaniet eta bevan erfad
Keit ha ma hellet labourat.
14. Na n-ei genac’h dirak Doue
Nemet oberou ho pue :
Fal ha mad e vezint pouezet
Gant ar Barner n-euz o gwelet.
N B. — Lennet ar c’hantik Dougomp hon c’hroaz, N° 123, evit kompren talvoudeges ar poaniou hag ar basiantet.