Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Chilaouet ma, Jezus (Ar maro).
N° XCIII. — Ar Maro.
- Selaouit, ma Jezuz, selaouet ouz ma fedenn,
Mervel a zo spontus, em maro deut d’am difenn.
Diskan.
Gwerc’hez Vari, ma mamm leun a druez
Sikourit ma ene, pa vo echu ma buhez.
- Pa zeuy spes ar maro da sponta ma daoulagad,
Ho karantez, Jezuz, en c’haIon deut da lakaat.
- Eun euz ’vit ma nesa, liou ar maro em c’herc’hen,
Deut neuze, ma Jezuz, d’am frealzi, em c’hichen.
- Pa n’hallin ken klevout komzou an dud, ma Salver,
Komzit ouz ma c’halon, gant ho mouez dous ta tener.
- ’vit ar wech diweza, pa lavarin : « Ma Jezuz ! »
Selaouit, m’hoc’h asped, mouez ho pugel truezüs.
- Pa gouezo an daerou eus ma lagad o vervel,
O binnigit, Jezuz, ’vit ma vint daerou santel.
- Pa welot ma c’halon hantervouget, o ranna,
A garantez ’n ho kenver, deut, Jezuz, d’he zomma.
- Pa vo ret d’in kuitaat ma zraou ha ma ziegez,
Bezit c’houi, ma Jezuz, ma mad, ma finvidigez.
- Ha pa zispartio ma c’horf paour diouz ma ene,
Ma hirvoud diweza ’ginnigan d’eoc’h, ma Doue.
- Ha dirak ho lez-varn p’en em gavin, ma Jezuz,
Teurvezit em c’henver beza holldrugarezus.
- Lakaat ran ma maro kenkouls hag ma holl vuhez,
Etre daouarn Jezuz hag e Vamm leun a druez.
|