Mont d’an endalc’had

Rouanes an Ilis

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Rouanez an Iliz, Pried ar Spered-Santel.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 64-65)


N° 55. — Rouanes an Ilis.
War don : Grâce, grâce, suspends, N° 55.


1. Rouanes an Ilis, pried ar Speret-Zantel,
Mari, Mam da Jezus ha Mam an Ebestel,
Dre ma ’z-omp kristenien hag ive ho pugale,
Vit an Ilis hon Mam, kristenien hag ive ho pugale,
Vit an Ilis hon Mam, ni ho pedo hirie,

Vit an Ilis hon Mam, ni ho pedo hirie.

2. Ar bed hag an ifern unanet gant ar gounar,
Ra brezel d’an Ilis, dre-ol war an douar :
Mes hoc’h hano, Mari, a spouron an drouk-speret ;
Da zifen an Ilis, zavet eta, zavet ! (bis).

3. M’ho kwel, Ilis, ma Mam, vel gwejal lestrik zant Per,
Losket war eur mor dôn hag a-dreuz d’ar rec’hier :
Ar gouagenou a groz, dre-ol zo tevalijen ;
Stereden euz ar mor, digaset sklerijen. (bis).

4. An Ilis er bed-man, vel Jezus, a gers ziouaz !
Spern war he fen zantel, war he diouskoua eur groaz :
Mari, c’houi a heuille Jezus beteg ar C’halvar,
Bezet gant an Ilis pa ’z eo leun a c’hlac’har. (bis).

5. Bezet ive, Gwerc’hes, gant an hini zo hanvet
Tad an hol gristenien, Pastor an ol denvet,
Sturier braz an Ilis, ha vikel Jezus ho Mab ;
Zikouret, o Mari, hon Tad-Zantel ar Pab ! (bis).

6. Hon Tad-Zantel ar Pab, gantan ar Spered-Zantel,
En deuz bet diskleriet, vel gwejal Gabriel,
Hoc’h bet karget a c’hras ha konsevet hep pec’het :
Evit ar Pab breman, pedet, Mari, pedet ! (bis).

7. An Ilis hag ar Pab gant an ol zo dilezet :
D’an Ilis ha d’ar Pab ni zalc’ho, Bretonet !
Er mèz euz an Ilis n’euz ken nemet ar maro :
Miret eta, Mari, an Ilis en hon bro ! (bis).

Rei a reomp daou-ugent de induljansou da gement hini a gano ar c’hantik-man gant devosion.

† AOGUSTIN, Eskop Zan-Briek ha Landreger.

(Tennet euz Leur Bugale Mari).