Rouanes vraz an Envou a zo hon Fatrones

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 63-64)



N° 54. — Da Vari, Patrones eur baroz pe eur chapel.
War don Kelven, N° 54, ha kals a doniou al.


1.Rouanes vraz an Envou a zo hon Fatrones,
En despet d’hon pec’hejou d’hon zempladures.

Diskan.
C’houi zo bet, Gwerc’hes Vari, Mam vad hon tadou-koz :
Plijet genac’h warnomp ol skuil ive ho penoz !

2. D’he meuli pa vemp dinec’h aman e tiredomp,
Ha da ouelan dirak-hi pa gouez anken warnomp.

3. Nag a glenvet ineou, nag a boaniou speret
A zo bet aman ganti ’n ec’h ilis pareet !

4. Pegen dous eur blijadur a garg hon daoulagad
Dal ma welomp ti hon Mam kuzet e mesk ar c’hoat !

5. Hon c’halon a drid enomp o klevet, dudius,
Mouez he c’hloc’h teir gwej bemde o son an Angelus.

6. Paour ha pinvik e teskomp abred d’hon bugale
Anavet ha zerviji Rouanes an Ele.

7. Talvoudusoc’h a vo d’he hag eürusoc’h ive,
Kerzat eün en he lezen evit dastum leve.

8. Ar c’hroadur a gar Mari enem blij gant e dud,
O poanial er gêr gante pel euz goual-skuer ha brud.

9. An den iaouank he chilaou ve gwel gantan mervel
Evit offansi Doue dre eur pec’het marvel.


10. Evesat a ra bepret ha dreist peb tra d’an noz
Euz plegou fal e galon hag ar vignonet foz.

11. Na ve klevet euz e beurs koms dizonest ebet :
Dimeuz e zonjou zoken an drouk a ve skarzet.

12. Mar nem gav bugel Mari e mesk an dud estren.
Na n-euz ket mez ouz ar Groaz nag euz ar Fe gristen.

13. Heuill a ra lezen ar zui ha lezen ar gwener
Evel pa oa kreiz e vro gant e gerent er gêr.

14. Pa renfe hon Mam dener war ol he bugale
Brao a vefe d’imp bevan an eil gant egile !

15. En ti pa vemp oll bodet o laret hon Fater
Hon c’halon a lamp aman e kichen hec’h oter.

16. Er parkou pa labouromp e seblant d’imp are
E tosteit d’hon bizitan, o Mam a drugare.

17. Kement den war ho touar ve glac’haret pe glanv
Pa lak e fians enoc’h a gav e boaniou skanv.

18. Eürus neb a dremeno e vue pen-da-ben
E skeud ilis hon Itron, didan he c’hurunen !

19. Eürusoc’h neb a varvo o c’hervel anezi
Hag a vo beiet e gorf er veret, tal he zi!

20. Eno betek deiz ar varn na dous a vo kousket,
Vel eur c’hrouadur gant e vam ’n e gavel luskellet !

K. G.