Kanomp a vouez uhel

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 66)



N° 56. — Mari Rouanes Breiz-Izel.
War don : Laudate, ma Mère, N° 56.


1. Kanomp a vouez uhel
Mari Mam Doue :
Rouanes Breiz-Izel
Hag hon Mam ive.

Diskan.
Da Vari Meulodi
E pevar c’horn ar vro !
Hon Breiz-ni zo dezi,
Ha dalc’hmad e vezo.

2. En o ol bedenou,
Gwerc’hes beniget,
E vec’h e kalonou
An ol Vretonet.

3. Bep mintin ar poaniour.
D’an daoulin stouet,
Arog mont d’e labour,
Ho kalv d’hen miret.

4. War gern ar meneiou,
Mesaer ar denvet,
A gan ho kantikou,
E kreiz e loenet.

5. Lies e lein an od,
Liesoc’h war vor,
E ped ar martolod
Stereden Arvor.

6. Pa zon teir gwej bemde
Kloc’h an Angelus,
E laromp teir Ave
D’ac’h hu, Mam Jezus.

7. Ar c’hlanvour’n e wele
A gav freskadur
Dre ar Vam a ouele,
Ouz kroas he C’hroadur.

8. Evit plijout dezi,
Hag obten grasou,
Heuillomp eün evelti,
Hent ar vertuiou.

9. An hent, mar eo diez,
Neb a gerz enan,
Bete dor he Falez
Vo renet gantan.

10. Neuze ni, dianken,
Tro war-dro d’he zron,
A veuio da viken
Mari, hon Itron.

K. G.