Rouanez an Iliz, Mari gwerc’hez santel
Mari Mamm da Jezuz ha Mamm an ebestel
Ni ’zo ho pugale betek eur hon maro
’vit an Iliz hon Mamm bemdez ni ho pedo. 2 w.
Ar bed hag an ifern unanet gant kounnar,
’ra brezel d’an Iliz, dre-holl war an douar ;
Met hoc’h hano, Mari, ’spouron an droukspered ;
’vit difenn an Iliz, da sevel ni ho ped. 2 w.
M’ho kwel, Iliz, ma Mamm, ’vel gwechall lestr sant Per,
O redek mor ar bed dastrewet a reier :
Ar gwagenou a groz, dre-holl tenvalijenn ;
O Steredenn ar mor, digasit sklerijenn ! 2 w.
An Iliz er bed-man, ’vel Jezus ’gerz, siouaz !
Spern war he fenn santel, war he diouskouaz eur groaz :
Mari, c’houi heuille Jezuz war hent ar C’halvar,
Bezit gant an Iliz pa ’z eo leun a c’hlac’har. 2 w.
Bezit ivez, Gwerc’hez, gant ar Pab ’zo anvet
Tad an holl gristenien, Pastor an holl zenved,
Sturier bras an Iliz, vikel Jezuz, ho Mab ;
Roit skoaz, o Mari, d’hon Tad Santel ar Pab ! 2 w.
Hon Tad Santel ar Pab, gant ar Spered-Santel,
En deus bet diskleriet vel an Ael Gabriel,
Oc’h bet karget a c’hras ha krouet holl hep pec’hed ;
Pedit evit hon Pab, o Mari, ni ho ped. 2 w.
An Iliz hag ar Pab ’zo breman dilezet :
D’an Iliz ha d’ar Pab, ni ’zalc’ho, Bretoned !
Er-maez eus an Iliz n’euz ken ’met ar maro :
Miret eta Mari, an Iliz en hon bro ! 2 w.
40 devez a « induljansou » a-berz an Ao Bouche, Eskob Sant-Brieg ha Landreger (Leur Bugale Mari).