Pevar Aviel/Eil loden/Kenta rann
Azaleg prezegennou Iann Vadezour, en discar-amzer, beteg ar c'henta gouel Pask, en nevez-amzer.
Er pemzegvet blavez ma rene Tiber-Cesar, pa c’houarne Pons-Pilat ar Judee, Herodes ar Galilee, Philipp, he vreur, an Ituree ha bro Traconit, ha Lysias an Abylên, dindan prinsed ar veleien Annas ha Caïphas, comz Doue a ziskennas var Iann, mab da Zacharias, e leac’hiou distro ar Judee. Dont a reas e holl bro ar Jourden hag e prezege badiziant ar binijen evit pardon ar pec’hejou. Ar vadiziant-se n’oa het eur zacramant, mes eul lid : ouz he heul, an dud a anzave ez oan pec’herien hag o doa ezom da veza goalc’het gant Doue deuz ho fec’hejou. [1]
Iann hen doa eur viskamant bleo canval hag eur gouriz ler en dro d’he ziou-groazel. He vevans a ioa killeien-raden ha mel ar c’hoajou.
Hag e lavare : « Grit pinijen, rag rouantelez an env a zo tost. » Rouantelez an env eo rouantelez Jesus-Christ, an Iliz er bed-man hag ar baradoz er bed all.
Tud Jerusalem, ar Judee ha divar dro ar Jourden a deue e foul d’he gaout, hag en eur anzao ho fec’hejou, e vezent badezet ganthan e ster ar Jourden.
Iann eo an hini a gomz anezhan ar prophet Isaias, pa lavar : « Setu e cassan va eal dirag da fas, o Christ, evit renka an hent dirazot. Hen eo mouez an hini a iou el leac’hiou distro : renkit hent an Aotrou, lakit eün he venodennou. Peb traonien a vezo leunet ; peb menez ha peb torgen a vezo izeleat ; an hentchou camm a vezo eünet ; ar re digompez a vezo plènet ; an dud a zavo deuz goueled ar fallagriez ; an ourgouill a vezo discaret ; hent didroidel ar virionez a vezo heuliet ; ha peb hini a velo ar zilvidigez a deu euz Doue. »
En amzer-ze ar Jusevien a ioa rannet e daou rumm dud : ar Pharisianed, a heulie piz lidou al lezen, mes a ioa fall ho c’halon ; ar Sadduceaned, a heulie giziou ar baïaned hag o doa collet ar feiz er vuez da zont.
O velet calz Pharisianed ha Sadduceaned o tont d’he vadiziant, Iann a lavaras d’ezho : « Ouenn aëred, piou hen deus desket d’ ehoc’hc’houi tec’hat dioc’h ar vuhanegez a dosta ? Grit eta frouez deread a binijen ha ne lavarit ket ennhoc’h hoc’h-unan : ni hon deus Abraham evit tad ; rag me a lavar d’ehoc’h, Doue a c’hell deuz ar vein-ze lakaat bugale da zevel da Abraham. A-vreman ar vouc’hal a zo lakeat var grizien ar vezen. Rag kement guezen ne zoug ket a frouez mad a vezo troc’het ha taolet en tan. »
Hag ar foul a c’houlenne diganthan en eur lavaret : « Petra ’ reimp eta ? » Hen a responte d’ezho : « An hini en deus diou zae, rei d’an hini n’hen deus ket ; hag an hini hen deus boued, ober ar memez tra. » [2]
Ar publicaned ive, tud ar guiriou, a deuas evit beza badezet, hag e lavarjont d’ezhan : « Mestr, petra ’ reimp-ni ? » Hen a lavaras d’ezho : « Ne d-it ket en tu all d’ar pez a zo merket d’ehoc’h. »
Ar zoudarded a c’houlenne outhan d’ho zro : « Ha ni, petra ’ reimp ? » Hag e lavaras d’ezho : « Ne voaskit den ebed, ne rit ket a c’haou, ha bezit avoalc’h gant ho pae. »
Hogen, evel ma crede ar bobl ha ma sonje an holl en ho c’halonou e c’helle Iann martreze beza ar C’hrist, e respontas en eur lavaret d’an holl : « Me a ro d’ehoc’h gant dour badiziant ar binijen ; mes an hini a deuio var va lerc’h a zo creffoc’h egedon ; n’oun ket din da zougen he voutou na da zilassa anezho : hen a vadezo ac’hanoc’h er Spered-Santel hag en tan. Evel an tan, dishenvel dioc’h an dour, a netaa an traou beteg an diabarz, ar vadiziant-ze a c’hlano an den beteg en he ene. [3] Dija eman ar c’hrouer en he zorn, hag e scarzo he leur, hag e testumo ar guiniz en he c’hrignol : ar pell avad a zèvo en tan na c’heller ket da vouga. »
Iann a gelenne mad ar bobl en eur rei d’ezhan calz a guzuliou all.
Hogen, en deveziou ma vadeze Iann ar bobl
holl, Jesus a deuas euz Nazareth er Galilee
d’ar Jourden, evit beza badezet gantahn. Mes
Iann a vire en eur lavaret : « Me a dle beza
badezet ganehoc’h, ha c’houi a deu davedon ! »
Jezus a respontas d’ezhan : « Gra e giz ma
lavaran, rag deread eo e peur-c’hrafemp evelse
peb gourc’hemen. » Abalamour m’oa deuet da
baea evit pec’hejou an dud, oa deread d’ezhan
senti ouz lezen ar binijen. Neuze Iann ne enebas
mui.
Kerkent ha m’oue badezet Jezus, e savas euz an dour hag ec’h en em lakeas da bedi. Neuze an envou a zigoras dirazhan hag e velas ar Spered-Santel o tisken dindan furm eur goulm hag o chom varnhan. Eur vouez a deuas euz an env hag a lavare : « C’houi eo va Mab muia-caret ; ennhoc’h em eus lakeat va flijadur. »
Jesus a ioa eat en he dregont vloaz.
Distrei a reas dioc’htu euz ar Jourden, carget gant ar Spered, hag e oue casset ganthan en eul leac’h gouez evit beza tentet gant an diaoul. Eno e veve gant al loened, ha ne zrebas netra epad daou-ugent devez ha daou-ugent nozvez. A-benn an amzer-ze hen doa naon. Neuze an tenter a dosteas ; ne c’houie ket Jezus a ioa Mab da Zoue hag e c’hoantee her gouzout, hag e lavaras d’ezhan : « Ma ’z oc’h Mab Doue, lavarit ma teuio ar mein-ze da veza bara. » Jesus a respontas d’ezhan : « Scrivet eo : an den ne vev ket ebken deuz bara, mes deuz peb ger a zeu euz ginou Doue. » Neuze an diaoul a zougas anezhan da Jerusalem, ar gear zantel, hen lakeas var lein an templ hag a lavaras d’ezhan : « Ma’z oc’h Mab Doue, en em daolit d’an traon ; rag scrivet eo : kemennet hen deus d’he elez divar ho penn evit ho tiouall, hag e tougint ac’hanoc’h en ho daouarn gant aon na stokfe ho troad ouz ar mean. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Scrivet eo ive : ne denti ket an Aotrou da Zoue, ne c’houlenni ket eur burzud eb ezom. »
An diaoul he zougas c’hoaz var eur menez huel bras, hag en eur predic, e tiscuezas d’ezhan holl rouanteleziou ar bed gant ho sked, hag e lavaras d’ezhan : « Me a roio d’ehoc’h ho galloud holl hag ho sked, rag etre va daouarn int lakeat, ha me ho ro d’an hini a garan. Me ’ ro d’ehoc’h an holl draou-ze, ma stouit dirazon ha ma c’hadorit ac’hanon. » Neuze Jesus a lavaras d’ezhan : « Adrenv, Satan ! Rag scrivet eo : te ’ adoro an Aotrou da Zoue ha ne jervichi nemethan. »
Pa oue echu an holl dentation, an diaoul a ieas kuit diouthan evit eun amzer. An elez a dosteas hag e servichent anezhan.
Traou ar religion a veze reizet etouez ar
Jusevien gant eur c’honseil bras a ioa ennhan
unneg den ha tri-ugent rannet e tri rumm :
prinsed ar veleien, an doctored ha pennou-bras
ar bobl. Ar beleg-bras a rene anezho.
Hogen, setu ama testeni Iann, pa gassas ar Jusevien, ar c’honseil bras, beleien ha levited deuz Jerusalem d’he gaout evit ober ar goulen-man outhan : « Piou out-te ? » Hag ec’h anzavas ha ne nac’has ket ; hag ec’h anzavas : « N’ez oun ket ar C’hrist. »
— « Petra ta neuze, a c’houlenjont ? Elias out ? » — « N’oun ket, emezhan. » — « Ar prophet out ? An hini bras a dle dont hervez Moyses ? [4] » Hag e respontas : « Nann. » Neuze e lavarjont d’ezhan : « Piou out ? evit ma c’hellimp rei respont d’ar re ho deus digasset ac’hanomp ; petra ’ lavares ac’hanot da-unan ? » — « Me eo, emezhan, mouez an hini a iou el leac’hiou distro : eünit hent an Aotrou, evel m’hen deus lavaret ar prophet Isaias. »
Ar c’hannaded a ioa Pharisianed, enebourien da beb nevezenti. Goulen a rejont outhan ha lavaret a rejont d’ezhan : « Perag-ta neuze e vadezes, ma n’out ket ar C’hrist, nag Elias, nag ar Prophet ? » lann a respontas : « Me a vadez en dour ; mes en ho touez ez eus unan ne anavezit ket ; hen a dle dont var va lerc’h. Lakeat eo huelloc’h egedon : n’oun ket din da ziliamma lassou he voutou. »
An traou-man a dremenas e Bethanii ar Peree, ha n'e ket e Bethanii ar Judee, en tu all d’ar Jourden, el leac’h ma roe Iann ar Vadiziant.
Antronoz, Iann a velas Jesus o tont d’he gaout hag e lavaras : « Setu Oan Doue : setu an hini a lam pec’hed ar bed guelloc’h eged an oan a vez sacrifiet bemdez e Jerusalem. Heman an hini em eus lavaret divar he benn : var va lerc’h e teu unan a zo lakeat huelloc’h egedon, rag em raog edo. Ha me ne anaien ket anezhan dre eur sin euz an env [5] ; mes evit ma vije discuezet en Israel, ez oun deut da vadezi en dour. »
Ha Iann a roas testeni evelhen : « Guelet em eus ar Spered o tisken euz an env evel eur goulm, hag e chomas varnhan. Ha me ne anaien ket anezhan. Mes an hini hen deus digasset ac’hanon da vadezi en dour a lavaras d’in : an neb ma veli ar Spered o tisken hag o chom varnhan, hennez a vadez er Spered-Santel. Hogen, guelet em eus ha roet em eus testeni ez eo Mab Doue. »
En devez varlerc’h, Iann a ioa c’hoaz eno gant
daou deuz he ziskiblien. Hag o velet Jesus o
kerzet e lavaras : « Setu Oan Doue. » Ar geriou-ze
a oue clevet gant an daou ziskibl, hag ez
ajont varlerc’h Jesus. Mes Jesus, o veza distroet
hag o velet anezho ouz he heul, a lavaras
d’ezho : « Petra glaskit ? » Ar re-man a lavaras
d’ezhan : « Rabbi » , ar pez a zinifi
mestr, « E peleac’h e chomit ? » Lavaret a
reas d’ezho : « Deuit ha guelit. » Dont a rejont
hag e veljont e peleac’h e chome hag e chomjont
ganthan en devez-se. Beza oa var dro an
degvet heur, peder heur dioc’h an abardaez.
Hogen, Andre, breur da Zimon-Per, a ioa unan deuz an daou ho doa clevet Iann hag ho doa heuliet Jesus. Caout a reas da genta he vreur Simon hag e lavaras d’ezhan : « Cavet hon deus ar Messias, » ar pez a zinifi ar C’hrist. Hag her c’hassas da Jesus. Jesus a zellas outhan hag a lavaras : « Te eo Simon, mab da Iann, te vezo hanvet Cephas, » ar pez a zinifi Per pe Mean.
Antronoz, Jesus a fellas d’ezhan mont d’ar Galilee, hag e cavas Philipp. Lavaret a reas d’ezhan : « Heul ac’hanon. » Philipp a ioa deuz Bethsaïda, kear Andre ha Per.
Philipp a gavas Nathanael, pe Barthelemy, hag a lavaras d’ezhan : « Cavet hon deus an hini a zo scrivet divar he benn gant Moyses, el lezen, ha gant ar bropheted : Jesus a Nazareth, mab da Joseph. » Mes Nathanael a lavaras d’ezhan : « Hag eun dra vad bennag a c’hell dont euz Nazareth ? » Philipp a lavaras d’ezhan : « Deus hag e veli. »
Jesus a velas Nathanael o tont hag a lavaras divar he benn : « Setu aze eur guir den a Israel, n’eus ket a droidellerez ennhan. » Nathanael a lavaras d’ezhan : « Penaoz ec’h anavezit-hu ac’hanon ? » Jesus a respontas d’ezhan : « Araog ma oues galvet gant Philipp, pa edos dindan ar vezen fiez, e velis ac’hanot. » Nathanael a respontas : « Mestr, c’houi eo Mab Doue, c’houi eo roue Israel. « Mes Jesus a lavaras d’ezhan : « Abalamour m’am eus lavaret d’id e velis ac’hanot dindan ar vezen fiez, e credes : brassoc’h eged an dra-ze a veli. » Hag e lavaras d’ezhan : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h ; guelet a reot an env digor hag elez Doue o pignat hag o tisken var Mab an den. »
Tri devez goude ez oa eun eured e Cana er Galilee, ha mamm Jesus a ioa eno. Jesus a oue pedet ive d’an eured gant he ziskiblien. Diouer o veza savet var ar guin, mamm Jesus a lavaras d’ezhan : « N’ ho deus ket a vin. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Maouez, (er zao-heol e vez roet an hano-ze memez d’ar vamm), maouez, petra c’hoantait-hu diganen ? Va heur n’eo ket deut c’hoaz. » He vamm, o c’houzout oa silaouet, a lavaras d’ar jervicherien : « Grit kement a lavaro d’ehoc’h. » Hogen, bez’ ez oa eno c’huec’h pod-mean a jerviche d’ar Jusevien evit en em voalc’hi hervez al lidou. E peb hini anezho ez ea daou pe dri muzul, 80 pe 120 litrad. Jesus a lavaras d’ezho : « Cargit ar podou a zour. » Hag e cargjont anezho beteg ar ginou. Jesus a lavaras d’ezho : « Tennit breman ha cassit da vestr ar banked. » Hag e rejont. Mestr ar banked a danvas an dour troet e guin. Ne c’houie ket euz a beleac’h e teue ; mes ar jervicherien a c’houie, hi ho doa tennet an dour. Kerkent mestr ar banked a c’halvas an den nevez hag a lavaras d’ezhan : « Ar guin mad a vez servichet da genta, ha pa vez tommet d’an dud, an hini falloc’h : mes te a peus dalc’het ar guin mad beteg ar mare-man. »
Setu aze kenta burzud Jesus, a oue great e Cana er Galilee. Dre eno, e tiscuezas he c’hloar, hag he ziskiblien a gredas ennhan startoc’h.
Goudeze e tiskennas da Gapharnaum gant he vamm, gant he gendirvi ha gant he ziskiblien. Chom a rejont eno eun neubeut deveziou.