Mont d’an endalc’had

Pevar Aviel/Kenta loden

Eus Wikimammenn
Moullerez ar "C’hourrier", 1904  (p. 1-26)



KENTA LODEN
Ginivelez Hor Zalver, he vugaleach hag he yaouankiz
————
KENTA PENNAD
Mab Doue pe ar Verb (S. Iann, I, l-18)
————


Er penn-kenta edo ar Verb, ar Mab, hanvet ar Verb pe ar Gomz abalamour ma c’han euz an Tad e giz ar Gomz a c’han euz ar Spered, hag ar Verb a ioa gant Doue, hag ar Verb a ioa Doue. Er penn-kenta edo gant Doue.

Peb tra a zo bet great ganthan ; ha netra deuz ar pez a zo great n'eo great ebdhan.

Ennhan edo ar vuez, beza eo ar vuez guirion ha mammen an holl bueziou, hag ar vuez a ioa sclerijen an dud o rei d'ezho buez ar feiz hag ar c'hras [1]. Hag ar sclerijen a lui en denvalijen, etouez an dud dallet gant ar pec’hed, hag an denvalijen n'hen deus ket he digemeret.

Beza oue eun den digasset gant Doue, hanvet Iann Vadezour. Dont a reas evel test, da rei testeni d'ar sclerijen, evit ma teuje an holl da gredi dreizhan. N'oa ket he-unan ar sclerijen, mes dont a reas evit rei testeni d'ar sclerijen.

Mab Doue oa ar guir sclerijen a sclera kement hini a deu er bed-man.

Er bed edo dre he oberou hag he c’hrassou, hag ar bed a zo bet great ganthan, hag ar bed n’hen deus ket he anavezet.

Deut eo en he dra, hag he re n’ho deus ket he zigemeret. Mes da gement hini hen deus digemeret anezhan hen deus roet ar c’halloud da veza great bugel Doue, da gement hini a gred en he hano ha n’eo ket ganet nag euz ar goad, nag euz ioul ar c’hig, nag euz c’hoant an den, mes euz Doue, p’han deus roet d’ezhan buez ar c’hras.

Hag ar Verb a zo en em c’hreat den o kemeret eur c’horf hag eun ene hag eo bet chomet en hon touez. Guelet hon deus he c’hloar, he c’hloar evel Mab unic an Tad, leun a c’hras hag a virionez.

Iann a ro testeni divar he benn, hag a lavar a vouez huel : « Setu an hini a lavaren anezhan : an hini a dle dont var va lerc’h a zo bet lakeat huelloc’h egedon, abalamour m’edo em raog. »

Holl hon deus bet euz he binvidigez, ha gras evit gras. Rag al lezen goz, eur c’hras evithi da veza dibarfet [2], a zo bet roet dre zaouarn Moyses ; al lezen nevez, ar c’hras hag ar virionez parfet a zo deut dre Jesus-Christ. Moyses, na den ebed n’hen deuz guelet Doue ; ar Mab unic, a zo e creiz an Tad, hen deus he roet da anaout.


————

EIL PENNAD
Cannad an arc’hel Gabriel da Zacharias ha Conception S. Iann Vadezour
(S. Lucas I, 5-25)
————


E amzer Herodes, roue ar Judee, ez oue eur beleg hanvet Zacharias, euz rumm Abia : hag he bried, euz ouenn Aaron, a ioa hanvet Elisabeth. Just oant ho daou dirag Doue ha bale ' reant direbech e holl gourc’hemennou ha lezennou an Aotrou. N’ho doa ket a vugale abalamour Elisabeth a ioa difrouezus ha ma ’z oant eat ho daou var an oad.

Hogen, epad m’edo Zacharias, deut tro he rumm, oc’h ober he garg a veleg dirag Doue, e c’hoarvezas, hervez giz ar veleien, ma oue galvet gant ar zort da vont e diabarz an templ evit kinnig an ezans. Hag holl foul ar bobl a ioa er meaz da vare an ezans. [3]

Hogen, eal an Aotrou a en em ziscuezas d’ezhan, en he za en tu deou da aoter an ezans. Zacharias a oue trubuillet o velet anezhan, ha spont a gouezas varnhan. Mes an eal a lavaras d’ezhan : « Na gemer ket aon, Zacharias, rag da beden a zo silaouet ; ha da bried Elisabeth a c’hano d’id eur mab hag e c’halvi anezhan deuz an hano a Iann. El levenez e vezi, hag en estlam ; ha calz a gemero laouenedigez en he c’hinivelez : rag bras e vezo dirag an Aotrou ; ne efo ket guin na netra ebed a c’hell mesvi ; carget e vezo deuz ar Spered-Santel azaleg corf he vamm ; distrei a reio calz deuz bugale Israel varzu an Aotrou ho Doue ; he-unan e valeo dirag Doue gant spered ha galloud ar prophet Elias evit digass er mibien calon an tadou hag ho feiz, distrei an dud difeiz da furnez an dud just ha pourchass d’an Aotrou eur bobl direbech. »

Zacharias a lavaras d’an eal : « penaoz e velin an dra-ze ? Rag me a zo coz ha va fried a zo eat var an oad. »

An eal a lavaras d’ezhan : « Me eo Gabriel a en em zalc’h dirag Doue, ha casset oun evit comz ouzid ha digass d’id ar c’helou mad-ze. Ha setu e vezi mut ha ne c’helli ket prezeg beteg an deiz ma tigouezo an traou-ze, abalamour n’e peus ket credet em c’homzou a vezo sevenet en ho amzer. »

Ar bobl a c’hortoze Zacharias hag a ioa souezet ma talee en templ. Pa deuaz er meaz, ne c’helle ket comz outho, hag ec’h anavezjont hen doa guelet eun dra bennag en templ. Hen a rea sinou d’ezho, hag e chomas mut.

P’han doa great amzer he garg, e tistroas d’ar gear.

Hogen, goude an deveziou-ze, Elisabeth, he bried, a goncevas hag e chome cuzet epad pemp miz en eur lavaret : « Setu aze petra hen deus great evidon an Aotrou, en deveziou m’han deus sellet ouzin evit tenna divarnon va dishenor dirag an dud, abalamour n’em oa ket a vugale.


————

TREDE PENNAD
An Arc’hel Gabriel a lavar d’ar Verc’hez ez eo dibabet
evit beza mamm da Zoue (S. Lucas, I, 26-38)
————


Er c’huec’hvet miz goude Conception Iann-Vadezour, an eal Gabriel a oue casset gant Doue en eur gear deuz ar Galilee, hanvet Nazareth, da gaout eur verc’hez a ioa dimezet da un den deuz ouenn David, hanvet Joseph, hag hano ar verc’hez a ioa Mari.

An eal, o veza eat el leac’h ma edo, a lavaras : « Me ho salud, leun a c’hras ; an Aotrou ’ zo ganehoc’h ; benniget oc’h dreist ar gragez. » O clevet ar c’homzou-ze, Mari a oue trubuillet gantho, hag e claske en he spered petra ’ c’helle beza ar zalud-se.

An eal a lavaras d’ezhi : « Ne gemerit ket aon, Mari, rag cavet ho peus gras dirag Doue. Setu e concevot en ho creiz, e c’hanot eur mab hag e c’halvot anezhan deuz an hano a Jesus. Hennez a vezo bras ; galvet e vezo Mab an Hini a zo dreist peb tra ; an Aotrou Doue a roio d’ezhan tron David he dad ; ren a reio da virviken e ti Jacob, var an holl dud a feiz evel bugale Jacob, hag he ren n’hen dezo termen ebed. »

Neuze Mari a lavaras d’an eal : « Penaoz e vezo great an dra-ze ? Rag me a vev e guerc’hez. »

An eal a respoutas dezhi : « Ar Spered-Santel a ziskenno varnhoc’h ha galloud an Hini a zo dreist peb tra a c’holoio ac’hanoc’h deuz he skeud. Evel m’hen deuz furmet corf Adam gant douar, Doue a furmo ennoc’h corf ho Mab gant ho coad purra. Dre ze, an Hini Santel a lakeot er bed a vezo hanvet Mab Doue, abalamour m’her bezo e guirionez. Setu ho cares Elisabeth he deus ive concevet eur mab en he c’hozni ; hag ar miz-man eo ar c’huec’hvet evit an hini a ioa hanvet difrouez ; rag n’eus netra dreist galloud Doue. An hini hen deus lakeat da zougen ar vaouez coz ha difrouezus a c’hell ive ho lakaat da veza mamm evidoc’h da jom guerc’hez. »

Neuze Mari a lavaras : « Setu ama servicherez Doue ; ra vezo great d’in hervez ho ker. » Hag an eal a ieas kuit diouthi. Er memez amzer oa eil ferson deuz an Dreinded a en em c’hreas den etre daou goztez benniget ar Verc’hez Vari. [4]


————

PEVARE PENNAD
Mari a ia da velet Elisabeth. — Ar Magnificat
(S. Lucas, I, 39-56)
————


Mari a zavas en deveziou-ze hag a ieas trumm etrezeg ar meneziou, en eur gear deuz Juda, hag o veza eat e ti Zacharias, e saludas Blisabeth.

Kerkent ma clevas Elisabeth salud Mari, he c’hrouadur a dridas en he c’hreiz : hi a oue carget deuz ar Spered-Santel, hag o taoler eur griaden vras, e lavaras : « C’houi a zo benniget dreist ar gragez, ha benniget frouez ho corf. Hag euz a beleac’h e teu d’in-me an eur ma plij gant mamm va Aotrou dont davedon ? Rag kerkent m’eo bet scoet va diouscouarn gant ho mouez ouz va zaludi, va c’hrouadur hen deus dridet gant joa em c’hreiz. Eürus oc’h da veza credet ! Rag an traou a zo lavaret d’ehoc’h a berz Doue a deuio da veza guir. »

Ha Mari a lavaras :

Magnificat anima mea dominum...

« Va ene a ro meuleudi d’an Aotrou, ha va spered hen deus dridet gant joa e Doue va Zalver.

» Rag taolet hen deus he zaoulagad var izelded he jervicherez, ha setu hiviziken an holl boblou am galvo eürus.

» An hini ’ zo galloudus hen deus great traou bras em c’henver, hag he hano a zo santel.

» He drugarez a en em astenn euz a rumm da rumm var gement hini a vev en he zoujans.

» Discuezet hen deus galloud he vreac’h ; casset hen deus da netra ar re a en em zave e sonjou ho c’halon.

» Discaret hen deus divar ho zron an dud galloudus, ha savet an dud dister.

» Carget hen deus a vadou ar re ho doa naon ha casset goullou diouthan ar re a ioa pinvidik.

» Savet hen deus Israel he jervicher, deut sonj d’ezhan euz he drugarez,

» Hervez m’hen doa lavaret d’hon tadou, da Abraham ha d’he ouenn evit ato. »

Hogen, Mari a jomas var dro tri miz gant Elisabeth, hag e tistroas d’he c’hear.

————

PEMPET PENNAD
Ginivelez Iann Vadezour. Cantic Zacharias (S. Lucas, I, 57-80)
————


Goulzgoude, dont a reas evit Elisabeth an amzer da c’henel, hag e c’hanas eur mab. He amezeien hag he c’herent a glevas hen doa an Aotrou discuezet he drugarez vras en he c’henver, hag e verkent d’ezhi ho levenez.

D’an eizvet devez e teujont da rei ar zirconcision d’ar bugel hag e c’halvent anezhan Zacharias deuz hano he dad. Mes he vamm a respontas : « Nann ; hanvet e vezo Iann. » Hag e lavarjont d’ezhi : « n’eus den ebed en ho kerentiez hag a zougfe an hano-ze. » Hag e c’houlennent dre zin ouz he dad pe hano a felle d’ezhan rei d’ar c’hrouadur. O veza goulennet eun daolen e scrivas varnhi : « Iann eo he hano. » Hag an holl a oue souezet.

Kerkent he c’hinou a zigoras hag he deod o comz a vennige Doue. Aon a grogas en holl amezeien, hag an holl draou-ze a oue brudet e holl meneziou ar Judee. Kement hini ho c’hlevas a zalc’has anezho en he galon en eur lavaret : « Petra ’ gav d’ehoc’h e vezo ar bugel-ze ? » Evit guir, dorn an Aotrou a ioa ganthan.

Zacharias, he dad, a oue carget deuz ar Spered-Santel, hag e prophesias en eur lavaret :

Benedictus dominus Deus Israel...

« Ra vezo benniget an Aotrou, Doue Israel, abalamour m’en deus bisitet ha dasprenet he bobl.

» Savet hen deus evidomp eur zalver galloudus e ti David, he jervicher.

» Setu ar pez hen doa lavaret dre c’hinou propheted santel ar c’hanvejou tremenet : e saveteje ac’hanomp deuz hon enebourien ha deuz dorn kement hini a gassaa ac’hanomp ; e raje trugarez e kenver hon tadou ; e talc’hje sonj deuz he unaniez santel ha d’al le touet d’hon tad Abraham ; e roje d’eomp ar c’hras, goude ma vijemp tennet euz a zaouarn hon enebourien, da jervicha anezhan eb encrez ha da veva dindan he zaoulagad er zantelez hag er justis, beteg fin hon deveziou.

» Evidot-te, bugel, te a vezo galvet prophet an Hini a zo dreist peb tra, rag te a gerzo dirag fas an Aotrou evit reiza he henchou ha rei d’he bobl skiant ar zilvidigez evit m’han dezo ar pardon deuz he bec’hejou.

Abalamour da galon hon Doue trugarezus, ez eo deut d’hor bizita an Hini a zav deuz an huel evit sclerijenna ar re a zo azezet e tenvalijen hag e skeud ar maro ha blenia hon treid e hent ar peoc’h. »

Goulzgoude ar bugel a greske hag a grenvee hervez ar Spered, hag e chome el leac’hiou distro, beteg an deiz ma tlie en em ziscuez da bobl Israel.


————

C'HUEC'HVET PENNAD
Joseph, sclerijennet gant eun eal, a gemer Mari da

bried. — Ouenn Jesus-Christ (S. Vaze, I, 18-25 ;

id., I, 1-17 ; S. Lucas, III, 23-38).
————


Ginivelez Jesus-Christ a zigouezas en doare-man.

Mari, he Vamm, a ioa dimezet da Joseph. Beza ma n’ho doa ket bevet evel priejou, e veljot e touge Mari dre ar Spered-Santel. Joseph, he fried, o veza m’oa just ha ne felle ket d’ezhan he discuill, a lakeas en he benn cass kuit anezhi dre guz.

Hogen, epad ma ruille ar zonjou-ze, setu eal Doue a en em ziscuezas d’ezhan en eun uvre hag a lavaras : « Joseph, mab David, n’as pez ket aon o kemeret Mari da bried ; rag ar pez a zo furmet ennhi a deu euz ar Spered-Santel. Genel a reio eur mab hag e c’halvi anezhan deuz an hano a Jesus, Salver, rag hen a zalvo he bobl deuz he bec’hejou.

An holl draou-man a zigouezas evit ma teuje da vir ar pez hen doa lavaret an Aotrou dre vouez ar prophet : « Setu ar Verc’hez a goncevo hag a c’hano eur mab, hag e vezo hanvet Emmanuel, da lavaret eo, Doue-ganeomp. »

Pa zihunas Joseph, e reas ar pez a ioa gourc’hemennet d’ezhan gant eal an Aotrou hag e kemeras he bried. Mes miret a rea ganthi ar burete. Goudeze, pa c’hanas Mari he mab penn-her, e roas d’ezhan an hano a Jesus.

Joseph, tad dirag al lezen, o veza deuz ar memez famill gant Mari deuz tu Anna, he mamm, hag evelse tadou Joseph o veza tadou Jezus, setu ama ouenn Jesus-Christ, mab David, mab Abraham.

Abraham a engehentas Isaac. Isaac a engehentas Jacob. Jacob a engehentas Juda hag he vreudeur. Juda a engehentas Phares ha Zara euz Thamar. Phares a engehentas Esron. Esron a engehentas Aram. Aram a engehentas Aminadab. Aminadab a engehentas Naasson. Naasson a engehentas Salmon. Salmon a engehentas Booz deuz Rahab. Booz a engehentas Obed deuz Ruth. Obed a engehentas Jesse. Jesse a engehentas ar roue David.

Ar roue David a engehentas Salomon deuz an hini a ioa bet da Urias. Salomon a engehentas Roboam. Roboam a engehentas Abias. Abias a engehentas Asa. Asa a engehentas Josaphat. Josaphat a engehentas Joram. Joram a engehentas Osias. Osias a engehentas Joatham. Joatham a engehentas Achaz. Achaz a engehentas Ezechias. Ezechias a engehentas Manasse. Manasse a engehentas Amon. Amon a engehentas Josias. Josias a engehentas Jechonias hag he vreudeur epad harlu Babylon.

Ha goude harlu Babylon, Jechonias a engehentas Salathiel. Salathiel a engehentas Zorobabel. Zorobabel a engehentas Abiud. Abiud a engehentas Eliacim. Eliacim a engehentas Azor. Azor a engehentas Sadoc. Sadoc a engehentas Achim. Achim a engehentas Eliud. Eliud a engehentas Eleazar. Eleazar a engehentas Mathan. Mathan a engehentas Jacob. Jacob a engehentas Joseph, pried Mari, deuz pehini eo ganet Jesus a zo hanvet Christ.

Evelse, an holl rummou, azaleg Abraham beteg David, a zo pevarzeg anezho ; hag azaleg David beteg harlu Babylon, ez eus pevarzeg ; hag azaleg harlu Babylon beteg Jesus-Christ ez eus pevarzeg.

Joseph, tad hervez al lezen, pa oue dimezet da Vari, a deuas da veza mab da Heli, hanvet c’hoaz Heliachim pe Joachim, tad ar Verc’hez Vari. Setu ama ouenn Jesus deuz an tu-ze : Joseph a oue mab da Heli, a oue da Vathat, a oue da Levi, a oue da Velchi, a oue da Janne, a oue da Joseph, a oue da Vathatias, a oue da Amos, a oue da Nahum, a oue da Hesli, a oue da Nagge, a oue da Vahath, a oue da Vathatias, a oue da Zemei, a oue da Joseph, a oue da Juda, a oue da Joanna, a oue da Resa, a oue da Zorobabel, a oue da Zalathiel, a oue da Neri, a oue da Velchi, a oue da Addi, a oue da Gosan, a oue da Elmadan, a oue da Her, a oue da Jesu, a oue da Eliezer, a oue da Jorim, a oue da Vathat, a oue da Levi, a oue da Zimeon, a oue da Juda, a oue da Joseph, a oue da Jona, a oue da Eliakim, a oue da Velea, a oue da Venna, a oue da Vathatha, a oue da Nathan, a oue da Zavid, a oue da Jesse, a oue da Obed, a oue da Vooz, a oue da Zalmon, a oue da Naasson, a oue da Aminadab, a oue da Aram, a oue da Esron, a oue da Phares, a oue da Juda, a oue da Jacob, a oue da Isaac, a oue da Abraham, a oue da Dhare, a oue da Nachor, a oue da Zarug, a oue da Ragau, a oue da Phaleg, a oue da Heber, a oue da Zale, a oue da Gaïnan, a oue da Arphaxad, a oue da Zem, a oue da Noe, a oue da Lamech, a oue da Vathusale, a oue da Henoch, a oue da Jared, a oue da Valaleel, a oue da Gaïnan, a oue da Henos, a oue da Zeth, a oue da Adam, a oue euz Doue.


————

SEIZVET PENNAD
Ginivelez ha Circoncision Jesus (S. Lucas, II, 1-21)
————


En deveziou-ze e teuas an urz a berz Cesar-August da niveri ar bed holl. An niveredigez kenta-ze a oue great gant Cyrinus, gouarner ar Syrii. An holl a iea da ziscleria ho hano, peb hini en he gear. Joseph ive a ieas euz Nazareth, er Galilee, hag a bignas er Judee, e kear David, hanvet Bethlehem, rag beza oa euz ouenn ha famill David. Lakaat a ranke he hano gant Mari, he bried, a c’hortoze beza mamm.

Epad ma edont eno, e teuas evithi ar mare da c’henel. Lakaat a reas er bed he mab penn-her [5], ha goude beza he vailluret, e c’hourvezas anezhan en eur c’hraou, abalamour n’oa ket a blas evitho en hostaliri.

Hogen, bez’ ez oa er memez leac’h pastored var zao, hag a zioualle ho jatal, peb hini d’he dro, epad lodennou an noz. [6] Ha setu eal an otrou a en em ziscuezas en ho c’hichen, ha sclerijen Doue a lugernas en dro d’ezho. Eur spont bras a grogas ennho. Mes an eal a lavaras d’ezho : « N’ho pezet ket aon ; me a zigass d’ehoc’h eur c’helou mad, a vezo eur joa vras evidhoc’h hag evit ar bobl a bez. E kear David ez eus ganet d’ehoc’h hirio eur Zalver, a zo ar C’hrist an Aotrou. Ha setu ar sin evidhoc’h : aout a reot eur bugel mailluret ha gourvezet en eur c’hraou. »

Kerkent eur maread elez deuz an env a en em unanas gant an eal, hag e veulent Doue, hag e lavarent : « Gloar da Zoue e bar an envou ha peoc’h var an douar d’an dud a volontez vad. »

Pa oue en em dennet an elez en env, ar bastored a lavare an eil d’egile : « Deomp beteg Bethlehem ha guelomp ar pez a zo digouezet hag hen deus roet d’eomp an Aotrou da anaout. » Diredet a rejont eta hag e cavjont Mari ha Joseph, hag ar bugel gourvezet en eur c’hraou. O velet anezhan ec’h anavezjont ar virionez deuz ar pez a ioa bet lavaret d’ezho divarbenn ar bugel-ze. Kement hini a glevas an dra-ze a oue souezet, hag ive gant ar pez a ioa bet lavaret d’ezho gant ar bastored.

Hogen Mari a vire hag a vedite an holl draou-ze en he c’halon.

Ar bastored a zistroas en eur rei enor ha meuleudi da Zoue evit kement ho doa clevet ha guelet, hervez m’oa bet lavaret d’ezho.

Pa deuas a-benn eiz dez ar mare da rei ar zirconcision d’ar bugel, e oue hanvet deuz an hano a Jesus, a ioa bet roet gant an eal araog ma oue concevet e creiz he vamm.


————

EIZVET PENNAD
Purification ar Verc'hez. Jesus kinniget en templ
(S. Lucas, II, 22-39)
————


Pa deuas deveziou purification Mari hervez lezen Moyses, e cassjont ar bugel da Jerusalem evit he lakaat dirag an Aotrou. Rag scrivet eo e lezen an Aotrou : peb paotr kenta-ganet gant he vamm a vezo kinniget d’an Aotrou. Rei a dlient ive evit ar zacrifis, hervez m’eo scrivet e lezen an Aotrou, eur c’houblad turzunelled pe diou goulm vihan.

Hogen, bez’ ez oa neuze e Jerusalem eun den hanvet Simeon. An den-ze a ioa just ha leun a zoujans Doue. Gortoz a rea frealzidigez Israel, hag ar Spered-Santel a ioa ennhan. Discleriet oa bet d’ezhan gant ar Spered-Santel ne velje ket ar maro araog m’han dije guelet Christ an Aotrou. Dont a reas d’an templ poulzet gant ar Spered. Ha pa edo kerent Jesus o tigas anezhan, abalamour da ober evithan ar pez oar boazet hervez al lezen, her c’hemeras etre he zivreac’h, hag e vennigas Doue en eur lavaret :

Nunc dimittis servum tuum...

« Breman, Aotrou, lezit ho servicher da vont e peoc’h, hervez ho ker, rag va daoulagad ho deus guelet ar Zalver a deu ac’hanoc’h, an hini oc’h eus lakeat dirag fas an holl boblou evel ar sclerijen a scleraio an dud, ha gloar ho pobl Israel. »

Tad mager Jesus hag he vamm a ioa estlammet gant an traou a lavaret divar he benn. Simeou a vennigas anezho hag a lavaras da Vari, he Vamm : « Ar bugel-man a zo lakeat evit coll ha silvidigez eleiz a dud en Israel, hervez an implij a reint deuz he c’hrassou, hag evel eur sin a vezo enebet outhan [7]. Hoc’h ene-c’houi a vezo treuzet gant eur c’hleze : dre eno e vezo disculiet ar menoziou a zo e meur a galon. »

Bez’ ez oa ive eur brophetez, Anna, merc’h da Phanuel, deuz rumm-dud Aser. Hounnez a ioa eat calz var an oad ; n'he doa bevet nemet seiz vloaz e stad a vriedelez. Chomet intanvez hag oajet a bevar bloaz ha pevar ugent ne bellea ket dioc’h an templ hag e serviche Doue deiz ha noz dre iuniou ha pedennou. O veza digouezet ive d’an heur-ze, e veule an Aotrou hag e comze deuz ar bugel da gement hini a c’hortoze redemption Israel.

Pa ho doa great peb tra hervez lezen an Aotrou e tistrojont d’ar Galilee, d’ho c’hear Nazareth.


————

NAVET PENNAD
Ar rouaned maj (S. Vaze, II, 1-12)
————


Ar famill zantel ne jomas ket e Nazareth : mont a reas da Vethlehem, kear Darid, el leac’h m’oa ganet Jesus.

Goude m’oa ganet Jesus e Bethlehem Juda, amzer ar roue Herodes, setu tud fur a deuas euz ar Zao-heol da Jeruzalem, hag e lavarjont : « E peleac’h eman roue ar Jusevien a zo ganet ? Rag ni hon deus guelet he stereden er Zao-heol hag ez omp deut d’he adori. »

Pa glevas kement-se, ar roue Herodes a oue trubuillet, ha Jerusalem a bez ganthan. O veza destumet holl brinsed ar veleien ha doctored ar bobl, ech enclaske digantho e peleac’h e tlie ar C’hrist genel. Hi a lavaras d’ezhan : « E Bethlehem Juda. Rag setu ar pez a scriv ar prophet : « Ha te, Bethlehem douar Juda, n’out ket ar bihanna etouez keariou bras Juda, rag ac’hanot e teuio ar penn a dle ren va fobl Israel. »

Neuze Herodes, o veza galvet e cuz an dud fur, a zeskas gantho en eun doare aketus da be vare ar stereden a ioa en em ziscuezet d’ezho. Hag en eur gass anezho da Vethlehem e lavaras : « It ha grit eun enclask piz divar benn ar bugel. Pa ho pezo cavet anezhan, kemennit d’in evit ma ’z in va-unan d’he adori. »

Goude beza clevet ar roue ez ajont kuit. Ha setu ar stereden ho doa guelet er Zao-heol a gerze dirazho, beteg ma teuas da jom a-zioc’h al leac’h m’edo ar bugel ennhan.

O velet ar stereden ez ouent carget deuz eul levenez eb he far. Hag o vont en ti e cavjont ar bugel hag he vamm, hag en eur stoui diraz-han, hen adorjont. Goude beza digoret ho zensoriou, e kinnigjont d’ezhan profou, aour, ezans ha myrr.

O veza bet kentelliet epad ho c’housk arabat distrei da gaout Herodes, e tistrojont d’ho bro dre eun hent all.


————

DEGVET PENNAD
Ar Famill Zantel a dec’h d’an Ejypt. Herodes a laz

bugale Bethlehem. Distro ar Famill Zantel

(S. Vaze, II, 13-23).
————


Goude m’oant eat kuit, eal an Aotrou a en em ziscuezas da Joseph epad he gousk hag a lavaras d’ezhan : « Sao, kemer ar bugel hag he vamm, tec’h d’an Ejypt ha chom eno heteg ma livirin d’id, rag Herodes a ia da glask ar bugel evit he lakaat d’ar maro. » Joseph a zavas, a gemeras ar bugel hag he vamm epad an noz hag a en em dennas en Ejypt. Chom a reas eno beteg maro Herodes evit ma teuje da vir ar pez hen doa lavaret an Aotrou dre c’hinou ar prophet : galvet em eus va mab euz an Ejipt.

Neuze Herodes, o velet oa bet faziet gant an dud fur, a ieas en eur gounnar vras hag e lakeas laza an holl vugale a ioa e Bethlehem ha tro var dro, azaleg an oad a zaou vloaz hag izeloc’h, hervez an amzer hen doa goulennet digant an dud fur.

Neuze oue sevenet ar pez hen doa lavaret evelhen ar prophet Jeremias : « Eur vouez a zo bet clevet e Rama, var an uhel, gouelvan hag hirvoud. Rachel a vouel he bugale ha n’eo ket fellet d’ezhi beza frealzet, abalamour n’emaint mui. »

Goude maro Herodes, eal an Aotrou a en em ziscuezas en Ejipt da Joseph epad he gousk hag a lavaras d’ezhan : « Sao, kemer ar bugel hag he vamm ha kea da vro Israel, rag maro int ar re a glaske tenna he vuez digant ar bugel. » Joseph a zavas, a gemeras ar bugel hag he vamm hag a deuas da vro Israel.

Mes o veza clevet e rene Archelaüs er Judee e leac’h Herodes, he dad, ne gredas ket mont di. Kentelliet epad he gousk, ec’h en em dennas e douar ar Galilee. Dont a reas da jom er gear hanvet Nazareth, evit ma teuje da vir ar pez ho doa lavaret ar bropheted : « Hanvet e vezo Nazarean. »


————

UNNEGVET PENNAD
Jesus etouez an doctored (S. Lucas, II, 40-52)
————


Goulzgoude ar bugel a greske hag a grenvee leun a furnez, ha gras Doue a ioa ennhan. He gerent a iea beb bloaz da Jerusalem evit deiz bras ar Pask. P’han doa daouzeg vloaz, e pignjont da Jerusaiem evel m’oant boazet da zeiz ar gouel. Da fin deveziou ar gouel, epad ma tistroent d’ar gear, ar bugel Jesus a jomas e Jerusalem, eb gouzout d’ezho.

O sonjal edo gant unan bennag deuz ho c’hompagnunez, e rejont eun devez bale. Neuze ec’h en em lakejont da glask anezhan etouez ho c’herent hag ho anaoudeien. Hag evel ne gavent ket anezhan, e tistrojont da Jerusalem evit he glask.

Ha setu a-benn tri devez e cavjont anezhan en templ, azezet e creiz an doctored, o silaou anezho hag oc’h ober outho goulennou. Kement hini a gleve anezhan a ioa souezet gant he furnez hag he responchou.

Ouz he velet Joseph ha Mari a oue estlammet. He vamm a lavaras d’ezhan : « Perag oc’h eus great d’eomp evelse ? Setu ho tad ha me, glac’haret holl, a glaske ac’hanoc’h. » Lavaret a reas d’ezho : « Petra ho poa o clask ac’hanon ? Ha ne c’houiec’h ket e rankan beza e traou va Zad ? » Hag hi ne goumprenjont ket pez a lavaras d’ezho.

Jesus a ziskennas gantho, a deuas da Nazareth hag e sente outho. He vamm a zalc’he an holl draou-ze en he c’halon. Evit Jesus, creski a rea e furnez, en oad hag e gras dirag Doue hag an dud. En em lakaat a rea henvel ouz an dud all o tiscuez a neubeudou ar furnez divin a ioa holl ennhan azaleg ar penn-kenta [8].


————
Evangelium
  1. An den a zo evel eun hanav caër a zo bet great gant Doue evit beza carget gant ar sclerijen divin-ze (S. Cyrill).
  2. S. Iann Chrysostom, ap. Fillion, in Jo. I, 16.
  3. Ar veleien a denne ar zort evit gouzont petra hen dije peb hini da ober en templ. Zacharias a ioa digouezet ganthan beza carget da zevi an ezans, dioc’h ar mintin ha dioc’h ar pardaez, dirag aoter ar c’houez-vad (Fillon).
  4. Fillion, in Luc, I, 38.
  5. Ginivelez Jesus a oue burzudus. « Mari a jomas guerc’hez araog, epad ha goude ginivelez he Mab. » (S. Augustin serm. 123).
  6. An noz a ioa rannet e peder loden e touez ar Jusevien : unan a iea beteg nav heur, eun all beteg anter-noz, eun all beteg teir heur hag an dïveza beteg c’huec’h heur.
  7. Jesus hag he Iliz a vezo enebet outho beteg fin an amzeriou.
  8. Maldonat in Luc, II, 40.