Mont d’an endalc’had

Pevar Aviel/Eil loden/Eil rann

Eus Wikimammenn
Moullerez ar "C’hourrier", 1904  (p. 38-62)



EIL RANN
Euz ar c’henta gouel Pask d’an eil
————
KENTA PENNAD
Jesus a ia da Jerusalem hag a daol ar varc’hadourien er meaz euz an Templ

(S. Iann, II, 13-25).

————

Templ Jerusalem a ioa eur blassen vras ha carre, clozet gant mogeriou. En he c’hreiz ez oa perzier, el leac’h ma kemere ar Jusevien perz er zacrifissou, dindan an amzer. Er penn izela edo porz ar merc’hed : huelloc’h, hini ar goazed : huelloc’h c’hoaz, hini ar veleien. Er penn huela edo al leac’h-santel, rannet e diou loden gant eur vouel vras meurbed. Al leac’h-santel ebken a ioa goloet.

Pask ar Iusevien a ioa tost, ha Jesus a bignas da Jerusalem. Caout a reas en templ tud a verze ejenned, denved ha coulmed evit ar zacrifissou, ha trokerien mouniz azezet ouz ho zaoliou. Goude beza great eur scourjez gant kerdin, e cassas an holl er meaz euz an templ, an ejenned hag an denved ive, e feltras mouniz an drokerien hag e tiscaras ho zaoliou. Ha d’ar varc’hadourien coulmed e lavaras : « Cassit an dra-ze ac’han, ha ne rit ket deuz ti va Zad eun ti a verzedigez. » Neuze he ziskiblien a deuas sonj d’ezho ez eo scrivet : « Aked ho ti a grign ac’hanon. » Mes ar Jusevien, tud ar C’honseil bras, a zavas ho mouez hag a lavaras d’ezhan : « Dre be viracl e tiscuezit-hu d’eomp oc’h eus guir da ober an traou-ze ? » Jesus a respontas : « Discarit an templ-man, hag e tri devez me her savo adarre. » Ar Jusevien a lavaras : « C’huec’h vloaz ha daou-ugent a zo lakeat da zevel an templ-man, ha c’houi hen assavo e tri devez ? »

Mes Jesus a gomze deuz templ he gorf a zo Doue o chom ennhan. Pa oue savet beo euz a douez ar re varo, e teuas sonj d’he ziskiblien deuz ar pez hen doa lavaret, hag e credjont er Scritur hag er gomz hen doa discleriet Jesus.

Epad ma edo e Jerusalem evit ar Pask, d’an deiz gouel, calz a gredas en he hano o velet ar burzudou a rea. Mes Jesus n’en em fizie ket ennho, abalamour m’ho anaie holl ha n’oa ket red e roje unan bennag testeni d’ezhan deuz eun den : gouzout a rea he-unan petra ’ ioa en den.


————

EIL PENNAD
Diviz Hor Zalver gant Nicodem (S. Iann,III, l-21)
————


Bez’ ez oa etouez ar pharisianed eun den hanvet Nicodem, unan deuz pennou bras ar Jusevien. Dont a reas da gaout Jesus en noz hag e lavaras d’ezhan : « Mestr, gouzout a reomp ez oc’h deut euz Doue evit kelen, rag nicun ne c’hell ober ar burzudou a rit, ma n’ema ket Doue ganthan. »

Jesus a respontas d’ezhan : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’id : ma ne c’han ket unan bennag a nevez, ne c’hell ket guelet rouantelez Doue. » Nicodem a lavaras d’ezhan : « Penaoz e c’hell an den genel, pa ’z eo coz ? Daoust hag e c’hell mont adarre e corf he vamm hag asgenel ? » Jesus a respontas : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’id : ma ne c’han ket unan bennag a nevez euz an dour hag ar Spered-Santel dre ar vadiziant [1] n’he c’hell ket mont e rouantelez Doue.

» Ar pez a zo ganet euz ar c’horf a zo corf, n’hen deus nemet buez ar bed-man ; ar pez a zo ganet euz ar Spered, euz Spered Doue, a zo spered, hen deus ar vuez dreist natur. Na vez ket eta souezet gant ar pez em eus lavaret d’id : red eo d’ehoc’h genel a nevez. »

» An avel a c’houez el leac’h ma car ; clevet a res he vouez, mes ne anavezes ket euz a beleac’h e teu na da beleac’h ez a : ar memez tra evit an den a zo ganet euz ar Spered. »

Nicodem a respontas : « Penaoz e c’hell an traou-ze en em gaout ? »

Jesus a lavaras : « Te a zo mestr en Israel, ha ne anavezes ket an traou-ze ? E guirionez, e guirionez, me a lavar d’id : ni a lavar ar pez a c’houezomp ha ni a ro testeni deuz ar pez hon deus guelet, mes c’houi ne zigemerit ket hon testeni.

» Me am eus comzet d’ehoc’h deuz traou an douar hag a c’hellit da anaout essoch evel an asgenel, ha ne gredit ket. Penaoz e credot-hu, ma comzan d’ehoc’h deuz traou an env, evel deuz ginivelez Mab Doue a holl viscoaz ? Rag den n’eo pignet en env nemet an hini a zo diskennet euz an env, Mab an den a zo en env abalamour ma z eo ive Mab Doue [2]. Hag evel Moyses a zavas ar zerpant coueor en dezert, evelse e rank beza savet Mab an den ouz ar groaz, evit ne d-ei ket da goll an neb a gred ennhan, mes m’han dezo ar vuez peurbadus.

» Rag Doue hen deus caret kement ar bed m’han deus roet he Vab unic evit ne d-ei ket da goll an neb piou bennag a gred ennhan, mes m’han dezo ar vuez peurbadus. Doue n’hen deus ket casset he Vab er bed evit barn, evit condaoni ar bed, mes evit ma vezo ar bed saveteet ganthan. An hini a gred ennhan n’eo ket barnet ; an hini ne gred ket a zo barnet a-vreman, abalamour ne gred ket en hano Mab unic Doue. Hogen, setu ama ar varnedigez : ar sclerijen a zo deut er bed, hag an dud ho deus caret muioc’h an denvalijen eged ar sclerijen ; rag ho oberou a ioa fall, ha piou bennag a ra an droug a gassaa ar sclerijen ha ne deu ket d’ar sclerijen, gant aon na ve condaonet he oberou. Mes an hini a heul ar virionez a deu d’ar sclerijen, evit ma vezo dizoloet he oberou, abalamour ma ’z int great e Doue. »


————

TREDE PENNAD
Iann Vadezour a ro eun diveza testeni da Jesus
hag a zo taolet er prison (S. Iann, III, 22-36 ; S. Lucas, III, 19-20).
————


Goudeze Jesus a deuas gant he ziskiblien e douar ar Judee ; eno e chome gantho hag e vadeze dre ho daouarn. Iann ive a vadeze en Ennon e kichen Salim, abalamour ma ’z oa calz dour eno. An dud a deue hag a veze badezet, rag Iann n’oa ket c’hoaz lakeat er prison.

Hogen, sevel a reas caoz etre diskiblien Iann hag ar Jusevien divar benn an en em voalc’hi hervez al lidou. An diskiblien a deuas da gaout Iann hag a lavaras d’ezhan : « Mestr, an hini a ioa ganehoc’h en tu all d’ar Jourden, da biou ho peus roet testeni, setu e vadez, hag an holl a ia davedhan. »

Iann a respontas : « Ne c’hell den caout nemet ar pez a zo roet d’ezhan euz an env. C’houi hoc’h-unan a ro testeni d’in em eus lavaret : n’oun ket ar C’hrist, mes casset oun dirazhan.

» An hini hen deus ar plac’h nevez-dimezet eo ar pried ; Jesus eo pried an dud a en em ro d’ezhan : mes mignon ar pried, an hini en deus labouret da rei an dud-ze d’ezhan, hag a zo aze hag he zilaou, hennez a gemer laouenedigez o clevet mouez ar pried : al laouenedigez-se am eus en he fez. Hen a dle creski ha me bihanaat.

» An hini a deu euz an huel a zo dreist an holl. An hini a deu euz an douar a zo euz an douar hag a gomz euz an douar. An hini a deu euz an env a zo dreist an holl. Testeni a ro d’ar pez hen deus guelet ha clevet, ha den ne zigemer he desteni [3]. An hini hen deus digemeret he desteni, hen deus anzavet ez eo guirion Doue. An hini a zo casset gant Doue a lavar comzou Doue ; rag Doue ne vuzul ket donezon ar Spered da ene Jesus [4]. An Tad a gar ar Mab ha lakeat hen deus peb tra etre he zaouarn. An hini a gred er Mab hen deus ar vuez peurbadus ; an hini ne gred ket er Mab, ne velo ket ar vuez, mes buhanegez Doue a jom varnhan. »

Varlerc’h an dra-man, Iann a scandalas Herodes divar benn Herodiades, greg he vreur, hag an holl droug all hen doa great. Herodes a lakeas an torfed-man var ar re all : taoler a reas Iann er prison.


————

PEVARE PENNAD
Diviz Jesus gant ar Zamaritanez (S. Iann, IV, 1-42)
————


Ar Pharisianed a glevas e rea Jesus muioc’h a ziskiblien hag e vadeze muioc’h eged Iann, — beza ma n’eo ket Jesus a vadeze, mes he ziskiblien. — Kerkent ma c’houezas Jesus an dra-ze, e kuiteas ar Judee hag ez eas adarre d’ar Galilee. Red oa d’ezhan tremen dre ar Samarii. Dont a reas eta da eur gear deuz ar Samarii, hanvet Sichar, e kichen an douarou a roas Jacob d’he vab Joseph. Eno edo puns Jacob.

Jesus, scuiz gant an hent, a azezas eb mui var ginou ar puns. Beza oa var dro ar c’houec’hvet heur, creiz-deiz. Eur vaouez deuz Samarii a deuas da gerc’hat dour. Jesus a lavaras d’ezhi : « Ro d’in da eva. » Rag he ziskiblien a ioa eat e kear evit prena boued. Ar vaouez-se deuz Samarii a lavaras d’ezhan : « Penaoz, c’houi, a zo juseo, e c’houlennit-hu da eva diganen-me, a zo Samaritanez ? » Rag ar Jusevien ne zarempredont ket ar Zamaritaned schismatic. Jesus a respontas d’ezhi : « Ma c’h-anavezfes donezon Doue ha piou a lavar d’id : ro d’in da eva, te martreze as pije goulennet diganthan, hag hen dije roet d’id dour beo. » Ar vaouez a lavaras d’ezhan : « Aotrou, n’ho peus netra evit tenna hag ar puns a zo doun : euz a beleac’h ta ho peus dour beo ? Ha brassoc’h oc’h-hu eged hon tad Jacob hen deus roet ar puns-man d’eomp, goude beza efet anezhan he-unan gant he vugale hag he jatal ? »

Jesus a respontas d’ezhi ; « An neb piou bennag a ef deuz an dour-ze hen dezo sec’hed adarre ; mes au hini hen dezo efet deuz an dour a roin d’ezhan, n’hen dezo mui a zec’hed morse ; ouspenn, an dour a roin d’ezhan a deuio da veza ennhan eun eienen hag a strinko evit ar vuez peurbadus. Dour ar c’hras a dorr sec’hed an ene hag a gass d’ar baradoz [5]. » Ar vaouez a lavaras d’ezhan : « Aotrou, roit d’in deuz an dour-ze, evit n’am bezo ket mui a zec’hed ha ne deuin ket mui ama da denna. »

Jesus a laaras d’ezhi : « Kea, galv da bried ha deus ama. » Ar vaouez a respontas : « N’em eus pried ebed. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Lavaret mad e peus : n’em eus pried ebed ; rag pemp pried e peus bet, ha breman an hini a peus n’e ket da bried eo : Guir e peus lavaret. » Ar vaouez a lavaras d’ezhan : « Aotrou, guelet a ran ez oc’h eur prophet. Hon tadou ho deus adoret var ar menez-man [6] ha c’houi, Jusevien, a lavar eo Jerusalem al leac’h ma tleer adori. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Maouez, cred ac’hanon, dont a ra an heur ha ne vezo ket mui ar menez-man, na Jerusalem, al leac’h ma c’hadorot an Tad hervez al lezen. C’houi ’ ador ar pez ne anavezit ket ; ni ’ ador ar pez a anavezomp, rag ar zilvidigez a deu euz ar Jusevien. Mes dont a ra an heur, ha breman eo, hag an dud a vir religion a adoro an Tad e spered hag e guirionez : enori a reint Doue dreist holl en ho c’halon [7] ha kinnig a reint ar guir zacrifis a zo merket dre ar zacrifissou coz. Rag an Tad a glask hevelep tud d’hen adori. Doue a zo Spered, hag ar re ’ ador anezhan a dle adori e spered hag e guirionez. »

Ar vaouez a lavaras d’ezhan : « Gouzout a ran e teu ar Messias », an hini ’ zo hanvet Christ, « pa vezo deut, e tesko d’eomp peb tra. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Ar C’hrist oun, me a gomz ganez. »

Kerkent e teuas he ziskiblien, hag ez oant souezet abalamour ma komze gant ar vaouez.

Eun doctor Juseo ne blije ket ganthan kelen eur vaouez. Nicun goulzgoude ne lavaras : « Petra ’ c’houlennit-hu, ha perag e comzit-hu ganthi ? »

Ar vaouez, o lezel eno he fod-dour, a ieas e kear hag a lavaras d’an dud : « Deuit da velet eun den hag en deus lavaret d’in kement am eus great : daoust ha n’e ket hen ar C’hrist ? » Mont a rejont eta er meaz deuz kear hag e teuent d’he gaout.

Etretant he ziskiblien a rea d’ezhan ar beden-man : « Mestr, drebit. » Mes hen a lavaras d’ezho : « Me am eus eur boued da zribi ne anavezit ket. » An diskiblien a lavare an eil d’egile : « Daoust hag unan bennag hen deus digasset d’ezhan da zribi ? » Jesus a lavaras d’ezho : « Va bevans eo ober bolontez an hini hen deus va c’hasset ha peur-echui he labour. Ne lavarit-hu ket : pevar miz c’hoaz hag eman an eost ? Ha me a lavar d’ehoc’h : savit ho taoulagad ha guelit ar meaziou : guenn int dija evit an eost, an eneou ’ zo dare : ar zamaritaned, gant ho mantellou guenn, a deu euz ho chear d’am c’haout [8]. An eoster hen deus he c’hopr hag a zestum frouez evit ar vuez peurbadus, en hevelep doare ma ’z eus laouenedigez er memez amzer evit an hader hag evit an eoster. Rag ar pez a lavarer a zo guir en taol-man : unan a had, eun all a eost. Me am eus casset ac’hanoc’h da eosti ar pez n’ho peus ket labouret ; re all ho deus labouret, Moyses, ar bropheted, me va-unan [9], ha c’houi a zo eat en ho labouriou. »

Hogen calz Samaritaned euz ar gear-ze a gredas ennhan var ger ar vaouez a roe d’ezhan an testeni-man : lavaret hen deus d’in kement am eus great. Pa oue deut ar Zamaritaned d’he gaout e pedjont anezhan da jom er vro. Chom a reas eno daou zevez ha calz muioc’h a gredas ennhan varlerc’h he brezegennou, hag e lavarent d’ar vaouez : « Breman n’eo ket mui var da c’her e credomp, rag hon-unan hon deus clevet hag e c’houezomp ez eo e guirionez Salver ar bed.


————

PEMPED PENNAT
Jesus a bare mab eun offiser e Gana, a brezeg e Nazareth hag a zistro da Gapharnaum. (S. Vaze, IV, 12-17 ; S. Marc, I, 14-15 ; S. Lucas, IV, 14-30 ; S. Ian, IV, 43-54).
————


Daou zevez goude, pa velas Jesus oa lakeat Iann er prison, ez eas kuit ac’hano hag ec’h en em dennas er Galilee, bleniet gant ar Spered. Ne d-eas ket goulzgoude var eün da Nazareth ; rag Jesus he-unan a roas testeni ne vez ket eur prophet enoret en he vro. Prezeg a rea aviel rouantelez Doue : « Deut eo an amzer, emezhan ; rouantelez Doue a zo tost : grit pinijen ha credit en Aviel. »

Tud ar Galilee hen digemeras mad : guelet ho doa kement hen doa great e Jerusalem da zeiz ar gouel ; rag hi a ioa deut ive da zeiz ar gouel. He vrud a en em skignas dre ar vro a bez. Kelen a rea en ho zynagogou, pe ilizou ar Jusevien, ha meulet e veze gant an holl. Dont a reas adarre da Gana er Galilee, el leac’h m’han doa great guin deuz dour. Hogen, eun offiser d’ar roue, Herodes Antipas a ioa clanv he vab e Capharnaum. Pa glevas e teue Jesus euz ar Judee d’ar Galilee ez eas d’he gaout hag e pede anezhan da zisken beteg Capharnaum ha da barea he vab ; rag dare oa da vervel. Jesus a lavaras d’ezhan ha d’ar re all : « Ma ne velit ket burzudou ha miraclou, ne gredit ket. » An offiser a lavaras d’ezhan : « Aotrou, diskennit araog ma varvo va mab. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Kea, da vab a zo leun a vuez. » An den-ze a gredas er gomz a lavaras Jesus d’ezhan, hag ez eas kuit. Hogen, pa ziskenne da Gapharnaum, he jervicherien a deuas d’hen diambroug hag a roas kelou d’ezhan oa pare he vab. Goulen a rea outho an heur ma velleas he vab. Lavaret a rejont d’ezhan : « Deac’h d’ar zeizvet heur, da eun heur goude creiz-deiz, an derzien a guiteas anezhan. » An tad a anavezas oa d’an heur-ze e lavaras Jesus d’ezhan : « Da vab a zo leun a vuez. » Hag e credas, hèn hag he famill a bez.

Hennez eo an eil burzud a reas Jesus e Cana, pa zistroas euz ar Judee d’ar Galilee.

Dont a reas ive da Nazareth, el leac’h m’oa bet maget, ha da zeiz ar Sabbat, pe ar zadorn, deiz an ehan hag ar beden evit ar Jusevien, ez eas er synagog hervez he gustum. Sevel a reas da lenn, hag e oue kinniget d’ezhan levr ar prophet Isaias. [10] Ractal ma tirollas al levr (levriou ar boblou coz, scrivet gant an dorn, a veze rollet) e couezas var al leac’h a ioa scrivet ennhan : « Spered an Aotrou a zo varnon : setu perag hen deus sacret ac’hanon gant oleo, casset ac’hanon da gemenn ar c’helou mad d’ar re baour, da barea an dud a zo rannet ho c’halon, da brezeg an dilivrans d’ar sclaved ha distro ar gueled d’ar re a zo dall, da lakaat e frankiz ar re a zo brevet, da embann bloavez a c’hras an Aotrou ha deiz ar justis. »

P’han doa Jesus rollet al levr, e roas anezhan d’ar servicher hag ec’h azezas. Daoulagad an holl er Synagog a ioa o para varnhan. Lavaret a reas d’ezho da genta : « Hirio e teu da vir ar Scritur-ze epad ma silaouit ac’hanon. » An holl a roe testeni d’ezhan, a ioa souezet gant ar c’homzou a c’hras a deue euz he c’hinou hag a lavare : « Daoust ha n’eo ket heman mab Joseph ? » Ne gredent ket oa ar Messias.

Neuze e lavaras d’ezho : « A dra zur c’houi a lakeio dirazon al lavar-man : louzaouer, en em bare da unan. An traou bras oc’h eus great e Capharuaum, var hon eus clevet, grit anezho ama, en ho pro. E guirionez, eme Jesus, me a lavar d’ehoc’h : prophet ebed ne vez digemeret mad en he vro. Abalamour ne gredit ket, ne c’hellan ober burzud ebed en ho touez. Me a lavar d’ehoc’h e guirionez : e deveziou Elias ez oa calz intanvezed en Israel, pa oue clozet an env epad tri bloaz ha c’huec’h miz ha pa oue eun naounegez vras var an douar holl ; hogen, Elias ne oue ket casset daved unan anezho, mes daved eun intanvez deuz Sarepta e bro Sidon. Calz tud lor a ioa ive en Israel e amzer ar prophet Elisee ; nicun anezho na oue pareet, mes Naaman ar Syrian. »

O clevet kement-se, an holl er synagog a oue carget a gounnar. Sevel a rejont, taoler a rejont anezhan er meaz euz kear ha cass a rejont anezhan beteg kern ar menez m’edo ho c’hear savet varnhan. C’hoantaat a reant hen taoler d’an traon. Mes hen, o tremen en ho c’hreiz, a ieas kuit.

Goude ma kuiteas kear Nazareth e teuas da jom da Gapharnaum var ribl ar mor, var harzou Zabulon ha Nephthali, evit ma teuje da vir ar pez hen doa lavaret Isaias : « Douar Zabulon ha douar Nephtali, hent ar mor en tu all d’ar Jourden, Galilee ar baianed ! Ar vroad a ioa azezet en denvalijen hen deus guelet eur sclerijen vras, hag an deiz a zo tarzet d’ar re a jome e bro tenval ar maro. »

Azaleg neuze Jesus a en em lakeas da brezeg ha da lavaret : « Grit pinijen ; rag rouantelez an env a zo tost. »


————

C’HUEC’HVET PENNAD
Ar besketerez burzudus. Ar besketerien tud.
(S. Vaze, IV, 18-22 ; S. Marc, I, 10-20 ; S. Lucas, V, l-11).
————


Eun deiz ma edo e kichen lenn Jenezareth, ar bobl a en em daolas varnhan evit clevet comzou Doue. Guelet a reas diou vag arzaoet e ribl al lenn ; ar besketerien a ioa diskennet hag a voalc’he ar rouejou. Pignat a reas en unan deuz ar bagou a ioa da Zimon hag e pedas anezhan d’he fellaat eun neubeut dioc’h an douar. O veza azezet, e kelenne ar bobl euz ar vag.

Pa ehanas da brezeg e lavaras da Zimon : « Cass d’al larg, ha taolit ho rouejou evit ar besketerez. » Simon a respontas : « Labouret hon deus epad an noz eb kemeret netra ; mes, var ho ker, e taolin ar roued. » Simon, hanvet Per, hag Andre, he vreur, a daolas eta ho roued er mor. Pa oue great an dra-ze, e pakjont eun niver ker bras a besked, ma torre ho roued. Neuze e rejont sin da genseurted a ioa en eur vag all evit ma teujent d’ho zicour. Dont a rejont hag e cargjont kement an diou vag, ma edont varnez goueledi. O velet an dra-ze, Simon-Per a gouezas da zaouiin Jesus en eur lavaret : « Pellait diouzin, Aotrou, rag me a zo eur pec’her. » Varlerc’h ar besketerez ho doa great, edo e creiz an estlamm, hen ha kement hini a ioa ganthan, kercoulz hag he genseurted, Iann ha Jakes, bugale Zebedee, a ioa chomet var an aot hag a vele ac’hano kement a dremene. Mes Jesus a lavaras da Zimon : « Na gemer ket aon ; hiviziken eo tud a baki. » Hag o comz ouz Simon hag Andre : « Deuit ganen, emezhan : me a reio ac’hanoc’h pesketerien tud. » Neuze e tigasjont ho bag d’an aot hag e tilezjont peb tra evit heul anezhan.

O veza eat eun tammic larkoc’h Jesus a velas Jakes, mab Zebedee, ha Iann, he vreur, o tressa hag o kempen ho rouejou en ho bag : var an eur e c’halvas anezho. Hag hi, o tiscregi deuz ho rouejou hag o lezel ho zad Zebedee er vag gant he vevelien, a heulias anezhan.


————

SEIZVET PENNAD
Pareans eun den kemeret gant an diaoul. Pareans mamm-gaer Per ha calz re all e Capharnaum hag er Galilee. (S. Vaze, VIII, 14-17 ; IV, 23-25 ; S. Marc, I, 21-39 ; S. Lucas, IV, 31-44).
————


Mont a rejont e Capharnaum. Da zeveziou ar Sabbat, Jesus a iea er synagog hag a gelenne anezho. Estlammet oant gant he gelennadurez, rag kelen a rea evel unan hag hen deus galloud, ha n’e ket evel an doctored. Hogen, bez’ ez oa en ho zynagog eun den kemeret gant eur spered hudur, a ioa eat an drouc-spered en he gorf, hag ec’h en em lakeas da ioual gant eur vouez crenv : « Lezit ac’hanomp. Petra falvezit diganeomp, Jesus a Nazareth ? Ha deut oc’h evit hor c’holl ? Me ’ c’hoar piou oc’h : c’houi eo Sant Doue. »

Jesus a c’hourdrouzas anezhan en eur lavaret : « Tav ha kea euz an den-ze. » Neuze ar spered hudur he fourgassas, he strinkas d’an douar, e creiz an dud, hag a ieas er meaz anezhan en eur daoler eur iouaden vras, mes eb noazout d’ezhan.

An holl a oue souezet ha spontet hag a c’houlenne an eil digant egile : « Petra eo an dra-man ? Petra eo ar gelennadurez nevez-man ? Setu e kemenn gant galloud ha nerz d’ar sperejou hudur hag e sentont outhan, hag ez eont kuit. »

Hag he vrud a en em skignas dioc’htu dre holl vro ar Galilee.

Jesus a ieas kerkent er meaz euz ar synagog hag a deuas da di Simon hag Andre, gant Jakes ha Iann.

Hogen, mamm-gaer Simon a ioa dalc’het en he guele gant eun derzien vras. Dioc’htu e comzjont anezhi d’ezhan hag her pedjont evithi. Tostaat a reas, hag o veza kemeret he dorn, e tibradas anezhi hag e kemennas d’an derzien. Kerkent an derzien a ieas kuit, hi a zavas hag e serviche anezho.

Dioc’h ar pardaez, var dro cuz-heol, kement hini ho doa tud clanvidic, dalc’het gant meur a fallentez, ha tud kemeret gant an diaoul, a zigasse anezho d’ezhan. Kear holl a ioa destumet dirag an or. Jesus a lakea he zaouarn var beb hini hag a baree an holl. Gant eur ger e casse kuit an diaoulou, hag ar re-man a iea kuit euz calz tud en eur ioual hag en eur lavaret : « C’houi eo Mab Doue. » Mes hen a scandale anezho hag a zifenne outho lavaret : « Ni c’hoar ez oc’h ar C’hrist. »

Evelse e teue da vir ar pez a ioa bet lavaret gant ar prophet Isaias : « Kemeret hen deus hor fallenteziou ha douget hen deus hor c’hlenvejou. » Pareans ar chorf a ioa eur skeuden deuz pareans an ene.

Jesus a zavas mintin mad hag a ieas kuit en eul leac’h distro. Eno e pede. Simon hag ar re a ioa ganthan a ieas var he lerc’h. O veza he gavet, e lavarjont d’ezhan : « An holl a glask ac’hanoc’h. » Hag e lavaras d’ezho : « Deomp d’ar c’heriadennou ha d’ar c’heariou tosta evit ma prezegin ennho, rag evit an dra-ze oun deut. »

Ar bobl a glaske Jesus a deuas beteg ennhan hag a zalc’he anezhan gant aon n’ez aje dioutho. Lavaret a reas d’ezho : « Prezeg a rankan aviel rouantelez Doue d’ar c’heariou all, rag evit an dra-ze oun casset. »

Ha Jesus a rea an dro d’ar Galilee a bez, o kelen en ho zynagogou, o prezeg aviel ar rouantelez hag o parea peb clenved ha peb fallentez etouez ar bobl. He vrud a en em skignas dre ar Syrii a bez, hag e oue digasset d’ezhan an oll dud a en em gave fall, tizet gant meur a glenved ha meur a boan, tud kemeret gant an diaoulou, tud loariet, pe tud hag a goueze e drougsant, tud seizet, hag e pareas anezho. Eun niver bras a dud a heulias anezhan deuz ar Galilee, an Decapol, Jerusalem, ar Judee ha deuz an tu all d’ar Jourden. [11]


————

EIZVET PENNAD
Pareans eun den lor. Distro da Gapharnaum ha pareans eun den seizet. (S. Vaze, VIII, 2-4 ; IX, 1-8 ; S. Marc, I, 40-45 ; II, 1-12 ; S. Lucas, V, 12-26).
————


Epad mad edo Jesus en eur gear, eun den goloet a lorgnez he velas hag a dosteas en eur bedi. Hen adori a reas, pleget he c’hlin ha stouet he benn d’an douar, hag e lavaras : « Ma fell d’ehoc’h, Aotrou, e c’hellit va fura deuz va lorgnez. » Jesus, o kemeret truez outhan, a astennas he zorn, a douchas outhan hag a lavaras : « Me a fell d’in, bez puret. » A veac’h m’hen doa comzet, al lorgnez a dec’has diouthan, hag o oue pare. Jesus he gassas kuit dioc’htu en eur lavaret d’ezhan gourdrouzus : « Taol evez e lavarfes netra da zen ; mes kea, en em ziscuez da brins ar veleien ha kinnig, en abeg d’as purerez, ar pez hen deus gourc’hemennet Moyses, evit ma servicho d’ezho da desteni. »

Mes hen, pa ’z eas kuit, a en em lakeas da incanti ha da vruda ar pez a ioa c’hoarvezet, en hevelep doare ma ne c’nelle ket Jesus mont a-vel d’an holl en eur gear bennag eb na deuje calz tud da en em zestum dirazhan evit he zilaou ha beza pareet deuz ho fallenteziou. Mont a ranke kuit hag en em denna el lec’hiou distro evit pedi. Goulzgoude, strolladou tud a deue d’he gaout euz a beb leac’h.

Eun devez bennag goude, Jesus a bignas en eur vag, a reas un treiz hag a deuas da Gapharnaum, he gear nevez. Azeza reas en eun ti hag e kelenne. Pharisianed ha doctored al lezen, deut euz peb keriaden ar Galilee, ar Judee ha Jerusalem, a ioa azezet en dro d’ezhan. Pa oue clevet edo en ti, an dud a en em zestumas ken niverus ma n’oa ket a blas d’ezho, memez dirag an or. Prezeg a rea d’ezho, ha galloud an Aotrou a en em ziscueze evit ho farea.

Setu e teuas pevar den a zouge eun den seizet, astennet var eur guele. Clask a reant he gass en diabarz hag he lakaat dirazhan. Mes, o veza ne gavent tu ebed da gass anezhan ebarz abalamour d’ar foul, e pignjont var an doen a ioa plat, hervez giz ar vro. Distei a rejont an ti, ha dre an toull, e tiskenjont e creiz, dirag Jesus, ar guele m’edo varnhan an den seizet. O velet ho feiz, Jesus a lavaras d’an den seizet : « Va mab, bez fizians : da bec’hejou a zo pardonet did. »

An doctored hag ar Pharisianed a ioa azezet eno a lavare e goueled ho c’halon : « Petra lavar ta ? Blasphemi a ra. Piou a c’hell pardoni ar pec’hejou nemet Doue ebken ? » Ractal Jesus a c’houezas anezhan he-unan ar pez a zonjent en ho spered, hag e lavaras dezho : « Perag e sonjit an traou fall-ze e goueled ho calon ? Petra ’ zo essoc’h, lavaret d’an den seizet : da bec’hejou a zo pardonet did, pe lavaret : sao, kemer da vele ha kerz ? » Evit ma c’houezoc’h hen deus Mab an den var an douar ur c’halloud da bardoni ar pec’hejou : « Me a lavar d’id, emezhan d’an den seizet, sao, kemer da vele ha kerz d’ar gear. »

Kerkent e savas hag e sammas ar guele m’edo astennet varnhan, ha dirag an holl, ez eas d’he di en eur veuli Doue. Ar bobl, souezet bras ha spontet, a veule Doue da veza roet d’an dud eun hevelep galloud, ha peb hini a lavare : « Hirio hon deus guelet burzudou ; biscoaz n’hon doa guelet hevelep traou. »


————

NAVET PENNAD
Galvedigez S. Vaze. Eur banked en he di. (S. Vaze, IX, 9-17 ; S. Marc, II, 13-22 ; S. Lucas, V, 27-39).
————


Goudeze Jesus a ieas euz an ti etrezeg ar mor adarre, hag an holl foul a deue d’he gaout, hag e kelenne anezho. Hogen, o tremen, e velas azezet e bureo ar guiriou eur publican, hanvet Levi, pe Maze, mab Alphee, hag e lavaras d’ezhan : « Heul ac’hanon. » Hag o tilezel peb tra, e savas hag ec’h heulias anezhan.

Maze a reas d’ezhan eur banked bras en he di. Calz publicaned ha pec’herien a ioa ouz taol gant Jesus ha gant an niver bras a ziskiblien a heulie anezhan. An doctored hag ar Pharisianed, o velet e trebe gant ar publicaned hag ar bec’herien, a c’hrosmole hag a lavare d’an diskiblien : « Perag e treb hag ec’h ev ho mestr gant ar publicaned hag ar bec’herien ? » O veza clevet an dra-ze, Jesus a lavaras d’ezho : « N’e ket ar re yac’h ho deus ezom deuz al louzaouer, mes ar re glanv. Kit ta, ha lakit en ho skiant ar pez a zinifi : muioc’h e plij d’in an drugarez eged ar zacrifis, a lavar Doue dre c’hinou ar prophet ; rag n’oun ket deut da c’hervel an dud just d’ar binijen, mes ar bec’herien. »

Hogen, bez’ ez oa eno diskiblien Iann ha Pharisianed boazet da iun. Tostaat a rejont hag e lavarjont: « Perag diskiblien Iann hag ar Pharisianed a iun aliez hag a ra pedennou, hag ho re-c’houi a zreb hag a ev, e leac’h iun ? » Jesus a lavaras d’ezho : « Daoust hag e c’hellit ober da vignoned an den nevez-dimezet iun hag en em c’hlac’hari keit ha ma chom gantho, keit ha ma chom gant an dud Mab Doue hen deus kemeret ho ouenn ? Epad ma chom gantho an den nevez ne c’hellont ket iun. Dont a reio deveziou ma vezo tennet digantho : en deveziou-ze e iunint. »

Lavaret a rea ive d’ezho an henveledigez-man : « Nicun ne c’hri ouz eur vantel goz eur pez dioc’h eur viskamant nevez ; a hent all, an hini nevez a zo freget ; ar pez nevez n’en em c’hra ket dioc’h ar viskamant coz, a zistag eun tamm diouthan, hag ar rog a zo brassoc’h. (Ne c’heller ket staga deveriou ar religion nevez ouz religion goz ar Jusevien a heulie c’hoaz an diskiblien). Den kenneubeut ne lakaa guin nevez e sier-guin great gant ler hag a zo coz ; a hent all, ar guin nevez a freuzo ar zier guin, hag e scuillo, hag ar zier a vezo collet. Mes ar guin nevez a ranker da lakaat e sier nevez, ha neuze e vezont miret ho daou. Ar religion nevez a vezo heuillet gant tud renevezet gant ar Spered-Santel [12]. Pa vez evet guin coz, ne c’hoantaer ket guin nevez dioc’htu ; rag lavaret a rer : an hini coz ar guella. Lezen an Aviel n’hen deus ket bet amzer c’hoaz da ziscuez eo guelloc’h eged lezen Moyses ; da c’hortoz n’eo ket difennet derc’hel d’ar religion goz.


————
  1. Conc. Trid., sess. VII, can. 2.
  2. Er bed edo en he natur den, en env, en he natur Doue, ganet euz he vamm, chomet gant he Dad. (S. Augustin).
  3. An neubeut tud a zigemer testeni Jesus a zo e giz netra evit Iann, kement a c’hoant hen deus da velet an holl o credi ennhan.
  4. Cf. Col. 1,19.
  5. Pe seurt dour a rei, a c’houlen S. Augustin, nemet an hini a zo lavaret divar he benn : Ennhoc’h, o Doue, eman feunteun ar vuez ? {Fillion, in Jo. IV, 13).
  6. Ar menez Garizim a ioa e kichen puns Jacob.
  7. Ma claskes eul leac’h santel bennag evit pedi, a lavar Augustin, gra euz da galon eun templ da Zoue ha ped ennot da-unan. — Ap. Fillion, in Jo, IV, 23.
  8. S. Iann Chrysostom, ap. Fillion, in Jo. IV, 35).
  9. Fillion, in Jo. IV, 38.
  10. Hervez Philon, peb juseo a c’helle lenn ha displika ar Scritur er Synagog.
  11. An Decapol a ioa deg kear a veve dindan ar Romened en avel viz deuz an Douar Zantel. « An tu all d’ar Jourden, » ioa hanvet ive Peree.
  12. S. Hiler, ap. Fillion, in Mat. IX, 17.