Paotred Plouaret

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Paotred Plouaret (Duhamel).

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 332-336)



PAOTRED PLOUARET
________


I


  Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz newez a zo savet ;
Ur werz newez a zo savet,
Da bewar faotr iaouank eo grêt.

  Da bewar faotr iaouank eo grêt,
’Zo et da Vaël, da Blouaret,
’Zo et da bikad war dour Maël,
Aoun ’m eûs na deufent ket d’ar gêr.

  Et eo Ar Gwillermed ho daou,
Ar Pieres hag ann Andreo....
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

  Bars en Maël p’int arruet,
Peb a blac’h koant ho d-eûs choazet ;
Peb a blac’h koant ho d-eûs choazet,
Ar re vraoa euz ar merc’hed.


II


  Na Fant ar C’hoz a lavare
Da berson Plouaret, un de :
— Eis war-n-ugent paotr, 'm eûs klewet
Deui’ da c’hoari euz re Blouaret ;

  Rèd a vo skriva ul lizer
D’ar baotred-vad, ma teuint d’ar gêr,
P’arruas al lizer gant-han, (gant-hê)
’Oant er garrido uc’hellan

  Oant er garrido uc’hellan,
Ar Gwillerm ’komans d’hen lenna ;
Ervoan Ar Gwillerm, pa hen lenn,
A denn ar bleo e-mês he benn.

  Ervoan Ar Gwillerm a làre
D’he gamaraded, ann de-se :
— Hastet, hastet, kamaraded,
Me a wel arru ar baotred !


  Tolomp hon morzolo d’ann traon,
Me a wel o tont hon Anko !
Tolomp-ni hon re vihanna,
Miromp bepred ar re vrasa.

  Harpet ho skoa euz ma hini,
Ha lest ar baotred da c’hoari ;
Darc’hêt gant-hê a-dreuz ho zal,
Ken ho diskarfet d’ann douar.

  Ervoan Ar Gwillerm a lâre
D’he gamaraded, ann de-se :
— Eomp d’evan un dimion,
Arru eo fatik ma c’halon.

  Pa oant en davarn hoc’h evan,
Hec’h arruas kezlo gant-han :
— Ervoan Ar Gwillerm, deut e-mês,
Emaint ho lac’ha Pieres !

  Ervoan ’R Gwillerm, p’hen eûs klewet,
Dreist ann daol a zo dilampet,
Diskar gwerenn, boutail, gant he droad,
Hag ann hostis gant ur fasad.....

. . . . . . . . . . . . . . . . . .

  Ervoan Ar Gwillerm lavare
D’ berson Maël eno, neuze :
— Hastet lâret hoc’h offern-bred,
Pell-braz ’zo hini n’ ’m eûs klewet.

  — Na lârinn ket ann offern-bred,
Te n’ ventes ket hi c’hlewet.
Ervoan ’R Gwillerm, p’hen eûs klewet,
Euz ar person ’zo dizroët ;

  Euz ar person eo dizroët,
Ur fasad d’ehan ’n eus roët ;
’N eus roët d’ehan ur fasad.
Ha ’n eûs hen beuet en he voad !

  Ervoan Ar Gwillerm a lâre
Da Vaëlis eno neuze :
— Et-c’hui d’ar gêr, Tremaëlis, [1]
Na vô ket offern ’n hoc’h ilis ;


  Fete n’ vô ket a offern-bred,
Ar person a zo badaouet !....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  Me ’wel ma mestres en nor-dâl,
Daou renk danteles war he zâl,
Danteles arc’hant, spilho aour,
Bikenn ma mestres na vô paour.

  Ervoan Ar Gwillerm a lâre
D’he gamaraded, ann de-se :
— Hastet, hastet, Kamaraded,
Ma efomp c’hoaz da Blouaret !....


Kanet gant Jannet ar Gall
mates en Kerarborn.


_____________
  1. Il paraitrait que c’était à Trémel, et non à Maël-Pestivien ou Maël-arhaix, que travaillaient les piqueurs de pierre de Plouaret.