Guyon Kere

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Guyon Kere (Duhamel).

Gwerziou Breiz-Izel. Chants populaires de Basse-Bretagne.
Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 324-330)
◄  Ar Prinsaüs Guyon Kere Paotred Plouaret  ►



GUYON KERE
________


I


  Tri den euz a barous Plufur,
Maget er memeus avantur,
’Sul ’r sakramant, ma intentet,
’Keït ma oar en offerenn-bred.

  Dre ur blasenn e tremenjont
En pehini em rankontrjont ;
Ma c’houlenn ann eil euz egile :
— Pelec’h hec’h efomp-ni fete ?

  — Ni iel’ fenoz da Grec’hmorvan,
Eno na gollo den he boan.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


II


  Uc’hel oa ’n doënn euz ar plen,
Hag hi sapout na c’halle den.
— Kerc’het skeulio ma ho stagin,
Ma ’c’h inn dre ann doënn en ti.

  Ebars ann ti p’int antreet,
Ur fasad d’ar vroeg d-eûs roët,
Ober d’êhi monet gant mall
Da digorri ’n nor d’ar re-all.

  — Dâlet, Guyon, ann alc’houeo,
Kaset ganec’h ma holl vado ;
Kaset ganec’h ma holl vado,
Ha lest ganimp hon buheo !

  Kent m’eo euz ann ti sortiet,
Hen he gwele ’n eus hi laket ;
Laket hen eûs-hi ’n he gwele,
Staget ann eil euz egile....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  — Me n’ôn ket ha me retornfe,
D’ lemel ho buhe digant-he.
— Hola ! hola ! ma c’hamarad,
Da gonsians a zo ingrat !


  Pa hon eûs bet ho holl vado,
Lezomp gant-hê ho buheo.
— C’hoant am eus c’hoas da retorn d’hê,
Da c’houeza ann tan indan-hê !....


III


  ’Nn aotro ’r markis ’sav beure-mad,
Da vont da chaseal d’ar c’hoad,
Na p’arruas er verêri,
N’oa den war-ar-bale en-hi.

  Ann aotro ’r markis pa welas,
Ebars ann ti hec’h antreas :
— Petra ’zo ’newez en ti-man,
N’eûs den war-ar-bale en-han ?

  Ar vroeg euz ann ti a lâras,
D’ann aotro markis, p’hen klewas :
— Ni ’zo lakêt en hor gwele,
Staget ann eil euz egile ;

  Staget ann eil euz egiie
Gant al laër braz Guyon Kere,
He gamarad Iann ar C’halvez,
Ann Olier braz egile.

  Ann aotro markis, pa glewas,
En hostaleri vraz ’c’h antreas :
— Hostizes, d’in-me lavaret,
Piou en ho ti hoc’h eus lojet ?

  — Leal, ’mezhi, Guyon Kere,
Ann Olier braz, Iann ar C’halvez ;
Ann Olier braz, Iann ar C’halvez,
Mill aoun hon eûs ’wit hon buhe !

  Ar markis pa hen eus klewet,
He zorn ’n he c’hodel ’n eus laket ;
He zorn ’n he c’hodel ’n eus laket,
Ur pistol d’èhi ’n eus roët.


IV


  Guyon Kere a lavare;
Bars ar prizon, en he goanze :
— Me ’wel a-c’hann ’n Olier braz,
Hag hen n’eo ket komerret c’hoaz ;


  Gant-han ’n ijenn pewar zroad gwenn,
Hag euz hen kas d’ar c’higenrienn ;
Hag euz hen kas d’ar c’higerrienn,
Pareï sur ’raï he groc’henn.

  N’ damalan den, a neb-koste,
Nag iwe den euz ma ligne,
Nemet mab ar Bris a Bloubezr,
Hennes ’garfenn ’ve em c’hever ;

  Hennes a lâras d’in un de
Klask d’ehan ’r bugel divâde,
Hag e tiskje d’in sekrejo
D’ laeres ann dud war ann hentjo.

  Ha me ken buhan, pa glewis,
Ur vroeg iaouank a rankontris :
— Groeg iaouank, d’in-me lavaret,
Ped mis bugale a zouget ?

  — Bea ez int eis mis hanter,
Hogoz achu eo ma amzer.
Ha me kerkent ha ma klewis,
Ma c’houtelasenn a dennis ;

  Me ’tenna ma c’houtelasenn,
’Troc’ha ’nezhi dre he bandenn ;
Ha me tenna d’êhi ur mab,
Ar c’haera oa ’indann ann oabl. [1]

  Pa arruis en bourk Ploubezr,
Na oa ket mab ar Bris er gêr.
Kriz ’vije ’r galon na oelje,
En bourk Ploubezr nep a vije,

  O klewet ar paour inosant
O c’houl’ ole ar vadeziant ;
O c’houl’ ole ar vadeziant,
Ha d’he vamm baour ar sakramant.

  Kaeroc’h tol a ris-me goude,
Lac’ha ma zad en he wele !
Tri bloaz oa war he wele klanv.
Me o c’houeza ’n tan indan-han ;


  Me o c’houeza ’n tan indan-han,
Pa n’ deue ’n Anko da vouit-han !
Ma mamm a lâras d’in un de,
Pa ’oa ’sevel euz he gwele :

  — N’hoc’h ket, ma mab, un den antier,
Pa n’ digaset d’in ur sibouar ;
Pa n’ digaset d’in ’r sibouarenn,
Ewit lakad ma amonenn.

  Ha me, kerkent ha ma klewis,
Ba vourk Plougaznou e redis,
War ar marchepi ’daoulinis,
Arbell ’r sakramant ’digorris.

  Ann arbell p’am eus digorret,
Ur vouez euz ann env ’m eûs klewet
O lâret d’in n’ ren ket er-vad,
Pa na oa ket ma daou-dorn sakr.

  P’oann arru pell euz ann ilis,
War un dosenn c’hlaz ’c’h azeïs ;
War un dosenn c’hlaz ’c’h azeïs,
Neuze eno hen digorris :

  Ma oa en-han tric’houec’h hosti ;
Me ho debri d’am dijuni !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  Ha kaeroc’h tol am eûs c’hoaz grêt,
Staga ur vroeg euz ur bêlek,
Leuskel tri fez gwinn da redek,
Goude am boa leis ma c’hof grét.

  Brema n’am eûs ken da lâret,
Met pedet ganen, mignoned ;
Pedet ganen, ma mignoned, !
Ma leusket d’ann traon pa garfet !


Dastumet en parous Plouloc’h, — 1849.


____________
  1. Ce passage se trouve mot pour mot dans « Kloarek Javre » qu'on trouvera plus loin.