Ar Prinsaüs
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Prinsaüs (Duhamel).
’Nn aotro Prinsaüs a lâre,
Gant ann hent-braz pa valee :
— Lâret d’in, merc’hed, ha c’hui oar
Mont a ra kalz a dud d’ar foar ?
— Ia, mont ’reont a vagado,
Gant aoun d’al laeron er c’hoajo,
Met hennont, ar merser bihan,
’C’h a gant ann hent-braz he-unan.
’Nn aotro Prinsaüs, p’hen eus klewet,
Tol-kentr d’he varc’h hen eus roët ;
Tol-kentr d’he varc’h hen eus roët,
Ar merser bihan ’n eus tapet :
— Na demad ’lâran d’id, merser ;
Hag ez eo pouner da baner ?
Hag ez eo pouner da baner,
Me ’m eus c’hoant da vea merser.
— Mar t-eûs c’hoant da vea merser,
Komer un hanter ma faner,
Ha lez ganen ann hanter-all,
D’ vewa ma groeg, ’zo ’n Bro-C’hall.
Bea ’m eus groeg ha bugale,
Er gêr a Roazon pemp kant skoed dle.
— Mar t-eûs-te groeg ha bugale,
Er gêr a Roazon pemp kant skoed dle ;
Er gêr a Roazon pemp kant skoed dle,
Me ’reï d’id kaout kouitans an-hê ;
Me ’roïo d’id ur gouitans vad
Hag a vô sinet gant da voad.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Seis tol-kontel d’ehan ’n eus roët ;
Seis tol-kontel d’ehan ’n eus roët,
Ha war ar plaz ’n eus han lac’het !....
’Nn aotro Prinsaüs ’vonjoure,
Ebars ann ti pa arrue :
— Bonjour ha joa holl en ti-man,
N’eus ket ezomm ’verzeri enhan ?
Ur fell aour, pe ur fell arc’hant,
A dere euz ap merc’hed koant.
Ar vates vihan, ’tal ann tan,
E d-eûs lavaret ken buhan :
— N’eûs ket ezomm a verzeri en-han ;
Ar baner-se ’zo bet aman ’n de-man ;
Ar baner-se ’zo bet aman ’n de-man,
Paner ar merser bihan eo homan !
Hag hen o vont e-més ann ti,
O tapout he viz war he fri ;
E-mês ar porz neuze hecrh a,
Ha d’al liorz da em guza.
N’oa ket ar c’hôg kanet d’ann de,
’Oa arru er vro kezlo newe ;
’Oa arru seis archer a Roazon,
D’ gwerc’had ann aotro d’ar prizon.
’Nn aotro Prinsaüs a lâre,
’Biou Pedernek pa dremene....
’Biou Pedernek p’eo tremenet,
’R voutaillad gwinn-ardant ’n eus goulennet.
P’hen defoe he winn-ardant evet,
D’ann hostizes kenô ’n eus lâret.
— Me ’lâr d’ac’h, hostizes, kenavô,
P’am bô arc’hant, me ho paeo.
’Nn aotro Prinsaüs a lare
Da Bedernegis, en de-se :
— Mar retornan bikenn d’am bro,
Pedernegis, m’ho klac’haro ;
Me lakaï’ ann tan en Runangô,
Kermataman, ar C’holledo ;
Me lakaï’ ann tan en Runaspern,
Kermataman, ar gêr a Skern ?
Me ’lakaï’ al logod da redek
’N hoc’h ilis-parous Pedernek !....
Kanet gant Marc’harit Fulup.