Paotr e c’halleg plat

Eus Wikimammenn
Janig Koad-ar-Fao
1930  (p. 26-27)



Paotr e C’halleg plat
————

Var don Ar Pilhaouer.


\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \key f \major
      \tempo \markup {\italic Allegretto.}
      \autoBeamOff
      \time 2/4
      \partial 8*2
      a'8 d c4 d8 c16 bes | a8 a a d \break
      c4 d8 c16 bes | a4 a8 d |c4 d8 c16 bes \break
      a4 f8 g | a a a bes | a g e f
      g g f e | d4 d8^\markup {\italic Diskan} e \bar "||" f4 g8 f16 g
      a8 a a d | d4 e8 d16 c | d4 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Va mi -- gnon Yan -- nig La -- zen -- nek, A zo
      bras ha leun a c’hloar, A zo bras ha leun a
      c’hloar. Mez en deus o komz bre -- zo -- neg ha ger
      gal -- leg mat ne oar, Foei war -- nan gant e vern
      ar -- dou, Gal -- leg sot leiz e c’he -- nou_!
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 110 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }


Va mignon, Yannig Lazenniek,
A zo bras ha leun a c’hloar ; (bis)
Mez en deus o komz brezoneg,
Ha ger galleg mat ne oar.

Diskan

Foei warnan gant e vern ardou,
Galleg sot leiz e c’henou !

Pa ’z an gantan d’ar pardoniou
Ne fell ket d’am c’hamarad (bis)
Gant aoun da freuza e c’henou,
Komz er yez a gomz e dad.

Bet omp e pardon Keraez,
O redek ar staliou kaer ;
Me oa tapet genaouegez
E kichen ma Yannig kouer !

Dirak peb stal e lavare :
— « Regard’ comm’ chê bo tout ca !
« Jeannett’, je vais te régalé,
« Prends tout che que tu voudras ! »


Ha pa grogen en dister dra :
— «Laiché cha, viens donc plus loin. »
Hag erru e ti Jaketa :
— « Rentrons pas dans che chal coin ! »

Prena ’ra koz soniou gallek
’N eur grial : « Chê ben, chê bon ! »
Pa ginniger d’ean brezoneg :
— « Je sais pas lir’ du breton. »

Savet droug, pelloc’h, ennon-me,
E prenis seiz kanaouenn,
Ha me rei e zac’h d’an den-ze :
— « Kerz d’ar gêr da zeski lenn.

« Mez em eus ganez, pladennek,
« Ha te savet er vro-man
« A ra fae war ar brezoneg,
« Goude n’ouzout nemetan ?

« ’N deiz bennak, me, ma timezan,
« N’ roïn ket d’id-te ar maout ;
« Gwelloc’h ganen kaout eur pagan,
« Eur pastor pe eur paotr saout. »

M’ho pije gwelet ma lapous,
An daelou ’n e zaoulagad,
O vont kuit, lostek ha pikous,
C’hoarzet ho pije m’oar vat.

Grit eveldon, merc’hedigou,
Ha c’houi welo a bep tu
Kement hini a zoug bragou
O komz brezoneg dioc’htu.

Pa ’z eus diou yez e Breiz-Izel,
Evit ma ’z ay mat an traou,
E vo red deomp en eur zevel
O deskit, ervat, o diou.

Ha ma rankit komz e galleg,
Na gomzit ket hini plat,
Ha pa gomzoc’h e brezoneg,
Distagit brezoneg mat.

Janig KOAD-ar-FAO.