Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Anjelus.
ANGELUS AN NOZ
————
![\version "2.22.0"
\score {
\new Staff {
\relative c'{
\key bes \major
\autoBeamOff
\time 6/8
\partial 8*4
f8 f4 c'8 c4 c8 bes([ c]) d | c4 bes8 a4 g8
bes4 g8 g4 f8 | ees4\fermata f8 g([ a]) bes | a4 a8 d[ c] bes \break
a4 a8 c4 bes8 | g4 g8 g[ a] bes | g4\fermata f8 f4 c'8
c4 c8 bes([ c]) d | c4 c8 ees4 d8 \break
c4 bes8 a4 g8 | bes4\fermata a8 c4 bes8 | g4 g8 a([ c]) bes
g4 f8 f4 c'8 | c4 g8 bes([ a]) g | f4\fermata \bar "|."
}
\addlyrics{
\override StanzaNumber.font-shape = #'italic \set stanza = "Hen :" Sell eus e dron an heol a gouez Me a wel
c’hoaz, a -- dreuz ar gwez, E la -- gad ruz o lu -- ger --
ni, an noz a dos -- ta tiz war -- ni. \override StanzaNumber.font-shape = #'italic \set stanza = " Hi :" Er c’hoad, ar
bleun hag an de -- liou, Bep an tam --
mig, a goll o liou, Ha dre ma tu -- a ar me --
nez Ec’h e -- naou tour -- tan an e -- nez.
}
}
\layout {
indent = #00
line-width = #123
}
\midi {}
}
\header { tagline = ##f }](//upload.wikimedia.org/score/h/2/h2zgwl7vifzgh0qyo5yly3mju18n9l9/h2zgwl7v.png)
Hen. — Sell eus e dron an heol a gouez ;
Me a wel c’hoaz, a dreuz ar gwez,
E lagad ruz o lugerni,
An noz a dosta, tiz warni.
Hi. — Er c’hoad, ar bleun hag an deliou,
Bep an tammig, a goll o liou,
Ha dre ma tua ar menez
Ec’h enaou tour-tan an enez.
Hen. — Ar mor a baouez da c’hourdrouz,
Al labous ne ra mui a drouz,
An avel hepken, heb ehan,
Goustadik a zistag he c’han.
Hi. — Ennan kant ha kant goulaouen,
Nag an oabl doun a zo laouen,
E lizerennou aour warno
Doue ’n deus skrivet e ano.
Hen. — Pa zeu ar bed holl da devel,
Na kaer eo klevout o sevel
Mouez ar c’hloc’h, ker c’houek e vennoz
Pa zon e Angelus d’an noz.
Hi. — D’hol labour tenn roomp arzao,
Hag en dachenn hon-daou war zao
Meulomp Mari a vouez uhel,
Evel m’he meulas an Arc’hel.
Hen. — Hon-daou, te ganen, me ganez,
Stouomp dirak hor Rouanez,
Gant he Doue krouet dinamm,
Gantan dibabet evit Mamm.
O daou. — « Salud, o Mari, leun a c’hras,
Dreist an holl, Doue ho karas ;
Salud, o Mari, leun a beoc’h,
An Aotrou Doue ’zo ganeoc’h.
Dreist ar gwragez oc’h benniget,
Rak Mab Doue hoc’h eus douget,
Ha Jezuz, o kaerat ano,
Morse da ren ne ehano.
O Santez Mari, Mamm Doue,
Mamm ho Krouer hag ho Roue,
C’houi an hini a zaludomp,
Pedit-Hen bepred evidomp.
Pedit, Mamm druezus meurbed,
Evit holl bec’herien ar bed,
Breman, e-kreiz ar stourm garo,
Ha dreist-holl da eur ar maro. »
Hen. — Ha pedet ganeomp hor mamm ger,
Dienkrez baleomp d’ar ger,
Ouz Mari neb en em erbed.
A c’hell bale heb aoun ebed.
Hi. — Gant he Mab Jezuz ha ganti
E vezo diouallet an ti ;
En o c’haloun, en o envor,
E tougont bugale Arvor.
|