Kanaouenn ar vesaerien e Kerne ; hanvet eo an hollaïka
dre m’ema ar c’hiz gand ar re a stag gand ar c’han-ze
da lezel alïes, a bouez penn, ar youc’hadenn : Hollaïka,
hollaïka !
HEN
Disul vintin, dal ma savis da vont gant va saout er maez,
Me ’ gleve va dous o kana, anat mat oa diouz he mouez ;
Me ’ gleve va dous o kana, kana ge war ar menez,
ha me ’ mont da zevel eur zon da gana ganti ivez.
Ar genta gwech ma ’m eus gwelet Marc’haridig, va mestrez,
oa oc’h ober he fask kenta e-barz iliz va farrez,
E kreiz tre, barz iliz Fouesnant edo gand ar vugale,
D’ar pred-se he doa daouzek vloaz ha me daouzek vloaz ive.
Evel bleun melen ar balan, pe ’vel ar rozennig c’houez,
’Vel ar rozenn c’houez ’ kreiz al lann, oa etrezo va mestrez.
Tra m’oa padet an oferenn, met sellet outi ne raen,
Ha seul-vui ma sellen outi ha seul vuioc’h he c’harien.
Me ’m eus eur wezenn em liorz ’zo karget a avalou,
Hag eun dachennig c’hlas dindan ha tro-war-dro bodennou,
Pa deuio va dousik koantik, va muia karet d’am zi,
Ni a yelo da zisheolia, va dous ha me dindanni.
An aval rusa a dapin hag eur boked ’rin ’viti,
Hag eur rozinil a garan a lakin ivez d’ezi
Eur rozinilig gwall wenvet, abalamour d’am enkrez
rak n’em eus ket bet c’hoaz diganti eur pok a wir garantez.
HI
Tavit, gant ho son, va mignon, tavit prim gant ho komzou,
An dud o vont d’an oferenn ’zo en traon ouz hor selaou,
Eur wech all pa zeuimp d’al lann, pa vimp hon unan hon daou
Eur pokig a wir garantez ’roïn d’eoc’h, unan pe zaou !