Mont d’an endalc’had

Alc’houez an eurusted

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Alhue en eurusted.



Alc’houez an Eurusted
————



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \key f \major
      \time 3/4
      \partial 4*1
      c'4 d c a | c a g | f2 c'4 \break
      d c g~ | g2 a8( bes) | c2( \autoBeamOff d8 c | bes2) c4 | d c g~ \break
      g2 \autoBeamOn a8( bes) | c2 c4 \bar ".|:" d c a | c a f
      g2 a8( bes) | a2 g8( a) | \time 2/4 bes4 g | \time 3/4 f2 c'4 \bar ":|." f,2 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Pa oan em zri -- ouec’h -- vet bloa -- vez, pla --
      c’hig hep nec’h e -- bet pla -- c’hig hep nec’h
      e -- bet e voe ro -- et d’in eun al --
      c’houez, al -- c’houez an eu -- rus -- ted e -- ted.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi {}
}
\header { tagline = ##f }

1

Pa oan em zriouec’hvet bloavez,
Plac’hig hep nec’h ebet (2 w.)

 E voe roet d’in eun alc’houez,
 Alc’houez an eurusted.
(2 w.)

2

Ha setu me aet dre ar vro,
    Hag em dourn an alc’houez,
Evit klask er hed tro ha tro,
    Dor gaer al levenez.

3

War an hent bras hir a heulien,
    Pell diouz bro an Arvor,
Eus an eurusted a glasken,
    Ne gaven ket an nor.

4

Skedet he deus va braoentez,
    En tiez alaouret,
Met va naon gant o holl danvez,
    Biskoaz n’eo bet torret.

5

Livirit d’in, tudchentil vat,
    E pelec’h ’vo rekis
Redek ’vit ma c’hellin tanvaat
    Hunvre va yaouankiz.

6

P’her c’havoc’h, tost da benn ar bed,
    Kuzet gant ar gwez bras,
Mammenn an daerou ’vo hesket,
    En ho taoulagad glas.

7

Setu-me, eun deiz, digouezet,
    Kroummet gand ar gozni,
E-tal eun ti, hanter-gouezet,
    Goloet a ginvi.

8

Gant an alc’houez e tigoris
    Dor an ti hep toenn,
Ha war an oaled e welis
    Lec’h va c’havellig gwenn.

9

Anaout a ris va zi a-benn ;
    Ennan em eus kresket,
Ennan, va mamm, war he barlenn,
    He deus va luskellet.

10

Kouezet eo va zi tamm ha tamm,
    Va eurusted ivez.
An eurusted ha ti va mamm
    N’o deus met eun alc’houez !

J. Le Maréchal.


————