Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
chansons et danses des bretons



— Biken jamez na gredfenn me
Az pe te pennherez Koatgoure,

Perc’hen pemzek mil skoed leuve,
Ha te n’at euz gwennek deuz ann-he ;

O nan, biken n’gredfenn me
Mond da c’houl d’id pennherez Koatgoure,

— Goud-ouz-oc’h e-vad, otro Koadane,
Me ’zo ’n ho servich noz ha de.

Ha bean ac’h on ho sekreter,
Ha bean on ouspen ho preur-mager.

Me oa kontand da vean belek,
Med ar plac’h n’a bermet ket ;

Hag an euz laret mond d’he goul fete
Ha kas gan-in ann otro Koadane :

Hennez zo eunn den a galite
Goufeo parland douz ma ligne.