Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
gwerz et sonn



— Ho ! mar d’e ar plac’h a lavar ze,
Me am o d’id penneherez Koatgoure ;

Gant bek ma lans pe ma c’hleve
Me am o ’n-ehi ’n nespet d’he ligne,

Gant bek ma c’heleve pe ma lans
Me am o ’n-hei ’n nespet d’hec’h oblans. —

’Nn otro Koadane a lavare
’Barz en Koatgoure pa ’n arie :

— Bonjour d’ac’h, otro Koatgoure.
— Ha d’ac’h ie, markiz Koadane.

Diskenned ha deud en ti
Ha leked ho kezeg e marchosi ;

Leked ho kezeg e marchosi
Ha deud d’ar sal da dijunin.

— Na diskennin na n’in en ti
Na lakin ma marc’h er marchosi,