Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129
GWERZ ET SONN
— Otro, lezd [1] gan-in ma bue,
Hag e po ma reng ha ma leuve
Hag ho c’heritourien ’n o goude. —
’Nn otro Rumin a respontaz
Da vaer Peurit, ’vel m’hen klewaz ;
— Well eo gan-in kât da vue
Evid da reng ha da leuve. —
Kri vije ar galon na oelje
En Keraudren neb a vije,
O klewet ar maer o c’houl pardon
Digand Doue ’greiz he galon :
— Me garje, ma Doue, c’halljenn
Kemer deuz ar ger c’hoaz ann hent,
Evit ma mije kimiadet
Deuz ma bugale, ma fried [2]. —