Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123
GWERZ ET SONN


— ’Barz en bourk Peurit eo eman,
En ti Jozon ar C’hoz oc’h evan. —

Ar martolod p’en euz klewet,
Emez ann ti buan zo et.

Mes ar c’hi a c’halve bepred,
Ma ge et ar mewel da welet ;

Ma ge et ar mewel ’mez ann ti
’Vit goul petra oa gand ar c’hi
Ma talc’he kement da randoni.

En traou ar porz p’eo ariet,
’Nn otro Rumin ’n euz kozeet :

— Mewel ann ti, lar d’in breman,
Da vestr ar maer pelec’h eman ? —

Ar mewel paour a respontaz
D’ann otro Rumin, ’vel hen klewaz

— ’Barz e bourk Peurit eo eman
’N ti Jozon ar C’hoz oc’h evan. —