Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
CHANSONS ET DANSES DES BRETONS


War-benn anter-noz dirio
Me rai d’id pean da gomjo. —

Ann otro Rumin arok zo et ;
Da glask kompagnonez eo et
Evit mond d’hedi d’hen gwelet.



En traou ar porz pa int ariet [1],
Da ’n em gonkluin int chomet.

Unan en ti zo antreet,
En giz d’eur martolod oa gwiaket.

Ar martolod a c’houlenne,
Ebarz ann ti p’en antree :

— De mad ha joa oll en ti-man.
Ann otro Maer pelec’h eman ? —

Ar wreg e oa etal ann tan,
En deuz respontet ken buan :

  1. A cet endroit il y aurait une lacune prétendent tous les chanteurs.