Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121
GWERZ ET SONN


— Otro ar Maer, ma em c’hered,
Ar papero d’in a diskwelfed ;

Diskweled d’in ar papero
A zo o redek dre ar vro. —

Ann otro Maer a respontaz
D’ann otro Rumin, pa hen klewaz :

— Ar papero na weli ket,
Rak velli war-n-he n’at euz ket ;

Me rei gwerzan da oll zanve,
Ha goude e koll da vue,

Ma na gerez kouitât ar vro ;
Operatour te a vezo,
Meudeuzin ar bevien dre ar vro. —

Ann otro Rumin a respontaz
Da vaer Peuret, ’vel m’hen klewaz :

— Otro ar Maer, serr da c’heno ;
Me rai d’id pean da gomjo,