Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
chansons et danses des bretons



Na seiz miz anter ec’h eo padet
Ar chotamite deuz ann eured,

Sonerien ar bal hag ann dans.
Ha vizit bemde gand ann oblans.

Nag ar Rouzik koz a lavare
D’he bried Janed eunn de a oe :

— C’hastomp dresa hon c’hoz balino ;
Me a glew ari ann drompillo
Wit dies ar verc’h-her d’ar vro, —

Ha groeg ar Rouzig a lavare
En iliz Langoat pa antree :

— Na lered-hu d’in-me, Monsieur,
Pehini ac’han e ho kadeur.

— Antreed ; ann hini a gerfed,
Itron, na vefed ket diblased —

Oc’h arrout ’n itron ’r C’hoelik,
O krigi ’n he dorn doustadik :