Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
gwerz et sonn



— Na lered-hu d’in-me, kamarad,
Hag en e ho mestr a ligne vad ?

— Ho ! ia ; ma mestr zo a ligne vad :
Bean ’n euz terc’hadeur’n iliz Langoat
Ha ru int evel ar goad ;

Ha kement all en Iliz Trougeri,
’Barz iliz Peurit meur a hini ;

Ha peder lestr perlez war ar mor,
’Barz e ker ar Roc’h peder stal dior ;

Ha da c’hortoz he dad da verwel
Hen zo rosignol Kerdaniel ;

Ha goude ar marw demeuz he dad
Hen a vo otro en Penn-ar-C’hoat.

— Ma ouifenn ve gwir ’pez a lerez d’in,
Me a rofe d’ehan eunn dimin. —