Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
chansons et danses des bretons



— Me, zo deut da glask eunn abid,
Eunn abid hag eunn ankane
Wit mond d’ober eur bale,

Ewit ma c’hin d’ober al lez ;
Ha na n’onn ket piou vo ma lakez,

Med ho pach bihan deufe gan-in :
Hennez zo den brao kenkoulz ha me. —

Ar Rouzik kemener a lare
War bave Montroulez pa gerze :

— Na bonjour ha joa er german.
Ann otro Ru-Newe pelec’h eman ? —

Ann otro Ru Newe ’vel ma klewaz,
He tenn ’barz ar prenest voutaz :

— Diskenned, Monsieur, antreed en ti,
Laked ho c’hoursin er marchosi
Wit ma ai ma mewel d’hen aveurin...