Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103
gwerz et sonn
AR ROUZIK KEMENER



Ar Rouzik kemener a Langoat
Braoan mab iaouank a wisk dillad ; (bis)

C’hoaz a vije braoc’h eunn anter
Ma nije eunn dimezel a ger :

Bet an euz merc’h mamzel Ru-Newe,
Perc’hen e da bemp mil skoed leuve ;

Na perc’hene da bemp mil skoed,
Hag ar Rouzik’n euz ket pemp gwennek.

Ar Rouzik kemener a lere
Barz ar C’hoelik pa’n antree ;

— Na bonjour ha joa en ti-man,
Ann otro C’hoelik pelec’h eman ?

— Eman’barz ar sal o leina ;
Rouzik, ed ha komzet out-han.