— Na sonjan ket ve groeg eur c’hemener
A varchfe ’rok d’in ’barz ma c’hadeur.
— Ho ! ha pa ven groeg d’eur c’hemener.
Me a zo merc’h d’eur senesal er ger,
A varcho gan-ac’h hag ’n ho kever.
Otro Doue, ’me-hi, n’ouienn ket
Oa eur c’hemener em oa bet,
Ken a oa d’in d’ober he wele,
Keviz he vesken hag he nadwe. —
Na kerse oa gand ann itron gez
Diweet d’ar ger a Vontroulez :
— Na pa oann er ger e ti ma zad
Me a oa bewet dilikat,
Mea oa bewet dilikat
Gant kig glujar ha kig gad ;