Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 Guenver.
65
Sant Sebastien.


An uguentvet devez a viz Guenver.


SANT SEBASTIEN, MERZER.


————


Sant Sebastien a voa guinidic eus a Narboon e Languedoc. E dad hac e vam a guemeras ur sourci bras da rei dezâ un descadurez caër ha d’e instrui hervez Doue. E furnez hac e gouraich, eme Sant Ambroas, a reas souden e aznaout e Palæs an Ampalaer Diocletien pehini er greas Cabiten eus e C’hardou.

An Ampalaer Payen-ze o veza deut da bersecuti ar Gristenien, ar Sant-mâ, petra-bennâc m’en devoa un desir bras da souffr evit Jesus-Christ, ne reas quet cousgoude, da aznaout ez oa Christen e-unan, evit caout ar voyen da sicour ar re-all epad ar bersecution, hac en effet ne espernas nac e gredit, nac e vadou, nac e boan evit o souten hac o soulagi.

Sourcius ha diligeant e oa da visita ar Prisouniou, evit consoli ha couraichi ar Gristenien ; ha dreist pep-tra evit creaat ar re pere, dre aoun rac an tourmanchou, a oa simpl er Feiz ; o accompagni a ree memes bete var ar Chafaut var pehini e tlient mervel.

Daou vreur, hanvet Marc ha Marcellien, o veza bet arretet ha condaunet d’ar maro, o zad hac o mam, pere a oa c’hoas Payanet, en em strincas da dreit ar Barner, hac a obtenas dre o fedennou hac o daelou ma vize accordet ur miz abars execution ar setanç, dre ma promettent ober d’o daou vab sacrifia d’an Doueou, dindan an amser-ze. Ober a rezont en effet o fossubl evit quemense, mæs Sant Sebastien pehini a visite alies an daou Vreur-ze, o remercout e coumancent beza tenereet dre an daelou eus o c’herent, a reas quement ma o c’hreaas er Feiz ; hac ouspen-ze e convertissas o Zad, o Mam, ar Barner ha pevar prisounier ha tri-uguent. Ar Barner-ze en devoa cals