Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
20 Guenver.
Sant Sebastien.

a esclavet da bere e roas o liberte goude ma o devoe recevet ol ar Vadiziant : e famill en em gonvertissas ha Marcellien hac o Zad, gant cals a re-all, a anduras ar Verzerinti, gant ur gouraich vras.

Rapportet voe erfin d’an Ampalaer penaus e voe Sebastien a ree d’ar Bayanet renonç d’an Doueou, hac a vire ous ar Gristenien n’o adorzent. An Tirant-se dre e goler a ordrenas var-an-heur e staga ous trogen ur vezen, hac e Jaza a dennou bir. Goude m’en devoa recevet meur a daul, ar Vourrevien el lesas, o songeal e voa maro. Un Intanves santel, hanvet Ireen, a yeas en nos evit sebelya ar C’horf ; mæs soueset bras e voe oc’h e gaout beo ; neuse e reas e zouguen secretamant d’he zy nac e pensas e c’houliou.

Querquent ha ma en em gavas pare, en em bresantas a nevez dirac an Ampalaer, hac e lavaras dezâ : O Prinç, ha possubl eo en em lessac’h bepret da veza tromplet dre ar raportou faus a rêr deoc’h eus ar Gristenien ? Gouezit penaus, pell dious beza adversourien d’ho Rouantelez, n’hoc’h eus quet a sugidi fideloc’h evito.

Diocletien, estounet o velet hac o clevet e parlant un den pehini a grede maro hervez m’en doa ordrenet, a lavaras : Ha te ve a-se, Sebastien ? Me ma-unan eo, emezan ; Jesus-Christ va Salver en deus conservet din ar vuez evit dont da rei un testeni publiq eus an injustiç a goumetter o persecuti ar Gristenien.

Diocletien a behini ar galon a oa caledet, a roas neuse urz ma vise scourgezet quen a zeuze da vervel. Evellen e varvas an Difennour couraichus-mâ eus ar Feiz, er bloaz 286.

REFLEXION.

Sant Sebastien, goude beza bet e Gorf toullet-oll gant birou ; ha beza achapet eus ar maro, a glascas c’hoas an occasion da vervel evit Jesus-Christ. Ruziomp gant mez o velet ar Sænt o clasq ar soufrançou, elec’h ma tec’homp hon-unan dious an occasionou pere en em bresant da souffr un dra bennâc evit Doue.

Ar Sænt o deus clasquet pep seurt Merzerintiou,